Kaozeal:Gwaskogn

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • eu:Gaskoinia eo en euskareg, hep /w/. N'eo ket stank ar yezhoù gant /gw/ aze. E gwirionez, pa seller, ne gaver nemet ar brezhoneg (!?) ... hag an italianeg.
  • eu:Akitania eo en euskareg, hep /w/ adarre, hag aze on techet da welout un tamm poell gant eu:Gaskoinia . Seurt ne gavan ket en daou c'her meneget e brezhoneg uheloc'h. Ma! Pa seller a-dost e weler ez eus un toullad mat a yezhoù hag a ra gant /w/ en dro-mañ, en o zouez ar yezhoù slavek ha balt.
Neuze on techet da gavout reishoc'h Gaskogn hag Akitania, eget Gwaskogn hag Akitania, evel ma vez kinniget gant an aotrounez RH, ne vern pegement a zoujañs zo dleet dezhe a-hend-all. Bianchi-Bihan 23 Gwe 2010 da 18:23 (UTC)[respont]
Geriadur Gregor Rostrenn (1732): GASCOGNE province ou partie de la Guyenne, Goascoign. - GASCON qui est de Gascogne Goasqonn, pl.ed, goasquonnis; Les Gascons, Goasqônis, ar Voasqôned. Soñjomp ivez er Vretoned o deus an anv "Goascogne" da anv familh.
N'eo ket dre ma faot ma n'eo ket bet miret ar soniad /gw/ er yezhoù romanek, cf brezhoneg gwastañ e-keñver ar galleg gâter.--Trec'hlid mitonet 23 Gwe 2010 da 19:38 (UTC)[respont]

Komzomp diwar-benn ar ger "Gwaskogn", peogwir ez eo danvez ar pennad-mañ, ha n'eo ket diwar-benn traoù all. A bep seurt martezeadennoù a c'haller ober met sklaer eo e kaver ar stumm Gwaskogn er geriadurioù brezhoneg a-gozh, ha n'eo ket e geriadurioù Roparz Hemon hepken. E geriadur Gregor Rostren (1723) emañ, skrivet "Goascoign". E geriadur an Tad Juluan Maner (1659) emañ ivez, skrivet "Goascogn", kenkoulz hag e geriadur L'Armerye (1746), skrivet "Goasscoignn". Hag en Dictionnaire étymologique du breton moyen, gant Émile Ernault, e kaver "Goascoingnn" ivez. --Llydawr 24 Gwe 2010 da 10:38 (UTC)[respont]

Kement-se zo mat da c'houzout, ha setu da betra e servij ar pajennoù-kaozeal. Staget em boa Gwaskogn ouzh Akitania, ha ma kaver diazez istorel d'ar ger Gwaskogn e c'houlennan daoust hag unan ken serzh all zo d'an anv Akitania, ha n'em eus ket gwelet e-barzh Gregor, ha perak ne vije ket Akwitania neuze kenkoulz all. Bianchi-Bihan 24 Gwe 2010 da 12:44 (UTC)[respont]