Kaozeal:Kig-ha-farz

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kaozeal:Kig-ha-fars)

E-barzh geriadur Hemon-Huon e welan "fars" ha n'eo ket "farz".--Ex-Smith 13 Ebr 2009 da 20:00 (UTC)[respont]

Skrivet e vez farz gant ur z abalamour m'eo farzoù al liester, ha n'eo ket *farsoù. Gwelet Geriadur an Here pe hini Remon ar Porzh.Trec'hlid mitonet 17 Ebr 2009 da 20:34 (UTC)[respont]
fars(où) a gaver e geriadur Roparz Hemon (Al Liamm). Hag ivez ar verb farsañ. --Ex-Smith 17 Ebr 2009 da 23:13 (UTC)[respont]
Traoù zo a gaver er geriadurioù ha n'on ket sur e kaver anezho er yezh. E Geriadur Hemon-Huon e kaver meur a dra iskis, evel budjerigar, pe dant-Genver hep al liester. Pezh a vo ezhomm eo skouerioù: unan zo gant ar Porzh? Er Geriadur Istorel e welan farsoù ha netra ken. Kalz gerioù zo gant -rz(h)où pe -rsoù? Porzhioù, nerzhioù; skarzhoù .... Bianchi-Bihan 18 Ebr 2009 da 02:26 (UTC)[respont]
"Skrivadur boas" (sic) ... farsus ... E Geriadur Ménard e lenner : fars, farset . Piv a zibab pehini ar verit an titl meu a "skrivadur boas" ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Her 2015 da 20:24 (UTC)[respont]
Gast! ral eo ar "skritur boas"! https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kig-ha-farz&type=revision&diff=1666405&oldid=1666387 Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Her 2015 da 07:14 (UTC)[respont]
Skrivet e vez farz gant ur z abalamour m'eo farzoù al liester, ha n'eo ket *farsoù. Gwelet Geriadur an Here pe hini Remon ar Porzh.Trec'hlid mitonet 17 Ebr 2009 da 20:34 (UTC) : farsoù e Geriadur Hemon evel e Geriadur Ménard, daoust d'ar re na welont nemet pezh a fell dezho. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Her 2015 da 07:41 (UTC)[respont]

Faziañ ger a rez. Adlenn da c'heriadurioù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Her 2015 da 08:51 (UTC)[respont]

  • Geriadur Hemon : fars, farsoù, farce, hachis; fars-pod, fars-sac'h ...
  • N'eus nemet geriadur an here a ra ar c'hemm etre farz ha fars, hag a ra gant farsañ (: leuniañ gant farz (!)), ha n'eo ket gant farzañ ur ger ijinet.
  • Geriadur al Liamm zo savet ganit, n'eo ket neptu. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Her 2015 da 10:03 (UTC)[respont]

Ha koulskoude sed amañ da-heul ar pezh a c'helled lenn e-barzh Geriadur An Here / Al Liamm e 2002 :
fars m. -où farce (hachis) ; fars
(mets breton) ; farce, facétie,
bourde, plaisanterie ; farce
(pièce de théâtre), intermède
comique.
[...]
farsañ v. farcir
fars-breset m. sorte de flan.
fars-buan m. sorte de flan cuit
dans une poêle.
hep na vije kavet roud ebet eus ar ger "farz". Ha farserien veur Ronan ha Roparz ? :-)--Prieladkozh (kaozeal) 7 Her 2015 da 10:48 (UTC)[respont]

Lennit Geriadur Istorel ar Brezhoneg gant Roparz Hemon, ha ne gaver nemet "farz" er skouerioù roet e-maez geriadurioù, evit ar meuz-se pe da dostaat (rann 2: mets breton). Kalzik a gemmesk s/z a zo bet graet gant ar c'heriadurourien eus an amzer-hont, ha darn a zo bet digammet gant ar c'heriadurourien nevesoc'h (cf. Geriadurioù an Here da sk.) evel pres > prez, pilpasañ > pilpazañ… Perak dinac'h ar reizhadennoù hag ar gwelladurioù degemeret?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Her 2015 da 11:33 (UTC)[respont]
N'em eus ket soñj da vezañ klasket dinac'h tra pe dra a-hed ar gaozeadenn-mañ, klask kompren ne lâran ket, ken dizesk ez on-me.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Her 2015 da 13:03 (UTC)[respont]

Fars ivez gant Jules Gros, TBP II, pajenn 159. Farsus e kavan : Kalzik a gemmesk s/z a zo bet graet gant ar c'heriadurourien eus an amzer-hont ... Geriadur Ménard, a skriv fars ivez, n'eo ket "eus an amzer-hont, evit an oad, met marteze dre ar spered, piv 'oar? Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Her 2015 da 14:22 (UTC)[respont]

Kendelc'her a rez gant da gemmesk, kaer a zo displegañ. Lavar din e-barzh peseurt geriadur a gaver e gwerzh er mare-mañ e kaver ar furm "kig-ha-fars". Un holloueziadur a-vremañ en deus da heuliañ an traoù a-vremañ ha n'eo ket ober un distro d'ar c'hantved kozh.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Her 2015 da 14:35 (UTC)[respont]

Din-me eo graet ar c'hig ha fars gant fars, ger a gaver er geriadurioù a-vremañ, ha mat pell zo. Ar fae war ar c'heriadurourien eus "an amzer-hont" a gavan farsus, hag heverk. Din-me eo doujañs a veritont. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Her 2015 da 14:42 (UTC)[respont]

[1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Her 2015 da 14:54 (UTC)[respont]

Ya, fentus kavout kig ha farz gant Skol Vreizh, embanner Geriadur Favereau, ma'z eo skrivet fars. Ur bed farsus eo bed ar brezhoneg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Her 2015 da 16:18 (UTC)[respont]

kig-ha-fars a lenner p. 118 e Geriadur Brezhoneg-Alamaneg Gérard Cornillet, embannet gant Hor Yezh e 1993. --Llydawr (kaozeal) 13 Her 2015 da 10:39 (UTC)[respont]

E Wörterbuch Bretonisch-Deutsch Deutsch-Bretonisch savet gant Gérard Cornillet, embannet gant Buske, Hamburg, e 2006, p.115a, e lenner kig-ha-farz.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 13 Her 2015 da 11:10 (UTC)[respont]
Traoù a bep seurt a lenner gant G. C. : https://br.wikipedia.org/wiki/L%27Adultera Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Her 2015 da 17:48 (UTC)[respont]
Tagadennoù personel a-berzh un den hag a skriv war ar wikipedia brezhonek hep morse reizhañ abaoe bloavezhioù daoust d'ar goulenn graet traoù a seurt gant: «Hervez Den Store Danske Encyklopædi identifies the consort of Sweyn I as Gunhild, and considers the Sigrid the Haughty of the sagas to be based on her, but predominantly a work of "complete fiction". She subsequently married Sweyn II, who later divorced her on orders from the church, since both of them were grandchildren of the Slavic consort of Eric the Victorious of Sweden. Source: Den Store Danske Encyklopædi, CD-ROM edition, entries Gunhild and Sigrid Storråde.»--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Her 2015 da 15:44 (UTC)[respont]
Klaskomp kompren. Peogwir e vefe chomet un tamm saozneg tu bennak, war-lerc'h den pe zen, e rankfed kavout mat tammoù brezhoneg fall? Biskoazh kemend-all ! Sed un doare neptu da soñjal. Din-me, burutellat ur skrid n'eo ket un dagadenn bersonel, met kompren a ran gwelloc'h emzalc'hoù zo bremañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Her 2015 da 16:10 (UTC)[respont]

"Leun-tenn oa an ti gant an dud o tebriñ. Brudet-mat oa. Hiriv edo devezh ar c'hig-ha-farz. [...]." e-barzh Brezel ar Rigadell gant Goulc'han Kervella, Al Liamm, 1994, pajenn 92.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Her 2015 da 11:26 (UTC)[respont]