Kaozeal:Limbourg (Belgia)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

1) Petra eo ar gwellañ, Limbourg (stumm gallek) pe Limburg (stumm nederlandek) ? 2) Ret e vo resisaat Limbourg (Belgia) [pe Limburg (Belgia)], rak ur broviñs eus an Izelvroioù zo anvet Limburg ivez [Limburg (Izelvroioù) neuze]. --Llydawr 3 Her 2007 da 19:37 (UTC)[respont]

e gwirionez e vez distaget damheñvel "Limbourg" e galleg ha "Limburg" en izelvroeg - un afer reolennoù reizhskrivañ n'eo ket. Klotaat a ra reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg war ar c'hraf-mañ gant re ar galleg, da lârete eo ma vefe skrivet "Limbourg" e brezhoneg e vefe distaget dres (hep aze) evel "Limburg" en izelvroeg. "Limburg" eo stumm orin lec'hel al lec'h avat. Marteze e vefe mat doujañ ouzh stumm izelvroek orin an anvioù-lec'h flandrezek en ur veneginñ e korf an destenn an doare-distagañ reizh er yezh-se? Neal (Kaozeal) 4 Her 2007 da 06:34 (UTC)[respont]
1. Ya, gwir eo.

2. Marsen eo ken koulz gober gant "Limbourg" evit chom tost ag an distagadur izelvroek... Bof, e gwirionez, ali ebet... A galon. Klaod. Kadbzh 3 Her 2007 da 20:47 (UTC)[respont]

D'an holl: ur bajenn a-ratozh evit seurt kaozeadegoù a zo Taol lagad: Wikipedia:Kendivizoù reolata/Stumm pennañ anvioù-lec'h estren/Kinnig. Mod all, n'am eus ali resis ebet : Limbourg ha Limburg a zo mat din. Ar stumm a vo hervez ar reolenn dibabet: doujañ d'ar reizhskrivañ orin, pe d'an distagadur orin... Benoni (Kaozeadenn) 3 Her 2007 da 23:02 (UTC)[respont]

Evel alies e vije arabat

D'am soñj n'hallfomp ket dibab un doare hepken da skrivañ:

  • an anvioù alamanek eus Alamagn a chomo en alamanek (burg) (Habsburg evel e saozneg hag en alamaneg, ha n'eo ket Habsbourg evel e galleg hag el levrioù istor brezhonek),
  • met pere a vo lakaet e bourg? Limbourg n'eo ket alamanek? Ha Sant Petersbourg? Ha fr:Yekaterinbourg pe en:Yekaterinburg? Da vihanañ skrivañ heñvel an anvioù eus ar memes bro! Marteze ivez eus ar memes yezh!

E saozneg e kaver Limburg, Habsburg, ha Luxembourg .[[1]]. Bianchi-Bihan 4 Her 2007 da 03:03 (UTC)[respont]

A-du gant Benoni. Un dibab 'zo d'ober en un doare hollek ha mar sav ur gudenn gant ar stumm-mañ'r-stumm e c'hello bezañ burutellet da c'houde ha kememt e c'hellfe bezañ ar reolenn zoken... ne welan kudenn ebet evit ober gant an hevelep stumm "-burg" pe "-bourg" atav, ur wrizienn c'hermanek anezhi daoust ha ma c'hell bezañ implijet e ruseg (disheñvel e c'hellfe bezañ en degouzh-mañ avat rak tennañ a c'hellfe d'ur reolenn treuzskrivañ evit al lizherenneg kirillek...) pe e galleg h.a. E saozneg e reer gant ar stumm gallek "Luxembourg" met gallout a reer ober ivez gant ar stumm alamanek "Luxemburg" pe zoken gant ar stumm luksembourgeg "Lëtzebuerg" (ha lenn a c'heller ivez (Luxembourg (Wiki saoznek): "Luxembourg [...] also spelled Luxemburg"). Diouzh an tu all, daosut ha ma teu diwar an hevelep gwirzienn eo "Habsburg" un anv familh ha n'eo ket un anv-lec'h ha neuze e chellfe bezañ brezhonekaet/kemmet pe get hervez ma vefe ingal ar reolennoù envel war an div dachenn resisi-se evel-just. Mat e vefe da bep hini lakaat he/soñj war ar pajennoù kaozeal ispisial rouestlet d'ar reolennoù envel evit an anvioù-lec'h evit klask dont a-benn da dizhout un diskoulmig hollek d'ar gudenn-mañ.Neal (Kaozeal) 4 Her 2007 da 06:34 (UTC)[respont]

Karout a rafen e vefe soñjet un tammig e c'hall anvioù-lec'hioù ha -tud bezañ stag an eil ouzh egile, evel Brandenburg, Habsburg, Roc'han, ha n'eo ket hepken e ti an noblañsed. Bianchi-Bihan 4 Her 2007 da 08:46 (UTC)[respont]

Lavaret Ma vefe skrivet "Limbourg" e brezhoneg e vefe distaget dres evel "Limburg" en izelvroeg zo mont amplik ganti : an u nederlandek ne vez ket distaget evel an ou brezhonek, hag ar g nederlandek ne vez ket distaget evel g brezhonek kennebeut. Ma vije klasket skrivañ anv al lec'h-se hervez reolennoù ar brezhoneg, en em gavjemp kentoc'h gant un dra bennak evel Limbeurc'h. Met ne gredan ket e vije talvoudus ober se. Gwelloc'h e kavan mirout ar stumm (skrivet) nederlandek.
Pa soñjan, ur gumun anvet Limbourg zo ivez e proviñs Liège... --Llydawr 4 Her 2007 da 20:26 (UTC)[respont]
Re wir evit a sell ouzh distagadur an izelvroeg (aet on da c'houlenn digant un izelvroad ha d'e wiriekaat amañ (distagadur)). N'eo ket distagadur an izelvroeg ar gudenn amañ moarvat, met ar fed ma ranker dibba etre ur stumm orin ma ne glot ket reolennoù reizjskrivañ (ha distagañ) ar yezh orin gant re ar vrezhoneg diouzh un tu pe brezhonekaat ar reizhskrivadur evit ma vefe distaget an tostañ posubl ouzh distagadur an an er yezh orin. D'am soñj e vefe kalz poellekoc'h hag a bell ober atav, pa ne tennont ket da broioù gante ur stumm brezhonekaet diszezet mat dija, gant ar stumm orin peogwir diouzh un tu eo diaes peurliesañ kavout fonemoù brezhonek a glot da vat gant re ar yezh orin hag ivez peogwir e c'gheller chom hep rankout skrivañ e doareoù disheñvel bewech an hevelep lostger, d.s. "-burg" a c'hellfe bezañ skrivet "-burg" atav (pe c'hoazh "-borg" er yezhoù skandinavek) kentoc'h evit "-bourg/-ourk"" evit al lec'hioù en Alamagn ha "-beurc'h" evit ar re en Izelvroioù (pe c'hoazh "-our(g)", "-or ha me 'oar me) pe brezhonekaat penn-da-bnn hag ober gant al lostger "-bourk/bourc'h" atav... Neal (Kaozeal) 5 Her 2007 da 09:57 (UTC)[respont]