Kaozeal:Ger goulenn

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Skrivet eo bet:

"E yezhoù zo e lavarer e c'haller ober islavarennoù stag gant gerioù-goulenn (The country where he was born, le pays où il est né). E brezhoneg avat e vez gwelet al lavarennoù-se evel islavarennoù-lec'hiañ (Ar vro ma emañ o chom) ha netra ken. Kement-se a deu eus an diouer a c'her goulenn er frazenn vrezhonek kevatal."

N'eo ket reizh kement-mañ rak tennañ a ra ar fed m'emañ un elfenn ur ger goulenn pe get d'he ferzh kevreadurezhel er frazenn, da lâret eo hag-eñ e talvez da sevel ur goulenn pe get. Ne denn ket d'ar stumm/furm. Gwir eo e klota ar stummoù "" ha "where" er frazennoù a-us gant stummoù ar gerioù goulenn, met n'int ket amañ gerioù goulenn dre ma ne dalvezont ket da c'houlenn ta pe dra. ragnvioù stagañ int dres evel "ma" er frazenn vrezhonek. Arabat gwallgemmeskañ perzh (fontion) ha furm (form)

--Neal (Kaozeal) 19 Meu 2007 da 08:58 (UTC)[respont]