Kaozeal:Gwadeloup

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia


Politikerezh ofisiel


Ur politikerezh ofisiel war ar wikipedia-mañ eo hemañ, bet tizhet un emglev ledan diwar e benn hervez disoc'h ur votadeg.
Pedet eo an holl implijerion/implijerezed da zoujañ dezhi.


Lennit ar politikerezh amañ.


--Neal 19 Du 2006 da 16:49 (UTC)[respont]

Perak Gwadeloup , teir silabenn (ha distagañ "e" evel Menez Bre?) ha nelet Gwadloup, pa ne vez distaget nemet div silabenn ha pa glot gant an anv kreolek ouzhpenn?Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 06:40 (UTC)[respont]

ingal eo din. petra soñj an dud all? met sell da gentañ ouzh istor ar bajenn hag e weli eo bet labourat warnañ gant meur a hini (n'on ket en o zouez d'am soñj) ha betek-hen hini ebet en doa savet ar goulenn-se. ret eo kompren neuze eo reizh ar stumm-se evit an darn vrasañ eus an implijerion ha rankout a ra bezañ miret keit ha ma ne vije ket bet tizhet un emglev all.--Neal 4 Du 2006 da 08:07 (UTC)[respont]

A-du on gant an doare se de labourat. Salv ma vo graet gantañ gant an holl.Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 09:09 (UTC)[respont]

an doare boas da labourat an hini eo. pa sav ur gudenn 8evel ma'z eus bremañ) e vez tabutet ha klasket e diskoulmañ.--Neal 4 Du 2006 da 10:41 (UTC)[respont]

Lamet kuit un tamm arroudenn[kemmañ ar vammenn]

Lamet 'm eus kuit un tamm arroudenn diwar-benn etimologiezh an anv (lezet em eus avat ar meneg e teue eus an arabeg), ablamour n'eo ket un etimologiezh war-eeun:

Ya, a-du gant Bianchi-Bihan: perak Gwadaloup ha pas Gwadloup? Gwadloup a vez graet gant ar vrezhonegerien (e keñver distagadenn dre gomz d'an nebeutañ), hag ouzhpenn-se ez eo ar furm kreolek. Politikerezh ar wikipedia brezhonek a zo doujañ ar muiañ ar gwellañ d'ar furm orin. Setu pa glot gant an distagadur boutinañ e Breizh!... Benoni (Kaozeadenn) 30 Gwe 2007 da 20:14 (UTC)[respont]

Ur gudenn zo e patrom an infobox : eilpennet eo hedred ha ledred (61° 34' 59" Su/16° 15' 00" Reter a laka Gwadloup tost da Antarktika !). 2.13.92.208 12 Ebr 2015 da 08:01 (UTC)[respont]