Kaozeal:Felipe VI Spagn

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Pe Fulup VI Spagn pe Felipe VI , met Felipe VI Spagn n'eo nemet ur relavar d'am meno. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mez 2014 da 10:10 (UTC)[respont]

Graet em eus war skouer ar pep brasañ eus ar Wikioù all, ma vez graet gant "Spagn" war-lerc'h Felipe VI (gwelet Wikidata), ha gant un adkas eus "Felipe VI" da "Felipe VI Spagn" (saozneg, galleg, h.a.). Perak out aet da cheñch hep gortoz gouzout ar perag?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Mez 2014 da 10:29 (UTC)[respont]

Kompren a ran da savboent, diazezet war ar c'hoant da gas ar wikipedia war-raok, evel ganimp holl amañ . Marteze ez po lennet ar pezh am eus skrivet uheloc'h ha komprenet.
Marteze ez po taolet evezh eo Felipe VI Spagn an anv a zo bet dibabet ganit.
Marteze eo ret din displegañ peogwir n'eo ket sklaer.
Felipe zo un anv spagnolek, ha ne vez implijet nemet er broioù spagnolek.
Felipe VI zo un anv ha ne gaver nemet e Spagn. Klask mat, rak faziañ a c'hallan.
Pa vez kont evel-se e c'haller tremen aes hep anv ar vro. Evit ar re o deus aon da zroukveskañ gant ur Felipe VI all, n'o deus nemet menegiñ an holl re a c'hallfe degas droukvesk.
Neuze e vo aes resisaat.
A-hend-all, ma kavez ez eus ezhomm eus ur reolenn envel disheñvel diouzh ar boaz ordinal n'eus nemet ober ur votadeg. Ha sklaer e vo an traoù d'an holl. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mez 2014 da 12:36 (UTC)[respont]

Ur Felipe VI Navarra a zo ivez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Mez 2014 da 14:50 (UTC)[respont]
Mat-tre. N'em boa ket taolet evezh a-walc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal)