Kaozeal:Ginea-Bissau

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne gavan ket poellek an anv bet dibabet gant krouer ar pennad:

  • pe e kemerer anv ofisiel ar vro: Guiné-Bissau, splann
  • pe e klasker brezhonekaat, pa ouzer, neuze:
    • lakaomp Ginea,
    • lakaomp Bisao: ne gredan ket e vije skrivet "au" e brezhoneg, nag "ss" e peurunvan.

Un hanter vrezhonekadur eo Ginea-Bissau. Bianchi-Bihan 16 C'hwe 2010 da 03:46 (UTC)[respont]

Savet eo an anv gant div elfenn. Un anv bro + un anv kêr (ar gêr-benn). An anv Ginea a gaver e meur a anv bro all: Ginea ar C'heheder (lavaret e vez ivez Ginea-Conakry evit Ginea ent-berr)... N'eo ket nevez an doare er yezhoù all kennebeut: graet e vez gant Kongo-Brazzaville, Kongo-Kinshasa, Makedonia-Skopje... gant ur bern yezhoù hep na vefe klasket lakaat anvioù ar c'hêrioù da blegañ da reolennoù ar yezh-mañ-yezh.--Trec'hlid mitonet 16 C'hwe 2010 da 08:59 (UTC)[respont]
Evel Paris e-lec'h Pariz gant Skol Diwan Paris. Bianchi-Bihan 16 C'hwe 2010 da 09:14 (UTC)[respont]
Tu 'zo cheñch an anv neuze. Petra 'vefe ar gwellañ, implijout un anv brezhonekaet pe ar stumm ofisiel ? --Y-M D 16 C'hwe 2010 da 13:08 (UTC)[respont]
Lezel evel m'emañ, evel-se eo skrivet war kartenn ar bed gant TES, 'barzh roll an anvioù broioù e Geriadur an Here...--Trec'hlid mitonet 16 C'hwe 2010 da 18:02 (UTC)[respont]
N'eo ket peogwir e lakaer ar gaoz war un anv eo ret hastañ kemm. Kaozeal zo graet evit arguzenniñ, keñveriañ arguzennoù, sklaeraat, klask kompren, kaout alioù. Kemm a vez, pa rank bezañ, pa vez emglev. Bianchi-Bihan 16 C'hwe 2010 da 18:10 (UTC)[respont]