Kaozeal:Galiza

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

(eilet diwar: Kaozeal:Kalaika hag eskemmoù war http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Gad)

Kalaika/Kalaikia/Galisia/Galiza[kemmañ ar vammenn]

Ur fazi splann eo ar ger-se, goulennet em eus e ziverkañ. Bianchi-Bihan 13 Gwe 2009 da 17:58 (UTC)[respont]

N'eus ket ur fazi tamm ebet eus ar stumm-mañ: "Kalaikia" a gaver e geriadur Vallee, ha dindan pluenn aozerien evel Youenn Drezen. N'eo ket savet diwar ar stummoù "Galicia" pe "Galiza" a vez graet gante e kalaikeg er mare a vremañ hag a zo deveret eus al latin GALAECIA, hogen eus ur stumm kent : hini anv ar geoded rakroman Kalaikoi / CALAICI he deus roet hec'h anv d'ar vro hag ar stumm latin kentañ CALAECIA. Ar stumm Kalaika, mistroc'h hag aesoc'h da zistagañ moarvat, a zo an hini a vez graet gantañ gant K. Kedez. Savet eo e doare hini Valee, war-bouez an dibenn. Daou dibenn disheñvel a gaver e Kalaikeg a vremañ ivez, nes kontañ an henstummoù a vez graet gante a-wezhioù gant lenneien ar c'halaikeg. ("Armórica galaica" a gaver, lakaomp dindan bluenn Claudio Rodríguez Fer — "galaica" implijet aze evel anv gwan da heñvelster "galega" hogen gant un arliv disheñvel.) Da envel ar vro a vremañ eo bet implijet ar stummoù Kalaikia ha Kalaika gant ar skrivagnerien, ha n'eo ket da envel ar Proviñs roman hepken. N'haller ket diverkañ eus ar yezh ar stummoù bet implijet gant brasañ skrivagnerien ar brezhoneg. Gad 14 Gwe 2009 (UTC)
Da gentañ-holl e vefe gwell sinañ ar pezh a skriver. A-hendall e vefe ret anzav e c'hellfe faziañ skrivagnerion 'zo, kea? Daoust ha ma c'hellje bezañ bet implijet tra pe dra war an dachenn lennegel n'eo ket abalamour da se ma rankfe lakaat da vat war an dachenn skiantel/holloueziadurel. Disheñvel-krenn eo "Galiza" diouzh "Gallaecia". Pe marteze e vefe ret ivez ober gant "Lutetia" (brezhonekaet "Loutetia"?) hag "Albion"?? Diverket eo bet adarre gant an adkas doubl bet krouet war un dro. Mar fell dit menegiñ ar stumm-mañ e korf ar pennad "Galiza", gra evel-just, en ur reñ an daveoù a fell dit. Mar vo adsavet ar pennad adarre ganit gant an hevelep titl e ranko bezañ stanket da IP. A galon, Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2009 da 10:31 (UTC)[respont]
Digarezit ma n'am eus ket sinet ar gaozeadenn a ziwar Kalaika : n'am boa ket kavet penaos en ober. hogen dindan va anv implijer Gad am eus savet al linnennoù am eus skrivet er gaozeadenn. Aes deoc'h gouzout eta n'eo ket dre guzh am eus graet. Chom a ran nes kompren perak ne vefe ket degemeret da adstumm stummoù lennegel a zo diazezet mat e skridoù skrivagnerien a-bouez en hor yezh. Unan a lenno Youenn Drezen, lakaomp, hag a glasko titouroù war ar vro emañ o komz diouti, perak ne gavfe ket ? Daou anv a zo da c'halaika e Kalaikeg. Ha chalus e vefe he defe ar vro-se meur a hini e brezhoneg ? Gad 14 Gwe 2009 da 13:00 (UTC)[respont]
Da gentañ-holl: bez' e c'hell pep implijer/ez krouiñ meur a gont disheñvel, met n'hall ket o implijout evit margodenniñ. Mar bez implijet ar gont-mañ'r-gont evit margodenniñ e rank bezañ serret an holl gontoù liammet outi. Ne gomprenan ket perak ec'h eus krouet kement-se a gontoù? Iskis e kavan goût krouiñ kontoù ha chom hep goût sinañ... Da eil, ne denn ket an afer-mañ d'ar fed m'ac'h on chalet me gant Kalaika pe get, met ret eo derc'hel soñj eus ar pennaennoù diazez, en o zouez: n'eo ket ar wikipedia ur geriadur (ul lec'hienn resis all ez eus). Mar fell dir menegiñ ar stumm "Kalaika" e korf ar pennad "Galiza", kudenn ebet. Arabat avat adsevel ar pennad-se bet diverket dija ha ne oa anezhañ nemet un adkas (hag un adkas doubl goude bezañ bet adsavet ganit ar wezh diwezhañ). Da drede, arabat kemmañ "Galiza" e "Kalaika" e korf pennadoù all evel m'eo bet graet dija. Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2009 da 11:16 (UTC)[respont]
Pet meneg a gaver eus Kalaika e brezhoneg? Unan gant youenn Drezen? Pet all eus Kalaikia? 193.52.64.243 14 Gwe 2009 da 11:25 (UTC)[respont]
  • A-du gant Neal: ar stummoù lennegel zo un dra a c'hall bezañ lakaet er pennad, n'eus ket d'ober anvioù pennadoù ganto.
  • Kalaika a vije neuze ur stumm ijinet gant Kouli Kedez? N'eo ket abeg a-walc'h d'e lakaat da anv ur pennad. Ma vije savet ur pennad evit kement ger ijinet gant KK ne vije ket un holloueziadur ken met ur geriadur lennegel, a c'hall bezañ graet er-maez eus hor wiki-ni.
  • Kalaikia zo bet ijinet gant Vallée, ne vez ket implijet ken, mat pell zo.
  • Ar pennad "Gallaecia" avat a chom da grouiñ.
Bianchi-Bihan 14 Gwe 2009 da 12:44 (UTC)[respont]
"Kalaikiad" a gaver e Sizhun ar breur Arturo gant Youenn Drezen (p.24 ademb. Al Liamm, 1990 — embannadur kentañ Al Liamm 1949), diwar stumm diazez Kalaikia a gaver e geriadur Vallee eza. Kalaikia c'hoazh dindan bluenn P. Drenez en ur pennad bennak a-ziwar Manuel María. An adstumm Kalaika a vez graet gantañ gant Kedez a zo stummet ken mat all. Evit envel ar vro a vremañ eo bet implijet ar stummoù-se ha neket evit ar rannvro roman. Mar fell da unan ober un diforc'h etre "Galaecia" ha "Galicia" e c'hello atav ober gant ar rakger hen- pe gant an anv latin m'emañ o komz eus ar proviñs roman. N'on ket bet o klask pelloc'h met gall a rafot ober : Valee, Hemon, Drezen : trawalc'h evit prouiñ un implij lennegel, ha koshoc'h an implij-se eget hini ar stumm "Galiza" e brezhoneg. Met gall a rafec'h enklask pelloc'h hag e vefe kavet skrivagnerien anavezet sur. Mat eo degemer stummoù nevez, met n'emeur ket o vont da gorbellañ hor lennegezh evit-se, a gav din, ha lakaat pozioù hor lenneien wellañ da vezañ "fazioù", alato! Bremañ m'eo lañset brav an tabut er stumm a zoare, mar plij ganeoc'h lemel an evezhiadenn displijus a zo bet lakat e lein ar bajenn-mañ. Ho trugarekaat en a-raok.Gad 14 Gwe 2009 da 15:55 (UTC)[respont]
Eus peseurt kontoù ken niverus-se emaoc'h o kaozeal? Gad 14 Gwe 2009 da 16:03 (UTC)[respont]
N'eo ket "Galiza" ur stumm nevez: degemeret eo bet e brezhoneg diwar unan eus an daou stumm galizek orin ofisiel "Galiza" (hag ivez "Galicia" o klotaat gant ar spagnoleg) dres evel m'eo bet degemeret, pe a rankfe bezañ degemeret d'am soñj-me d'an nebeutañ, stummoù ofisiel all evel, da skouer, Mumbai kentoc'h evit Bombay daoust ha ma c'hellje bezañ bet graet nouspet gwezh gant ar stumm Bombay el lennegezh vrezhonek. Faziañ a c'hell ar skrivagnerion, ha d'am soñj eo ur fazi en doa graet Vallée oc'h ijinañ ar stumm brezhonekaet-se ha neuze e lakaat da vezañ kevatal ouzh ar vro a-vremañ. Ha goût a ouie pe hini eo anv ar vro e yezh ar vro-se? A galon, Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2009 da 14:33 (UTC)[respont]
Bez ez eus eus Galiza ur stumm nevez e Brezhoneg. Gant Roparz Hemon (emb. Al Liamm, 1978) e vez kavet Kalaikia ivez. Hogen gant Roparz Hemon adwelet gant Ronan Huon (emb. Al Liamm 1998) e kaver Galikia evit "Galicie" (Polska) ha Galisia evit "Galice", diouzh ar stumm ofisiel nemetañ e kalaikeg er mare-se (betek 2003, 'm eus aon). Er roll anvioù divoutin e kaver Galiza avat. Moarvat ne oa ket poellek-tre reizhadennoù R. Huon... N'eo ket ur fazi o deus graet Vallee, Drezen, hag Hemon, un dibab ne laran ket. Gall a raer ober dibaboù all, met n'haller ket lakaat da fazi an dibab bet graet gant brasañ skrivagnerien ar yezh kalz a-raok d'ar stumm lakaet da stumm reizh nemetañ ganeoc'h degouezhout en hor yezh. Met piv oc'h c'hwi, Neal, evit lakaat ho tibaboù broadelour a-us eus re hor lenneien pouezusañ ? Pennreizher ar Wiki ? Petra eo a gont avat : lakaat ar ouiziegezh da vont war raok er rouedad pe lakaat ar stummoù lakaet "reizh" ganeoc'h da vezañ trec'h, ha pa vefe a-enep d'an hengoun lennegel, d.l.e. a enep ar sevenadur ? Gad 16 Gwe 2009 da 14:24 (UTC)[respont]
Ya, ne oa ofisiel e galizek nemet ar stumm spagnolekaet "Galicia" betek ma oa bet adwelet reolennoù-skrivañ ofisiel ar yezh. Ha neuze? "Galiza" eo ar stumm hengounel ha koshoc'h, implijet ez-istorel gant ar galizeg-portugaleg hag abaoe atav gant ar portugaleg unvan.
Piv on-me, a c'houlennez. Aes-tre: unan eus ar verourion (an hini oberiant nematañ abaoe un frapadig) hag ivez ar bureviad nemetañ. Ha penaos on deuet da vezañ? Dre vouzhiadeg. Da lâret eo eo bet fiziet ennañ gant an darn-vrasañ eus an implijerion/ezed kas da-benn kargoù ur merour: en o zouez doujañ d'ar pennreolennoù (da skouer, n'eo ket ar Wikipedia ur geriadur).
Kudenn ebet evit mennegiñ ar stumm "Kalaika" e korf ar pennad "Galiza", implijet ar stumm-mañ evit titl ar pennad pennañ peogwir eo hemañ an hini e vez implijet hiziv gant an darn-vrasañ a dud er yezh unvan (stumm kavet e geriadur An Here, da skouer)
Arabat mont re ball ganit. Prest on da gaozeal ha da selaou arguzennoù a bep suert. Berr eo deuet ma fasianted en amzer-mañ, avat, ha stanket e vo an implijerion/ezed a gav dezhe gwell tagadennoù personel. Da lâret eo, broadelour pe get, n'en deus ma savpoent politikel netra da welet gant an tem-mañ. Lakaet out bet war evezh dija evit da emzalc'h (ha n'eo ket abalomour d'ar fed ma tibabez ober gant an eil stumm pe egile, moarvat). Neal (Kaozeal) 16 Gwe 2009 da 13:22 (UTC)[respont]

Un ali personel eo lavarout eo stummet mat ijinadenn KK, Kalaika. Ne gavan ket. Ma vije ken mat ne savje kudenn ebet. Gwelloc'h e kav an dud ober gant an anv a vez implijet gant tud ar vro-hont, e-lec'h gant un anv latin damvrezhonekaet. Sed ar wirionez. Neuze, laoskomp ar stummoù lennegel personel er skridoù lennegel, menegomp anezho en ur rannbennad, gant an daveoù resis, hag echu dre eno. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2009 da 13:31 (UTC)[respont]

A-du ganit. Neal (Kaozeal) 16 Gwe 2009 da 14:31 (UTC)[respont]
N'eo ket seder an tabut, a welan. Evidon-me ne vagan ket ho tispriz evit hor lenneien, skrivagnerien ha yezhoniourien hag o dibaboù (na anvfen na fazioù na ijinadennoù. Padal ez eo arabat tagañ, kea... Un nebeut resisadennoù avat. 1. An termen "Galicia" a zo testenniekaet mat e yezh Kalaika abaoe ar grennamzer, ha daoust m'eo bet degemeret en-dro er mare a-vremañ ar poz "Galiza" e lizhiri Kalaika, e van Galicia ar stumm muiañ implijet koulz dre gomz ha dre skrid e yezh ar vro-hont[1] 2. N'eus ket eus Kalaikia ur poz latin alato, ha dres ez eo diazezet ar stumm brezhoneg-mañ war ar menegadennoù abretañ ha rakroman kentoc'h ![2]. 3. N'am eus kavet testenni ebet eus ar stumm "Galiza" e brezhoneg a-raok 1996 ma krog da vezañ implijet e kalaouennoù Hor Yezh hag Al Liamm dindan pluennoù kelennerien-veur Roazhon2, ha da heul e teu war wel e geriadur an Here. Nevez-flamm eo ar stumm-se e brezhoneg eta e keñver Kalaikia. E troidigezhioù Yann Jaouen, renet gant Per Denez, ha sevenet a raok 1973, met embannet e 1996 hepken gant Hor Yezh, e ra an embanner gant ar stumm "Galisia" da ginnig an destenn pand e ra hounnezh gant Kalaikia atav, hag e kaver meneg eus an hevelep troidigezh c'hallek Heures galiciennes dindan ar stumm Eurioù galisian gant an embanner ha Eurioù Galaïka e rakskrid Per Denez. Gant hor stumm klasel Kalaikia an hini e oa bet graet ingal gant an troour yaouank avat. Notenn ebet da zisplegañ an dibaboù-se el levr. Gad 4 Her 2009 da 13:00 (UTC)[respont]
Seder a-walc'h ganin atav. N'eo ket ken seder all an afer amañ er Galiza avat, un tammig ma vefe kinniget ober gant ar stumm "berton" lakaomp e lec'h "brezhoneg" diwar digarez ma vefe deuet da vezañ ar stumm "muiañ-implijet". Arabat krediñ pep tra a skriver ivez hep mont da sellet da gentañ gant piv eo bet skrivet hag hep sellet un tammig pelloc'h. N'eo ket neptu na tamm ebet nag "La Voz de Galicia" nag an ILG-RAG bet savet gante an destenn ma reer dave anezhi. Setu an daveoù klok diwar ar wiki e galizeg evit a neb a c'hellfe bezañ dedennet gante:
"Galicia constitúe o único topónimo oficial: La Voz de Galicia, 8 de xuño de 2008. Segundo as Normas Ortográficas e Morfolóxicas do Idioma Galego: "Teñen terminación -cia, entre outros, acacia, ..., etc. Entre estas palabras está Galicia, voz lexítima galega, denominación oficial do país e maioritaria na expresión oral e escrita moderna. Galiza é tamén unha forma lexitimamente galega, amplamente documentada na época medieval, que foi recuperada no galego contemporáneo. NOMIG 20º edición ISBN 84-87987-51-6 Páxina 56."
"O termo Galiza, segundo as Normas Ortográficas e Morfolóxicas do Idioma Galego da Real Academia Galega do ano 2003, acéptase para referírmonos á Comunidade Autónoma de Galicia (mantendo esta última como forma recomendada), xa que a pesar do estabelecido nas NOMIG, que xunto co VOLG son os únicos textos con carácter normativo para a lingua galega (Ver lei de normalización lingüística), sobre o carácter equivalente dos termos Galicia e Galiza, o Estatuto de Autonomía, di, no seu Artigo 1. 1. Galicia, nacionalidade histórica, constitúese en Comunidade Autónoma...polo que este é o nome oficial da comunidade autónoma."
"Mantense Galicia como voz lexítima, denominanción oficial do país e forma maioritaria na expresión pral e escrita moderna". Galiza considérase tamén unha forma lexitimamente galega, amplamente documentada na época medieval, que foi recuperada no galego contemporáneo", As normas ortográficas e morfolóxicas da lingua galega Edicións do Cumio 2003 (paj. 220, Kraf: "Diferenzas e cambios máis notables entre a normativa oficial actual e a anterior", Mellad 8.7)"
A-hendall, o kinnig emaout ivez ober gant an daoubik-se da heul skouer P. Denez? Ha m'eo ober gant ar stumm muiañ-implijet an abeg pennañ hervezout evit dibab etre an eil stumm hag egile, marteze e vefe ret ober gant "Galiza" e brezhoneg, dre m'eo hennezh ar stumm a gaver e Geriadur An Here, implijet, d'am soñj, er skolioù brezhonek, da lâret eo al lec'h ma gaver an darn vrasañ eus a dud a c'hellfe kozm hiziv diwar-benn Galiza e brezhoneg. Faziet a c'hellan bezañ, evel-just. Met pa a dalc'her kont eus ar stummoù "muiañ-implijet" e reankfer ober marteze gant Galisia e Bro-Vask... E galleg e klever ivez alies (aliesoc'h eveit "Galice" marteze) komz eus "Galicie". Hag un abeg mat e vefe evit ober gant ar stumm faziet-se? A galon, Neal (Kaozeal) 4 Her 2009 da 13:28 (UTC)[respont]
N'em eus ket komzet eus ar muiañniver, salokras, hogen eus an hengoun lennegel hag eus dibaboù lenneien ar brezhoneg. Hag n'eo ket peogwir e venegan ur stumm e kinnigan ober gantañ. Aesoc'h eo chomm nes rein skouer na brouenn ebet eus ar pezh emeur o tabutal warnañ. Evit ar pezh a zo eus geriadur An Here, estreget an dave-se a zo, ha pa vefe er skolioù. E-keñver hoc'h implij deoc'h c'hwi, diwallit m'eo direizh lakaat ar ger-mell dirak stummoù lennek anvioù ar broioù: n'eus nemet dirak ar stummoù amprestet d'ar gallek e c'heller ober gant ar ger-mell: Iwerzhon / an Irland, Bro-Saoz / an Angleter, Normandia (implijet nebeut) / an Normandi, h.a. Neuze pe e vefe Galiza pe Galisia pe Kalaik(i)a, ez aio hep ger-mell. N'eus nemet ar stumm "Galis" a vefe lakaet ar ger-mell dirak. Evit a-sell ouzh ho menegadennoù, ne gav ket din e tegasfe kalz tra en tabut brezhonek lakaat anezhe aze nes treiñ na diverrañ pa oa bet lakaet ul liamm davite ganin endeo. Dreist-holl mard eo evit lavaret n'int ket daveoù mat, kea. N'eo ket neptu al lezenn, moarvat, met reoliekaet ez eo ar c'halaikeg gant al lezenn-se avat. N'am eus ket kavet alies bugale ar skolioù oc'h ober anv eus Kalaika e brezhoneg, met e c'hellan lavaret deoc'h em boa gwelet ar stumm Galisia war garetenn vrezhonek broioù spagn e kaieroù spagnoleg skolajidi Diwan. Ar stumm "Galicia" a zo testenniekaet mat e kalaikeg abaoe ar Grennamzer, evel am eus laret c'hoazh. Diaes —ha disprizius— eta lakaat keñver-ha-keñver gant ar stumm "beurton" e brezhoneg, a gav din. Rankout a rafe sederaat Kalaikiz gant an afer-se avat : un arouez toull. Daou zoare a zo er yezh lennegel e kalaikeg ha mat pell zo. Gant meur a aozer e vez graet gant an daou stumm zoken, er mare-mañ. Lakaat da fazi unan anezho en arbenn ma klod gant ar spagnoleg (pe kastilhaneg) ha neket gant ar portugaleg (pe louzitaneg), daoust m'eo testenniekaet gwell a-gozh hag a-nevez a seblant din diboell. Kalz pouezusoc'h e seblant din labourat war binvidigezh ar yezh eget dibab ur banniel evit ur meni brezel-diabarzh aner. Breizh, an Arvorig, Ledav, Breizh-Izhel, ar Beurtagn, pe Bejijel zoken a c'hell bezañ kavet en hol lizhiri gant ur ster damheñvel. Evel-just ez eo disheñvel tachenn pe live yezh pep ger. Tud 'zo a hunvre gant ur yezh unvan e vije kavet ur stumm hepken da bep poz hag ur ger hepken da bep menoz. An hini a oar lenn ha komz ha soñjal ha skrivañ n'hall ket monet war an hent-se, razas. Re a nerzh e vez lakaet da "reizhañ" (ha skarzhañ stummoù lakaet da fazi) re nebeut er c'hrouiñ ha pinvidikaat ar yezh. Aesoc'h eo d'an nevezyezherien ober gant nebetoc'h a c'herioù hag a stummoù, kea. Diasoc'h labourat war an arlivioù hag an arsterioù... Gad 4 Her 2009 da 18:00 (UTC)[respont]
Arabat fuloriñ, memestra. Er poent 1 bet skrivet ganit (d'am soñj) e c'heller lenn: "e van Galicia ar stumm muiañ implijet koulz dre gomz ha dre skrid e yezh ar vro-hont". Marteze e komprenan fall, met din mat e ra dave ar frazenn-mañ da'ar stumm implijet gant ar muiañ-niver. En eil poent, ec'h eo gwir, e vez meneget ganit abegoù o tennañ d'al lennegezh e brezhoneg. Respont am boa graet d'ar poent kentañ.
Ne welan ket perak e vez disprizius keñeveriañ ar stumm spagnolekaet "Galicia" gant ar stumm gallekaet "beurton". Rak ur stumm spagnolekaet ez eus anezhañ daosut ha m'eo bet implijet abaoe un toullad mat a vloavezhioù, disheñvel diouzh ar stumm "Galiza" diorroet war-eeun hervez patromoù etimologel ar galizeg-portugaleg (evel m'eo bet anavezet bremañ, a-benn ar fin, o tegemer ar stummoù "espazo", "diferenza" h.a., bet implijet betek 2003 ez-ofisiel ar stummoù spagnolkaet).
Marteze a-walc'h e vez kavet ar stumm "Galisia" e brezhoneg, diwar levezon ar galleg ha marteze peogwir ne ouzer ket ez eus eus ar stumm "Galiza". Sur mat e kaver kartenn skrivet warne "La Coruña" hag "Orense" ivez, pe c'hoazh "Bombay" ha "Calcutta"... Hag abalamour da se eo ma rankfer ober gante?
Stummoù ijinet eo Mumbai ha Kolkata e brezhoneg, ha sur mat e vefe tu da gavout ar stummoù Bombay ha Calcutta bet implijet a-raok. N'eo ket evidon-me atav un abeg mat evit o implijout avat.
N'eo ket afer "huñvre ur yezh unvan": un afer dibab an hini eo. Dibab a c'heller ar stumm testeniekaet en un nebeud skridoù lennegel ha dizimplij a-walc'h dre vras; ober gant ar stumm spagnolekaet, ofisiel ivez e Galiza, pe c'hoazh gant ar stumm tostañ ouzh diorroadur naturel ar yezh orin, degemeret da stumm ofisiel ivez abaoe 2003 hag implijet er geriadur brasañ unyezhek nemetañ (fazioù ennañ ivez, evel-just, evel da skouer lakaat A Coruña da gêrbenn Galiza p'am bez soñj mat).
Ne welan ket e pelc'h emañ an dalc'h -benn ar fin. Trwalc'h e vefe d'am soñj sevel un adkas diwar ar stumm(où) "Kalaik(i)a" ha "Galisia" o kas d'ar stumm nemetañ implijet er geriadur unyezhek nemetañ ha menegiñ ar stummoù-se e korf ar pennad.
Diouzh ma ferzh n'eus netra ken da lâret. Marteze e fell da dud all reiñ o soñj, pe marteze eo mat dezhe leuskel an traoù evel m'emaint. A galon, Neal 4 Her 2009 da 17:09 (UTC)[respont]
N'on ket fuloret tamm ebet. Ne oa nemet ur vurutelladenn. A-sell ouzh ar brezhoneg eo e lavaren ne gomzen ket eus ar muiañniver —ha ne ra na gant Kalaik(i)a na gant Galiza, na c'hoazh gant Galisia, 'm eus aon. Forzh penaos n'haller ket stlepel kuit ar yezh dre gomz eus kennebeut. Beurton a zo deut diwar ar galleg pe ar gallaoueg, Galicia avat n'eo ket deuet diwar ar c'hastilhaneg, pe e vefe dav prouiñ kement-se din. En "diorroadur naturel ar yezh orin" evel a lavarit, ez eus eus ar stummoù e -io pe -ia e kalaikeg abaoe ar Grennamzer. Diorroadur ar c'halaikeg n'eo ket tre hini ar portugaleg, salokras. Gouzout a raer a-walc'h ne oa ket stabil traoù 'zo e yezhoù latin ar Grennamzer hag o deus gallet stabilaat e doareoù disheñvel diouzh ar yezh pe ar ranyezh. E kalaikeg ez eus traoù a zo stabilaet en un doare disheñvel eus al louzitaneg, hag a c'hell klotañ gant ar c'hastilhaneg, ha n'eo ket diwar levezon ar c'hastilhaneg atav. Evit plijout d'al louzitanourion an hini eo bet degemeret stummoù evel espazo, estudo, h.a. Evel-just ez eus un hengoun tostaat eus al louzitaneg ha pellaat eus ar c'hastilhaneg el lizhiri kalaikeg. Ne dalvez ket e vefe pep stumm a glot gant ar c'hastilhaneg da lemel kuit eus ar yezh. Galiza n'eo ken un arouez politikel evit broadelourion 'zo.
Trawalc'h e kave din —me ivez— krouiñ un adkas adal ar stummoù Kalaika, Kalaik(i)a [ha Galisia war ar marc'had, ma faot deoc'h (diwall ma c'hell daveiñ d'ur rannvro polonat)]. Sed ar pezh am boa graet, dres, met lemet eo bet kuit ganeoc'h ha trapenn da se, ouzhpenn, ho peus lakaet un evezhiadenn vezhekaus din e lein ar bajenn-mañ. Mar gell Tata Vallee ha Ropaz Hemon faziañ, hervezoc'h, moarvat e vefe dav asantiñ e c'hell geriadur unyezhek An Here faziañ ivez, pe da nebeutañ, na vezañ an dave nemetañ. Trugarez deoc'h, atav, da aotren ac'hanon da sevel an adkasoù a-nevez eta, aotrou merour. Gwelet a ran ez oc'h digoroc'h a spered eget na hañvale kent. Gwellañ gourc'hemennoù a boellad hegarat. Gad 4 Her 2009 da 20:00 (UTC)[respont]
Setu un daveenn all evit a-sell ouzh daou anvadur Kalaika e kalaikeg, hag ouzh orin ar ger, war ar wikiziadur kastilhanek : http://es.wikipedia.org/wiki/Galicia#Denominaci.C3.B3n
Gad 4 Her 2009 da 20:20 (UTC)[respont]

Notennoù[kemmañ ar vammenn]

  1. http://gl.wikipedia.org/wiki/Galicia#cite_note-0
  2. http://www.celtiberia.net/articulo.asp?id=2035

Diskoulm[kemmañ ar vammenn]

(Kregiñ a ran gant ur rann nevez evit aesaat al lenn)

Atav eo bet digor ma spered. Graet e voi gant an adkasoù neuze. Dit-te sevel ur rannig-skrid da ouzhpennñ e korf ar pennad "Galiza" neuze mar fell dit atav ha ma n'eo ket bet graet dija.

A-hendall e kavan e komzez un tammig re vuan eus "louzitanourion" ("lusistas") 'michañs. Implijet e vez ar ger dismegañsus evit komz eus tud zo hag a difenn un hent disheñvel diouzh an hini bet lakaet da ofisiel da unvaniñ ar galizeg a-vrema, graet oute o-unan "reintegracionistas". Luziet-tre eo an afer-se ha n'eo ket splann all evel ma ouzez mat a-dra sur. Evel-just eo bet disheñvel diorroadur ar yezh Galiza diouzh Portugal (ha diouzh hini Brazil ivez..), dreist-holl peogwir eo bet levezonet gant ar spagnoleg... Gant yezhoù all eo bet levezonet ar portugaleg ivez, ha n'eo ket ur yezh c'hlann anezhi ivez (dreist-holl gant ar saozneg hag ar galleg...). Neal (Kaozeal) 4 Her 2009 da 19:00 (UTC)[respont]

Trugarez evit an evezhiadenn, met komz a ran kalaikeg koulz ha c'hwi ha kompren a ran a-walc'h eus petra a zo kaoz pa raer anv eus "lusistas" ha "reintegracionistas". Gouzout a ran ivez n'eo ket unvan-tre an emsav-se. Din-me e talvez ur studiadenn dudoniezh atav.
A-hend-all, e kav din e tlefe en em gavout an tabut a-ziwar ar poz Kalaika war bajenn gaozeadenn ar ger Galiza kentoc'h eget amañ. Gad 4 Her 2009 da 21:25 (UTC)[respont]
A-du evit dilec'hiañ ar gaozeadenn-mañ mar fell dit. Kroget e oa bet amañ ha kendalc'het amañ da c'houde. Mar gwell e vefe evel-just he c'has d'ar bajenn-gaozeal stag ouzh ar pennad Galiza. Gra te avat, ret ne blij ket din diverkañ traoù diwar pajennoù personel implijerion/ezed all.
N'ouzon ket hag-eñ ec'h ouzez galizeg koulz ha me, rak n'ouzon ket na tamm ebet piv out... Met, n'eus forzh penaos ne vern ket din hag-eñ e ouzez galizeg pe get. N'em seus bet bet soñj bet tamallet dit un dra bennak er c'heñver-se. Maouzez galizeg ken koulz all, avat, e kavan skañvoc'h c'hoazh implijout gerioù diprizius evel "louzitanourion"...
A galon, Neal (Kaozeal) 5 Her 2009 da 06:09 (UTC)[respont]
Mat evit ober va-unan, eta. Deoc'h c'hwi avat da dennañ, mar plij, an evezhiadenn ho peus lakaet din evit bezañ bet lakaet un adkas a anzavit bremañ ez eo koulz lakaat.
Graet Graet. Neal (Kaozeal) 5 Her 2009 da 14:07 (UTC)[respont]
Louzitanour n'eo ket disprizius muioc'h eget adenframmour, hogen gwir eo e vez graet un diforc'h etre an daou, hag ouzh ademframmouriezh an hini e taveen kentoc'h. Hogen e raer anv ivez eus luso-reintegracionismo, dre vras. Er ster-se an hini am boa implijet ar ger louzitanour, daoust ma ne vefe ket peurreizh, peogwir ez eo kalz aesoc'h da gompren da betra e tave evit ar vrezhonegerion. Chom hep ober an diforc'h-se an hini eo ho peus kavet disprizius, moarvat. Gwelloc'h ober un diforc'h sklaer eta, ha diforc'hiañ an termennoù. Luziet a-walc'h e kavan an traoù e spered an emzaverien e Breizh, titouret ma vezont re alies gant nevezyezherien emsavoù politik muioc'h eget gant yezhourien strizh.
Piv a ra kentoc'h gat "luso-reintegracionismo". Peurliesañ e vez graet "reintegracionistas" oute o-unan (ha n'eo ket ar re a ra gant doareskrivañ AGAL pe hini Portugal/Brazil nemetken). "Lusistas" a vez graet oute gant an dud difennet gante ur savboent all (hini an "isolacionismo") evit klask lakaat da grediñ eo ar portugaleg a fell dezhe lakaat e plas ar galizeg "gwirion". Komzet e vez ivez gant lod eus "galego satelizado" pe c'hoazh gant "galego-español" evit komz eus galizeg an ILG-RAG. N'eo ket termenoù neptu anezhe a gwell e ober gant termenoù all d'am soñj (aet on sot gant an douchennaoueg-mañ!). Neal (Kaozeal) 5 Her 2009 da 14:07 (UTC)[respont]
Evidon ec'h anavezan a-walc'h ar portugaleg hag ar c'hastillaneg e-touesk yezhoù latin all, hag em eus studiet a-walc'h a yezhoniezh evit kompren ne oa ket dav displegañ pep diforc'h etre kalaikeg ha portugaleg dre levezon ar spagnoleg, ar pezh a vez graet kalz re. Anat pa seller spizh ouzh an henstummoù boutin da veur a yezhoù latin all ez eo dav degas prouennoù a-raok lakaat ur stumm aet diwar-wel e louzitaneg a vremañ da vezañ deuet diwar levezon ar c'hastilhaneg war zigarez ez eo boutin dezhañ. A-sell ouzh ar stummoù e -ia ha -io a-enep -a ha -o, ez eo sur e veze graet gant an daou e kalaikeg-louzitaneg a-gozh. Ne oa ket dav d'ar c'halaikeg a vremañ bezañ dibabet an hevelep stummoù gant ar portugaleg pa n'eo ket bet reoliekaet hennezh diwar ranyezhoù an hanternoz tamm-ebet. Ar pezh a c'heller lavaret hepken eo e oa bet diaesaet kalz levezon portugaleg ar c'heistez war ar c'halaikeg hag aesaet levezon ar c'hastilhaneg gat an istor. Ne dalv ket e c'hellfer displegañ pep perzh a ziforc'h ar c'halaikeg eus ar portugaleg dre levezon ar c'hastilhaneg ha pa en em gavefe gant perzhioù heñvel. Kement-se a vefe boutinachoù diwar gredennoù politik, ha n'eo ket yezhoniezh atav. Gad 5 Her 2009 da 12:30 (UTC)[respont]
Studiet ganin ar yezhoniezh ivez ha kaozeet ganin meur a yezh romanek ivez, ha d'am soñj e vefe gwall diaes lakaat un diforc'h kensplann all etre diorroadur ar yezh hag ar c'hedennù politikel, seul wezh p'emeur o komz diwar-benn dibaboù bet graet evit sevel ur yezh lennegel unvan. Degemeret gwezhall ar stum "alomenos ivez, da skouer, implijet stank er yezh komzet ha lakaet da lenegel Levezon sklaer ar spagnoleg d'am soñj (difennet eo bet diwar an abeg-se) Neal (Kaozeal) 5 Her 2009 da 14:07 (UTC)[respont]
Lod a zifenn ar portugaleg lennegel evel yezh lennegel ar c'halaikeg ivez, d'ar re se e taveer pa raer anv eus Louzitanourien. E-touesk an adenframmourien ez eus meur a duadur ha meur a luskad.
N'emañ ket tre evell-se an traoù. Gwir ez eus lod a difenn implijout doare-skrivañ hag ar c'heriaoueg portugalek/brazilek evel diazez ar yezh lennegel unvan, implijet gante ivez elfennoù galizek. Ne reont ket "lousitanaerion" anezhe o-unan ivez d'am soñj. Un doare all an hini eo da welet ar galizeg-portugaleg. Klasket e vez ivez gante ma vefe degemeret stummoù galizek er yezh c'halizeg-portugaleg boutin. "galizitanerion" a vefe anezhe ivez neuze. E gwirionez e tenn an "adenframmouriezh" kentoc'h d'an doare da welet an traoù kentoc'h evit d'an doare-skrivañ. An dud a implije ar "mínimos" a ra hiziv kentoc'h gant an doare ofisiel bet adwelet, met menel a ra an dud-se "adenframmourion/ezed" hervez o doare da welet an traoù. Enfiñ, gant ar c'haoc'h ma vez taolet warnomp d'ar mare-mañ pa glaskomp implijout ar galizeg en un doare reoliek e kavan gwell lakaat ma strivoù-me da dalvezout war dachenn ar stourm kentoc'h evit hini ar pismigañ (ne lâran ket evit a sell ouzhit, met dre vras dre ar vro-mañ) diwar-benn an doare da skrivañ ar ger-mañ'r-ger. 83.165.108.154 5 Her 2009 da 17:26 (UTC)A galon,[respont]
Eveljust e vez stag dielfennadur ar yezh ouzh ur savboent politikel. Pellaat reoliekadur ur yezh bihanniver eus ar yezh muiañniver a laka wask warni a hañval din bezañ reizhek. Hogen lakaat pep perzh boutin ganti da vezañ ur gontammadur nes prouenn –ha gant prouennoù kontroll zoken– a hañval din bezañ un doare amskiantel a-grenn. Gad 5 Her 2009 da 17:40 (UTC)[respont]

Levrlennadurezh[kemmañ ar vammenn]

Setu un nebeud levrioù a c'hellfe plijout dit, hep ma rankfes bezañ a-du gant ar pezh a skrivont evel-just:

  • AGAL. 1985. "Estudo crítico das normas ortográficas e morfolóxicas do idioma galego". A Coruña: Associaçom Galega da Língua (diell war ar genwiadenn)
  • Carvalho Calero, Ricardo. 1990. "Do galego e da Galiza". Santiago de Compostela: Soutelo Blanco
  • Freixeiro Mato, Xosé Ramón. 1999 (3de embannadur). "Lingua galega: normalidade e conflito". Ames: Laiovento
  • García Negro, María Pilar. 2009. "De fala a lingua: un proceso inacabado". Ames: Laiovento
  • Gil Hernández, António (ed.). 2009. "Galiza: Língua e sociedade (XIX ensaios). Santiago de Compostela: Academia Galega da Língua Portuguesa
  • Monteagudo, Henrique (embann.). 1995. "Estudios de sociolingüística galega. Sobre a norma do galego culto". Vigo: Galaxia
  • Rodríguez, Francisco. 1998 (4vet embannadur kresket) "Conflito lingüístico e ideoloxia na Galiza". Ames: Laiovento
  • Rodrigues Fagim, Valentim. 2001. "O galego (im)possível". Ames: Laiovento

Daveennoù all diwar-benn ar stummoù "Galiza" kv. "Galicia":

  • AGAL. 2008. "Ditame conjunto sobre o nome Galiza" (war linenn)
  • Gil Hernández, António. 2008. O nome da nosa terra: Galiza ou Galicia (war linenn)
  • Vieiros. 2008. "Galiza-Galicia: O conto de nunca acabar" (war linenn)

A galon, Neal (Kaozeal) 4 Her 2009 da 18:50 (UTC)[respont]