Kaozeal:Hellfest

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Feiz, "calomnie et diffamation" , setu dres petra eo ar gwallvrudañ hag ar gwallvruderezh. Bianchi-Bihan 19 Kzu 2009 da 16:37 (UTC)[respont]

Ya met ar frazenn bet difaziet a talfeze e oa bet douget klemm a-enep d'an aozadur "Bien vivre à Clisson... sans le Hellfest". Hogen ez eo an aozadur en deus douget klemm a-enep d'an Hellfest. Evit ar frazenn, ne ouien ket resis penaos treiñ... --Belvar 19 Kzu 2009 da 16:52 (UTC)[respont]
Din e oa sklaer, met Yann lenner eo ar mestr. Bianchi-Bihan 19 Kzu 2009 da 16:56 (UTC)[respont]
Din-me ne oa ket sklaer, neuze e oan bet o welet war ar bajenn c'hallek a-raok cheñch, hag eno e komprened kentoc'h ar c'hontrol (da lavaret eo: klemm a-enep ar gevredigezh-se).Trec'hlid mitonet 19 Kzu 2009 da 17:13 (UTC)[respont]
Chom a rafe da vrezhonekaat pezh zo bet gallekaet. Bianchi-Bihan 19 Kzu 2009 da 17:32 (UTC)[respont]
Gwir eo e lenner-se e galleg : Depuis l'édition 2008, un collectif nommé Bien Vivre à Clisson ... sans Hellfest a vu le jour et a essayé de faire définitivement annuler le festival. Une plainte a été déposée contre eux pour calomnie et diffamation. Da welet neuze --Y-M D 19 Kzu 2009 da 19:07 (UTC)[respont]
Gwir eo pa adlennan n'on ket ken sur eus ar pezh a laren, da welet neuze...--Belvar 19 Kzu 2009 da 20:15 (UTC)[respont]

Me gred eo sklaer a-walc'h. Bianchi-Bihan 19 Kzu 2009 da 19:11 (UTC)[respont]

Kinnig a rafen a-walc'h tennañ "embann" (n'eus bet embannet netra din da c'houzout) - diwar ar galleg "édition" sur a-walc'h - ha leuskel ar bloavezhioù nemetken. Marteze treiñ ivez "main stage" hag all? --Ex-Smith 19 Kzu 2009 da 20:05 (UTC)[respont]
Sur a-walc'h em eus kavet en ur geriadur bennak ar ger "embann" evit "édition", n'on ket ampart war ar geriaoueg, laosk a ran tu ouiziekoc'h d'ober war-dro... Evit ar pezh a sell ouzh ar "main stage" hag all, an anv ofisiel eo, ne wellan ket perak e vefe cheñchet...--Belvar 19 Kzu 2009 da 20:15 (UTC)[respont]

Brezhonekaat hag anv ofisiel[kemmañ ar vammenn]

An anv se a zo bet roet d'al leurennoù gant aozerien ar gouel... Ma troez an anvioù-se, tro anv ar gouel ivez ha lak "fest an ifern" evit anv ar pennad...--Belvar 20 Kzu 2009 da 13:25 (UTC)[respont]
Ne ran nemet lavarout ma soñj, a-du gant ur merour. Ma klaskez tabut, kae da glask gantañ ivez. Me n'on ket merour, neuze ne rin netra hep ali ar re all, ha ma fell dit lakaat fest an ifern pe fest an hoc'h n'eo ket me a viro ouzhit. Bianchi-Bihan 20 Kzu 2009 da 14:51 (UTC)[respont]
Petra 'teu d'ober amañ afer bezañ merour pe get ? Pep implijer en deus un ali kevatal. Me ne wellan c'hoant tabut ebet neblec'h a-berzh Belvar, un displegadenn a ro tra ken hag ur skouer evit keñveriañ ar mennozh gant un implij all a c'helfe bezañ graet. Me 'zo a-du a-walc'h gantañ. D'am soñj eo ret laoskel an anvioù bet lakaet gant an aozerien hag ober evel ma 'z eo bet graet, d.l.e. lakaat un droidigezh e-kichen. --Y-M D 20 Kzu 2009 da 15:13 (UTC)[respont]
Evit kenderc'hel gant ar gaoz eta, ne welan ket perak e vije troet United Kingdom ha République Française ha n'ouzon ket pet kant anv ofisiel all, un tamm mat ofisieloc'h eget ur mainstage bennak. Bianchi-Bihan 20 Kzu 2009 da 15:38 (UTC)[respont]
Ar c'hallaoued a zo brudet evit treiñ an holl anvioù, zoken ar re zisterañ, padal evit ar pennad Hellfest n'o deus ket troet anvioù al leurennoù. Derc'hel a ran gant ar c'hinnig graet a-us, laoskomp an anvioù bet dibabet gant aozerien ar fest ha lakaomp etre kromelloù un anv troet evit displegañ eus petra 'zo kaoz. --Y-M D 20 Kzu 2009 da 17:05 (UTC)[respont]

Klozomp amañ, ne ran forzh gant an Hellfest-mañ (un anv fentus hanter saoznek hanter alamanek/brezhonek) na gant ar re all, met displijet on gant an arguzennoù:

  • ar brudoù n'int ket fedoù, ha n'o deus lec'h ebet d'am zamm meno en un holl oueziadur,
  • ha me grede e oa Klison e Breizh,
  • setu n'ouzon ket petra e teu ar C'hallaoued d'ober amañ.

N'anavezomp ket ar memes Gallaoued moarvat : me glev komz eus parking, eus fr:week-end (en:weekend e saozneg), fr:boys band (en:boy band e saozneg), eus tud cool hag a ev un drink, pe a zo borderline, a gomz chobizeg, a chom hep treiñ anvioù ar filmoù saoznek, re ar stalioù, pe mil all (fr:Bluetooth, fr:Base Transceiver Station ...). Met n'eo ket tener. Bianchi-Bihan 20 Kzu 2009 da 17:55 (UTC)[respont]