Kaozeal:Klavier (benveg-seniñ)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Hervez ar pennad e talvezfe ar ger "klavier" da envel ur "benveg-seniñ". Ha dave a reer d'ur meneg e geriadur galleg-brezhoneg M. Ménard. Hogen n'eus netra er geriadur-se hag a rofe da c'houzout e talvez ar ger "klavier" da envel ur benveg-seniñ. Ne lenner ennañ nemet "Clavier MUS., INFORM. klavier m. -où". E geriadur hollvrezhonek An Here e kaver un displegadenn sklaeroc'h : "Klavier : Hollad stokelloù ur piano, un urzhiataer, ur skriverez". Diwar se e c'haller lavaret e c'hall ar ger brezhonek "klavier" treiñ titl ar pennad saoznek en:Musical keyboard. Daoust ha talvezout a ra avat evit en:Keyboard instrument ? Llydawr (kaozeal) 26 Gou 2013 da 10:42 (UTC)[respont]

MUS. a zo evit "Musique" er geriadur-se, evel m'eo bet adskrivet ganit. Ne welan ket mat pelec'h emañ an dalc'h (un adstenn ster eeun e vefe a-hend-all), ha gant an dalvoudegezh-se eo e veze kavet e pennadoù ar wiki.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Gou 2013 da 12:00 (UTC)[respont]
Implij er fedoù: Pladenn Louis-Jacques Suignard "Lodenn an ael": klaouieroù; Gweltaz Adeux, "ehan" klavier; pladenn "Rock e Breizh": klaweroù (pajenn EV) (er bladenn-se ne'm eus gwelet ger all ebet evit ar memes tra).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Gou 2013 da 14:06 (UTC)[respont]
N'eus nemet menegiñ ar skouerioù-se neuze, e-lec'h an dave d'ur geriadur ma ne gaver nemet un droididgezh ger-ha-ger ha ma ne ouzer ket dre just petra eo ster ar ger gallek. Rak er geriadurioù galleg ne veneger ket ar ster "benveg-sonerezh" evit ar ger "clavier", ha pa vefe kavet en implij e bed ar sonerien. Llydawr (kaozeal) 26 Gou 2013 da 14:44 (UTC)[respont]

Evidon-me e oa trawalc'h. Kavet e vez heñvel ha hiroc'h (pa'z eus "clavier électronique" ivez) gant TermOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg) [1]. Met ma kav dit eo talvoudus lakaat ar skouerioù roet a-us e c'hallez lakaat anezho, evel-just.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Gou 2013 da 16:05 (UTC)[respont]