Kaozeal:Itron Varia Menez Karmel

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Souezhus e kavan-me "ar Menez Karmel". Er pennad Menez Karmel eo skrivet hep ar ger-mell er penn-kentañ, ha kement-se eo a gaver ivez er skridoù evel re Maodez Glanndour ("Kanenn ar C'hanennoù"...), Buhez ar Sent & Co, ar pezh a ya gant spered ar brezhoneg a gav din (Menez Are kentoc'h eget "ar Menez Are", Menez C'homm kentoc'h eget "ar Menez C'homm"...).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 Gwe 2013 da 19:31 (UTC)[respont]

Pe evel ar Menez Kalvar. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Gwe 2013 da 06:08 (UTC)[respont]
Souezhus, «war beg menez Kalvar», hep ger-mell eta, war ar memes lec'hienn, tennet eus ar memes oberenn [1]. Hep ger-mell ivez war Wikimammenn (Buhez ar Sent, Trifina hag ar Roue Arzhur...). Hep ger-mell ivez gant A. Duval [2].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Gwe 2013 da 09:42 (UTC)[respont]
Menez Karmel hep ger-mell (Santez Mari Menez Karmel) a gaver e levrioù Buhez ar Sent (16 a viz Gouere, Marigo, Madeg, Morvan, Y.-V. Perrot pe Moal). --Llydawr (kaozeal) 12 Gwe 2013 da 11:22 (UTC)[respont]