Kaozeal:Kari

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

gomprenan ket tre ar frazenn-mañ: "Curry (hervez ar ger saoznekaet) pe kari, eo an anv a reer en Europa" hag en em c'houlenn a ran:

N'emañ ket Bro-Saoz en Europa?
Ha penaos e vez anavaezet er-maez eus Europa, en ur c'hoût neus ket ur mez europek anezhañ?

Itron pe aotrou n'ouzon ket piv oc'h, klaskit ar respont d'ho koulenn er wikipediaoù all ma ne gavit ket ho kont en hemañ: ar pennadoù saoznek ha gallek am eus klasket diverrañ. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2008 da 20:18 (UTC)[respont]

Me an hini eo, evel ma oarez mat. A-wezhoù e siner a-wezhoù e vez ankounac'haet ober (ha sinañ a rez-te bewezh?). Ne ra forzh: n'eo ket diwar abeg ma skriver un dra bennak en tu all ma rank bezañ reizh, geo? Kririek eo an den d'ar pennadoù a vez savet gantañ ha rankout a ra gallout reiñ abegoù da dibbaoù ma sav goulennoù diwar o fenn d'am soñj, a-hendall pep hini a c'hellfe skrivañ n'eus forzh petra diwar abeg m'en deus bet klevet tra pe dra en un tu bennak. Ha respontoù a-feson ez eus evit respont d'ar goulennoù resis em eus savet a-us? Neal (Kaozeal) 8 Kzu 2008 da 09:25 (UTC)[respont]