Kaozeal:Galleg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

D'en hani ne hra ket 'meit chanjein er pèh em-es skrivet eit er langaj hag er skritur: me ne chanjan ket er pèh 'pes-hui skrivet, perèk 'klasket-hui chanjein me zreu? Hui zo bèr ho chonjeu ken ne hellet ket andur skritur ebet estroh aveit er peurunvan? En dén en-des droèd de skriv èl e fal dehon. Wikipedia zo un ansikolopédi libr, pèh e sinifia é hella verna più skriv èl 'plija dehon. Me n'hoh anmerdan ket dré chanj ho treu, nezen na chanjet ket me ré. En treu-sen n'é ket 'meit resped doh er ré 'ral. Eit en doéré n'ho-pes ket resped doh tud er Morbihan.

Er gaoj "yezh" zo bet kollet guerso-bras er stér "langaj" anehon, ne jervija ket da nitra en tap éndro get en digaré é ma keltiekoh: n'es ket mui dohton bar langaj a-vreman ha chetu tout. Mod'ral hui 'hella skriv ba brehoneg kren pé ba brehoneg koh, bedek gober ! Hui zo ken rasist ma ne fal ket deoh kaout ur gaoj hallek bar brehoneg? Alé 'ta, ur langaj èl er ré 'ral é er brehoneg.

Pe chanjet me zreu hui 'veska me zroienneu get treu brehoneg Léon, pèh 'hra ur meskaj farsus eroalh, mè n'é ket sirius !

Kerhet-hui de zeskein brehoneg er bobl èldein, èl 'vè konzet get en dud o-des en desket ar barlen o mam. Ha pe ouièh guèl brehoneg eidein hui 'po droèd de chanjein me zreu. Mè bedék breman, ne ouiet ket.

ret e vije adober ar pennad-mañ penn-da-benn--Neal 19 Meu 2006 da 12:53 (UTC)[respont]

Bodet em eus an tri fennad disheñvel a oa : Galleg, Galleg (e peurunvan) ha Galleg (e Yezh Gwened). Ha kroget em eus da gempenn an danvez zo dindan an titl Galleg. Labour a chom ! --Llydawr 22 Kzu 2006 da 17:42 (UTC)[respont]

Aet on un tammig pelloc'h, reizhet skritur, neptuekaaet termenoù zo ha savet liammoù. --Fulup 18 C'hwe 2007 da 18:29 (UTC)[respont]