Kaozeal:Hasan Al-Banna

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Klask ouzhpennañ stumm arabek e anv am eus great met ne deuan ket a-benn d'e enbarzhiañ en destenn hep ma vije troc'het didroc'het an deiziad. torr-revr eo implij ar skriturioù a dehoù da gleiz war ar wikipedia dre vras :-(((

setu evit an neb a c'hell hag a fell dezhañ hen ober stumm arabek anv ar paotr-mañ: حسن البنا

Neal 16 C'hwe 2006 da 11:53 (UTC)[respont]

  • Ya, merzet em eus se ivez. A-hend-all marteze e vefe mat degemer ur reolenn evit skrivañ ar ger-mell arabek en hor pennadoù. Da'm soñj e vefe gwelloc'h ober gant al dalc'hmat ha neket gant el rak n'eus ket a vogalenn e en arabeg skrivet. Setu ma kinnigan adenvel ar pennad-mañ : Hassan al-Banna. --Fulup 16 C'hwe 2006 da 18:39 (UTC)[respont]

a-du ganit evit ober gant al- atav (stag gant un tired kentoc'h evit distag). kinig a rafen ouzhpenn kenderc'hel da deruzlizherenniñ kentoc'h evit treuzskrivañ ez-fonetikel en ur ober atav gant al- dirak s- hag all, d.l.e. al-s-* kentoc'h evit as-s-* nemet pa vefe anezhañ ur stumm anavezet dija, d.s. dar es-salam rak diazet e vefe ober d'am soñj gnt dar al-salam (met ne vefen ket me a-enep hen ober ivez...) Neal 16 C'hwe 2006 da 19:16 (UTC)[respont]

    • gwir eo - ret e vefe ober gant lizherennoù doubl nemet ma vefe ur shadda d'am soñj. ar pezh a zo, ne vez ket skrivet atav ha nueze eo diaezet goût hag-eñ eo doubl pe simpl ar gensonenn... n'eus forzh penaos e vefe ret treuzlizherenniñ > s atav ha n'eo ket ss da heul ar galleg ha > z . penaos ober gant al lizherennoù-mañ?
ﺹ: ﻅ
      • N'eo ket me a laro, n'ouzon ket arabeg. Met gwelout 'ran eo bet skrivet Yasir Arafat er Wiki brezhonek, ha treuzskrivet evel-se ivez er Wikioù all, da vihanañ pa vez roet ar stumm rik diwar an arabeg (gw. Wiki alamanek en digoradur). Iskomandant Marc'heg 16 C'hwe 2006 da 20:16 (UTC)[respont]


        • ya, reizh eo treuzlizhernniñ Yasir Arafat (ياسر عرفات) kentoc'h evit Yasser Arafat e saozneg. pelec'h emañ an dalc'h?

Neal 16 C'hwe 2006 da 21:31 (UTC)[respont]

          • evel-just! mat eo :-)) d'am soñj e oa ur fazi bet en em silet e-barzh gant skrivañ hasan gant daou s. laka ur sell war ar pennad-mañ pa'z po amzer ha lâr din petra a soñez diwar-benn ar c'hinnigoù ma ran ennañ:
Treuzlizherennadur arabek

Neal 17 C'hwe 2006 da 17:57 (UTC)[respont]

A-du evit un "s" hepken, fazi dievezhded eus ma ferzh. Evit ar shadda ez eus tu da wiriañ er geriadurioù. A-du ivez evit skrivañ al dalc'hmat memes dirak al lizherennoù heol. --Fulup 17 C'hwe 2006 da 18:28 (UTC)[respont]