Kaozeal:Kabellig Ruz

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

An anv e yezhoù all[kemmañ ar vammenn]

Muioc'h a liammoù etrewiki a zo eget er rannbennad-mañ, ha kemmoù zo etre an div listenn.

  • arabeg : ذات الرداء الأحمر (zat ar-ruda' al-hac'hmar, "gant ar sae ruz")
  • armenieg amañ, met armenianeg e listenn ar yezhoù
  • esperanteg : Ruĝkufulineto, n'eo ket "Ruĝkufuletino"
  • japaneg : 赤ずきん (atazakimou)
  • kembraeg : Hugan Goch Fach
  • koreeg koreaneg : 빨간 두건 (ppalgan dugeon)
  • leteg latveg
  • portugaleg : O Capuchinho Vermelho (Chapeuzinho Vermelho e Brazil)
  • roumaneg : Scufița Roșie
  • svedeg : Lilla Rödluvan

Edgaradenn[kemmañ ar vammenn]

Edgar, sin da gomzoù, pertase vefont ket lennet ganin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Kzu 2014 da 12:36 (UTC)[respont]

Furchet em eus, ha kavet ster an "Edgaradenn"-se. E-biou e skoez.
Forzh piv zo aotreet da genlabourat e forzh pe Wikipedia ; diskouezet em boa traoù a-dreuz er pennad, tra ken.
N'eo ket bet taolet kont d'an evezhiadennoù, war a welan, daoust dezho bezañ gwir ? Ne vern, kemmet em eus ar skrid.
Mar krogez ganin ar jeu a c'hoariez abaoe pell e-keñver implijerien all e paouezin diouzhtu da genlabourat : kollet ur c'henlabourer gant Wikipedia e brezhoneg, gounezet mann ebet ganit. Soulianis (kaozeal) 14 Kzu 2014 da 22:11 (UTC)[respont]

Din n'eo ket dre zegouezh e tibabez ur pennad emaon o labourat warnañ da gentañ labour, kenkent ha degouezhet (pa'z eo ken ledan ar wikipedia-mañ), e rez ar memes tagadenn hag Edgar (hep abeg, eveltañ)... gounezet mann ebet ganit... peadra zo da c'hoarzhin: ar re a labour amañ ne c'hounezont nemet taolioù botoù ha taolioù dorn, ha taolioù dent.
En deiz ma teurvezi reizhañ pennadoù tud all, amañ e kavi peadra : https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadenno%C3%B9/Couiros22. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Kzu 2014 da 06:34 (UTC)[respont]

Lenn amañ ar perag eus ma donedigezh e Wikipedia.
Digoret em boa ar pajennoù nevesañ ; ken dilennus e oa doare "Kabellig Ruz" a-fed pajennaouiñ ma'm boa divizet kempenn. Setu ar pezh am boa kavet : skeudennoù peget a-drak ha mentet fall, un <div> adtapet war-eeun diwar ur Wikipedia all ha peget forzh pelec'h (anat eo ne gomprenez nag HTML na CSS), menegoù e spagnoleg, adlavaroù er skrid, fazioù anat er yezhoù (am eus kemennet, ha kaset on bet da sutal), ditouroù dizave.
Kempennet em eus ar bajenn.
Daou labour all am eus graet amañ a-raok "Kabellig Ruz".
Ned in ket da reizhañ ar pennad a venegez, perak ne rez ket ? Bremañ, peogwir ne fell ket din gouzañv pelloc'h an taolioù a zistagez e gaou, e kuitaan Wikipedia. Soulianis (kaozeal) 15 Kzu 2014 da 11:12 (UTC)[respont]

Dilennus dit? Un ali talvoudus. Met er wikipedia omp kustum da c'houlenn ali meur a zen, ha n'eo ket hini unan hepken : ne welan nemet un den o klemm.
Difaziañ a ran ma lod bemdez, hep kompren nag HTML na CSS, hag abaoe bloavezhioù.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Kzu 2014 da 11:27 (UTC)[respont]