Kaozeal:Gwepard

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

kazh-ki vs. gwepard. An hini kentañ a zo warnañ un arliv un tamm faltaziek hag egile unan skianteloc'h, dres evel beg-hir e-skoaz delfin. Ne gaver kazh-ki ken nemet e-barzh geriadurioù tata Vallée (Doue d'e bardono) ha da heul hini Roparz Hemon. Geriadur brezhoneg An Here (embannadur 2001, ennañ 20 000 pennger) a ro un enmont evit gwepard, hini ebet evit kazh-ki. Bank termenoù an Ofis na ro ken gwepard. Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù Kreizenn ar Geriaouiñ (liammet gant Diwan) ha Geriadur ar Brezhoneg a-vremañ Francis Faverau a ro gepard. Anat an diforc'h etre an daou-se hag ar re a-raok : un amprest diwar ar galleg o deus degemeret ar re-mañ p'o deus deveret aozerien An Here o ger diwar ar wrizienn italianek. Reun ar Glev en e Dictionnaire Classique Français-Breton a ro gasparzh, hep an disterañ daveenn. Holl anezho diazezet war an italianeg gattopardo, gatto « kazh », ha pardo : « loupard » Ma rankfer dibab ur geriadur dave, din-me eo hini an Here, hep mar. Setu ma kinnigan kemm pennger ar bajenn da gwepard. Petra eo ho soñj ? Jañ-Mai 6 Du 2008 da 22:26 (UTC)[respont]