Kaozeal:Frank Zappa

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ur fan touet a Zappa hag ur brezhoneger embarzhet emaon, hag en anv eus se e klemman diwar-benn ar pennad-se, ma c'hellan gervel an DRA-SE ur pennad. Da gentañ, ur pennad dister an hini eo e-keñver brasded an arzour eo Zappa. Kit 'ta da sellet ouzh ar pennad e saozneg !

Da eil e kavan MEZHUS da skrivañ pennadoù e RANNYEZHEL. Da betra sevij ? Hag-eñ e vez skrivet pennadoù wikipedia e galleg e "massilianeg" ? N'eus ket alato, neuze perak skrivañ ur pennad en ur rannyezh digomprenus ? Ret eo skrivañ e peurunvan ! Mod all e vez rannet c'hoazh muioc'h ar vrezhonegerien, ha ne vo ket mui Wikipedia e brezhoneg a vo met ur wikipedia e Gwenedeg, unan all e Bigoudeneg, hag all ! Spi 'm eus e paouezo un deiz tud ar vro-mañ da soñjal evito o unan, a-benn mont asambles war-raok !

N'on tamm ebet a-enep ur fed da gomz ur rannyezh (er c'hontrol !), met skrivañ ! Ha war un "holloueziadur digor" evel m'emañ Wikipedia ! Digor da betra ? D'an HOLL ! Ha ket da dri paour-kaezh a gomz ur rannyezh diaes da gompren evit ar re all ! Spi 'm eus e vo difaziet ar pennad-mañ un deiz...

Eh oh! Sioul 'ta paotr! 2 vloaz hanter 'zo eo bet skrivet ar pennad-mañ gant unan bennak na genlabour ket ken gant wikipedia. Ar peurunvan eo reizhskrivadur ofisiel wikipedia bremañ. Ma fell dit difaziañ ar pennad-mañ hag e wellaat hag e hiraat: gwell a se. Met ne c'hell ket an nebeut a dud a genlabour war wikipedia ober pep tra. Kalon vat dit neuze evit ober ur pennad Frank Zappa a feson. Benoni 14 Ebr 2007 da 16:52 (UTC)[respont]
Kemm e-lec'h klemm. Diazez ar wikipediñ. Efedusoc'h.Bianchi-Bihan 14 Ebr 2007 da 16:54 (UTC)[respont]

Mat. Jeu 'vo, me lâr deoc'h !

Malo 22 Ebr 2007 da 14:07 (UTC)malo[respont]