Kaozeal:Enez Sgitheanach

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Enez Sgitheanach kentoc'h? An t-Eilean Sgitheanach a dalvez an Enez Sgitheanach--Kadwalan 24 Gou 2011 da 14:25 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket an abeg eus ar cheñchamant titl degaset gant Kadwalan d'ar 24.07.
  • Un anv klok eo An t-Eilean Sgitheanach (evel Enez-Sun lakaomp, hag evel ma tiskouez ar bajenn ouezelek [1]), hag evel-se e vez graet e kembraeg da skouer [2] ha [3].
  • D'an eil, ne lakaer ket en titloù gerioù evel "kêr", "enez", ha kement 'zo.
Ret 'vo distreiñ war ar cheñchamant-se, 'm eus aon.--Trec'hlid mitonet 24 Gou 2011 da 18:40 (UTC)[respont]

Sklaer em boa displeget ma abegoù koulskoude. Marteze ez on aet un tamm re vuan da re all da reiñ o soñj met a-wezhioù 'chortozer pell ivez. Aon em boa rak disoñjal.

  • Da gentañ e talvez An t-Eilean ... kement hag "*an Enez udb", ur ger-mell hag ur ger boutin eo. Kalz aesoc'h ha sklaeroc'h eo da lâret ha da skrivañ e brezhoneg da'm soñj. Memes Kembreiz ne ront ket biloù evit kelo-se (s.o. cy:Ynys Eusa, & en:Ushant). Cheñch a ra an anv gouezelek-se a-hend-all hervez e lec'h er frazenn ivez e gd:An t-Eilean Sgitheanach : san Eileann Sgitheanach "en Enez Sgitheanach", air an Eilean Sgitheanach "war-dro an Enez Sgitheanach. Lâret e vez ivez Beanntan Sgitheanach, "menezioù Sgitheanach". Peseurt anv klok zo eno?
  • D'an eil ez eus nouspet pennad a grog gant Enez er wiwi e brezhoneg (Sellet da skouer Enez Eusa hag Enez-Sun hag eno), "island" e saozneg (daoust ma vez kavet goude an anv rik, eno da skouer), hag "île" e galleg (eno da skouer) ha ne soñj ket din e talvez ar boan da cheñch.--Kadwalan 24 Gou 2011 da 23:25 (UTC)[respont]
N'on ket kendrec'het tamm ebet. Evit an anv, den na oar petra eo al lodenn bennañ [4]. Evit an implij gant Eilean e vez graet ingal e gouezeleg, ar pezh na vez ket graet evit an inizi all war-bouez nebeut (gwelet ar patrom-mañ [5]). Evit a sell ar ger-mell, evel-just n'eo ket sonnet, evel ma c'hoarvez ivez e brezhoneg (ar Faou, er Faou, d'ar Faou...). Evidon-me e vo ret-mat distreiñ d'ar stumm kent. Lezel a ran evit poent evel m'emañ, amzer kaout soñjoù tud all.--Trec'hlid mitonet 25 Gou 2011 da 10:40 (UTC)[respont]

Gwir eo ar pezh a lavarez. Amsklaer eo orin anv an enezenn. N'eo ket an etimologiezh a ranker kemer e kont amañ avat da'm soñj met ar stumm implijet e gouezeleg hiziv. E-keñver implij Eileann/Enez pe get, ar c'hiz eo lakaat an anv Enez pe island (ha kement zo...) pe get e meur a yezh diouzh ar boaz hag an enezenn. Amañ e lakaont anezhañ abalamour ma'z eo Sgitheanach un anv gwan, diouzh e stumm da vihanañ, ha n'hallont ket lavaret mod all. bez e vefe evel, lakaomp, skrivañ "Verte" e-lec'h "île verte" pe "Gwenn" e-lec'h "Enez Wenn". Ne fell ket din tennañ Eileann met lavaret a ran hepken e talvez "Enez" tra ken ha eeunoc'h eo da lavaret. Gortoz a ran da welet ivez met evidon ne gomprenan ket arguzenn an "anv klok" na zisplegez ket kalz. Slán --Kadwalan 25 Gou 2011 da 13:56 (UTC)[respont]