Kaozeal:Doueed an Olimpos

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Peogwir e rait gant "sokial" "egipt"... herwez distagadur an hen-gressianeg (ha hini an alamanteg a-wechoù), e vefe kempoeloc'h ober gant "olumpat" iwez... Ha "egupt" Pennig-Maout 22:06, 9 July 2005 (UTC)

Evit ar gerioù henc'hresianek (hag ar re all) e ran gant an termenoù a gaver e levrioù TES pe re Kreizenn ar Geriaouiñ Diwan hag re Geriadur An Here 2001.
Enno e vez graet gant olimpat hag olimpek (KaG) hag Egipt (GAH). N'on ket evit ijinañ termenoù ha stummoù, met evit ober gant an termenoù a vez implijet er skolioù : e-giz-se e vez graet er bed-a-bezh. Pa oan bet o lakaat ma mab da zeskiñ e gentelioù brezhonek em eus tapet skiant-pren ivez.
Evel 'm eus displeget war skingomzoù ma departamant, ur vezh eo pa ne gav ket bugale hon amzer ostilhoù brezhonek war ar genrouedad ha ne glot ket gant o ezhommoù : un ranngalon e oa evit ma mab kavout traoù a-bouezh e galleg ha ne oa ket evit o treiñ e brezhoneg (ne oar ket ar skolajidi ober ur pleustr ken diaes). Ret eo d'ar Wikipedianed deskiñ ar geriaoueg-skol diwar al levrioù pe diwar kenskriverien ar Wiki ha gant strivoù an holl e c'hellimp sevel ar c'helc'hgeriadur brezhonek a roio plijadur d'ar varmouzien o teskiñ er skolioù divyezhek.
Ouzhpenn-se e tleer menegiñ n'eo ket hor bugale evit lenn an etrerannyezhel : ken diaes eo dija lakaat anezho da lenn en doare-skrivañ a anavezont.

Ch. Rogel 00:12, 10 July 2005 (UTC)

Ma vé implijet ganèh gérioweg ar skoliou, da berag vé kâet lïes gwéch geriou sort da : Damkaniezh, bevoniezh, douaroniezh ha péd ha péd all hoaz e-lèh Teorienn, biologiezh, geografiezh, ar re zivéa-mañ vé kâet anehe ba levèriou ar studierien normalamant. Lip-Chopin 12:56, 10 July 2005 (UTC)

Gwir eo e vez graet gant douaroniezh e-barzh levrioù TES ha re gKreizenn ar Geriaouiñ, met war ar poent-mañ e heulian un hengoun staliet mat ha kadarnaet gant Geriadur an Here. Ma vije ur votadeg e-touez ar Wikipedianed e vefen prest da chañch ma dibab. Ez-personel ez on prest da ginnig ma vo lakaet douaroniezh da dalvezout "Skiantoù an Douar". Re abred eo evit sevel votadegoù ar seurt-se, met un araokadenn e vo ma teu emglevioù da vezañ graet war ar Wiki.
Ober a ran gant teorienn, met ne gavan ket a anv-gwan a-zoare ha setu perak e ran gant damkanel. Kavet e vez damkaniezh ha damkanel e kelaouennoù'zo.
Biologiezh ha bevoniezh a vez lakaet asambles e 3de embannadur "Skiantoù an Natur" K a G Diwan 1995 ha graet e veze gantañ e skolaj ma mab.

Ch. Rogel 16:32, 10 July 2005 (UTC)

Doueed an Olimp/Doueed olimpat/Dodekatheon[kemmañ ar vammenn]

Ar c'hemm anv nevez kaset gant Bianchi-Bihan a zo chalus: Doueed an Olimp n'eo ket ken kevatal da Dodekatheon... Kalz ledanoc'h eo! Benoni (Kaozeadenn) 22 Kzu 2007 da 17:46 (UTC)[respont]

Ret e vo displegañ gwelloc'h: n'em eus ket stoket ouzh Do-n'onn-pra. Lakaet em eus "doueoù olimpat" da vezañ doueed an Olimp. Klasket em eus reizhañ doueeoù/doueed ha skarzhañ un anv-gwan (olimpat) diezhomm. Pec'hed eo? Labourat a ran war ar pennad diwar pezh ez eo, gant keñveriañ gant ar pennad gallek evit poent, an hini saoznek goude. Pelc'h emañ an dalc'h? Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 17:55 (UTC)[respont]

An Doueed olimpat a zo 12, doueed an olimp a zo degadoù anezho, pa n'eo ket kantadoù... Benoni (Kaozeadenn) 22 Kzu 2007 da 18:15 (UTC)[respont]

Doare da gaozeal[kemmañ ar vammenn]

  1. Kaozeal ne vez ket graet war an ton-se.
  2. Ma oarez pep tra ha mac'h out ken sur ac'hanout 'peus ken sevel ar pennadoù da-unan.
  3. Kemer a ran da frazenn : An Doueed olimpat a zo 12, doueed an olimp a zo degadoù anezho, pa n'eo ket kantadoù ha diskouez a rin e c'haller fiziout enni kement hag e-barzh da zistagadur latin. Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 18:25 (UTC)[respont]
Un tammig sevended marplij. N'on ket ur bugel. Degas a ran dit da soñj out war evezh evit da emzalc'h dizereat e meur a lec'h all!!! Benoni (Kaozeadenn) 22 Kzu 2007 da 18:29 (UTC)[respont]

E brezhoneg, din da c'houzout, e teu Olimpat eus Olimp, evel ma teu Breizhad eus Breizh. Met ma fell dit lakaat Doueed Olimpek... Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 18:38 (UTC)[respont]

Pe Daouzek doue olympek, war skouer ar saosneg. Benoni (Kaozeadenn) 22 Kzu 2007 da 18:48 (UTC)[respont]
Olimpek evel ar C'hoarioù. Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 19:01 (UTC)[respont]

Gwelet a ran eo bet adanvet ar pennad-mañ

(Roll an adkasoù); 01:01 . . Kadwalan (kaozeadenn | degasadennoù | stankañ) (Kaozeal:Doueed an Olimp adkaset da Kaozeal:Doueed an Olimpos: Sellet ouzh levrioù skol Diwan, TES, ha Geriadur R. Hemon).

N'on ket a-enep ma vefe adanvet pe get met peurliesañ ne vez ket kaset da benn seurt kemmoù keit ha ma van ur gudennig da diroustlañ war an dachenn-se.

Neal (Kaozeal) 16 Gen 2008 da 14:27 (UTC)[respont]

Iskuzit ac'hanon tudoù. Ne'm eus ket gwelet e oa savet ur rendael diwar anv ar bajenn-mañ. Doueed an Olimpos am eus lakaet abalamour ma kaver Olimpos dre-holl el levrioù gouesltlet d'an danvez-se hag e geriadur R. Hemon, ha n'eo ket Olimp. --Kadwalan 16 Gen 2008 da 16:23 (UTC)[respont]


Evit pezh a sell ho kaoz. E gwirionez n'on ket sur ez eo splann ar c'hemm ster etre "An Doueed olimpat", ha "Doueed an Olimpos". Din-me ez eo tuig-ha-talig.
Diouzh an tu all, ne soñj ket din e talvez ar boan sevel ur pennad evit renabliñ "12 doue pennañ an Olimpos" (Dodekateon...) hag unan all evit ar re all, pezh zo a-bouez da c'hoût ivez, anvet da skouer "Doueed all an Olimpos". E yezhoù all e reer anv a-wezhioù eus an daou seurt doueed er memes pennad (saozneg, ha gwelet en alamaneg an adkas etrezek Mitologiezh c'hresian). Ouzhpenn-se e cheñch alies an 12 doue a lakaer en Dodekateon hervez ar mojennoù. Daoust ha ne vefe ket gwell sevel ur pennad fonnus, ennañ div rann, I Daouzek Doue pennañ an Olimpos/Dodekateon ha II "Doueed olimpat n'int ket renket en Dodekateon", ha sevel adkasoù a sort gant Dodekateon > Doueed an Olimpos#Dodekateon (ur renabl prim eus an Doueed ez eo ar pennad-mañ ha tra ken, kouda?). --Kadwalan 16 Gen 2008 da 16:23 (UTC)[respont]
Kudenn ebet. Na rez ket bil - sur mat az poa graet dre fazi kentoc'h evit dre heg. Un evezhiadenn ne oa ken. A galon, Neal (Kaozeal) 16 Gen 2008 da 17:57 (UTC)[respont]