Kaozeal:Dimezell

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne glot ket ar penand-mañ gant al liamm etrewiki saoznek bet staget outañ (evel-just) rak kas a ra d'ur bajenn digejañ. Mat e vef da bennaozer ar pennad-mañ reisisaat pe hini eo ster resis ar penand-mañ neuze, rak ouzhpenn kas d'ar bajenn digejañ maiden ("gwerc'hez") e klot an daveennoù en destenn diwezhatoc'h gant an termen damsel (implijet evit envel ur plac'h a rank bezañ savetaet en un istor ennañ erent h.a.) Setu petra a c'hoarvez pa saver pennadoù geriadurel... Pennad da vezañ adkempennet. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 05:14 (UTC)[respont]

Ya, d'am soñj e vije ret treuzfurmiñ ar bajenn-mañ en ur bajenn digejañ davet maouez, plac'h, benelouriezh (macho tre eo implij ar gêr se hiziv an deiz), hag all. Ha pet gwech vo ret lavaret? Wikipedia n'eo ket ur geriadur! Benoni (Kaozeadenn) 11 Mez 2007 da 09:45 (UTC)[respont]
a-du. ha damwareziñ ar pennad ivez mar bez ezhomm kement hag ober.

-- Merour (Neal) (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 09:59 (UTC)[respont]

Implij ar ger ganit zo berrik e-skoaz e implij en istor. Kompren a ran, dre ar c'homzoù leun a sklerijenn-se, e vo gwelet c'hoazh freuzerien oc'h ober o labour a sevenadur dre amañ. hep goulenn ali an hini a sav ar pennad evel just.
Ur wech ouzhpenn e vez lakaet er wikipedia ar pezh a garer, hag ar muiañ ar gwellañ. Siwazh, a-wechoù e vez ret dilezel al labour skrivañ evit stourm ouzh an erevent. 193.52.64.243 11 Mez 2007 da 10:05 (UTC)[respont]
"Kabal an erevent stalinour" - ur romant da vezañ savet gant Dan Brown? + --Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 10:16 (UTC)[respont]
Da Vianchi Bihan (hag a gav atav un doare da zont amañ, daoust dezhañ bezañ bet stanket ur sizun!!!) : nann, mil gwech nann: ne vez ket lakaet ar pezh hon eus c'hoant er wikipedia: un holloueziadur (d.l.e pas ur geriadur) savet a-stroll eo wikipedia: bez 'zo reolennoù da zoujañ... Benoni (Kaozeadenn) 11 Mez 2007 da 10:29 (UTC)[respont]
N'eo ket me a gomz eus stalinouriezh, ur ger gros ha n'eo ket difennet c'hoazh, a welan. Ha n'eo ket me an hini a embann bout marksour.
E-touez pennaennoù wikipedia ne fell dit kaout soñj nemet eus ar re a blij dit, hag o implij a-enep an dud pa garez.
A-du ganit: un holloueziadur savet a-stroll. Ar ger a-stroll (ha n'eo ket a-strollig) a dalv marteze gant un niver a dud brasoc'h eget an niver daou, hini ar verourien a vez prest da zistruj pennadoù ha ne blijont ket dezho hep goulenn ali ar re all. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 12:09 (UTC)[respont]

Kaozeal a-raok spazhañ[kemmañ ar vammenn]

  1. A-raok distruj e vije mat klask. A c'hallfe bezañ ur bennaenn eus ar wikipedia-mañ.
  2. Ne glot dimezell gant pennad ebet e saozneg, din da c'houzout evit c'hoazh. Ha neuze?
ha neuze? ha perak lakaat war ar pennad liammoù davet ar wiki e saozneg ma n'eoket kevat o ster? Kement hag ober lakaat ivez ul liamm etrewiki davet "woman" pe 2dog2 pe "house" pe me 'oar me.-- Merour (Neal) (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 18:50 (UTC)[respont]
Ur soñj dreist. Gra 'ta. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 19:09 (UTC)[respont]
tamm ebet. dre se ne gomprenan ket perak eo bet graet. ha n'eo ket ganin an hini eo bet savet al liammoù etrewiki war ar pennad-mañ.-- Merour (Neal) (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 18:50 (UTC)[respont]
  1. Klotañ a ra dimezell gant daou bennad e galleg:

Ret eo ober daou bennad e brezhoneg? Ne gav ket din. Met komz a c'haller, gant ar re a oar ober. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 12:40 (UTC)[respont]

War a seblant t'eus ket merzhet e oa demoiselle ha mademoiselle pajennoù digejañ e galleg... Dimezell a ranko ivez bezañ treuzfurmet e pajenn digejañ (pas peogwir eo evel-se e galleg, met peogwir omp war un holloueziadur ha pas ur geriadur). Benoni (Kaozeadenn) 11 Mez 2007 da 13:30 (UTC)[respont]

Ton an aotrouniezh n'eo ket hini ar gaozeadenn. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 14:01 (UTC)[respont]

Avel, aviel[kemmañ ar vammenn]

pebezh danvez drol. ha petra a dalvez resis "Kavet e vez titloù heñvel en holl yezhoù eus kornog Europa" - heñvel o ster, heñvel o stumm? Ne ouien ket e oa ar sinaeg ur yezh eus kornôg Europa ivez. Ha zoken ma vefe kavet gerioù heñvel o ster e holl yzhoù ar bed? Netra da welet gant un holloueziadur. Kavout a reer ivez gerioù heñvel o ster hag o implij ouzh ar ger "bougnoule" e galleg ivez, pe "paper" pe "karr-tan". Ha neuze? -- Merour (Neal) (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 18:44 (UTC)[respont]

Bez e c'hallez gwellaat pennadoù (hep o distruj ma c'hallez). N'eo ket difennet d'al lonkerien bara chaoket kregiñ 'barzh a-wechoù.
Tennet eo ar skouerioù eus ar wiki saozneg, splann a-walc'h. Eno ivez n'eus nemet tud ha "n'ouzont ket petra eo un holloueziadur". Kae 'ta da gas da aviel dezho!Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 19:12 (UTC)[respont]

Ober ha prezeg[kemmañ ar vammenn]

a-du penn-da-benn gant ar frazenn-mañ skrivet gant B-B: "Brezhoneg da gentañ er wikipedia brezhonek. Ha n'eo ket ar saozneg. pennaenn all". Ha pegoulz e kavi an amzer neuze da vont da lakaat ur sell war ar pennadoù bet boulc'het ganit ha chomet war ar stern enne danvez a-leizh e galleg chomet war da lerc'h? Er penad-mañ zoken eo manet e saozneg anv an holl yezhoù meneget ganit. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 18:47 (UTC)[respont]

Peogwir e c'houlennez diganin e respontin (n'eo ket evel merourien zo ha ne respontont nemet d'ar goulennoù ha ne vezont ket graet outo): pa zeuio c'hoant din, ha n'eo ket a-raok.
Rak dic'hoantet kaer on bet evit ur pennad mat a amzer, goude an taolioù graet er sizhun all. Ha n'on ket prest da blegañ da c'hoantoù n'eus forzh piv goude an abadennoù-se. Ha ma fell dit kregiñ 'barzh, evel ma oarez ober evit hegal, gra. Ar wech-mañ e rin eveldout: sellout a-dost, ha pismigañ kerkent. Aesoc'h, keta? Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 19:09 (UTC)[respont]

Pennadoù "geriadurel"[kemmañ ar vammenn]

Ne blij ket din kalz ar rebech graet d'un danvez-pennad bezañ "geriadurel". Goulenn a ran groñs ma vez lezet e peoc'h an danvez-pennadoù ha ne vije nemet termenadur rik ar ger enno. Evel m'eus pouezhet warni dija, kazi an holl anvioù-kadarn a c'hell bezañ tretet en un doare holloueziadurel. Un afer a skiant hag a glask eo.

Pa vez boulc'het ur pennad gant fedoù yezh nemetken, ret eo gortoz (ha pellig a-walc'h moarvat) ma vo ouzhpennet anaoudegezhioù gant an implijerien all.
Marteze e vez mesket fille ha femme (jeune) nubile e galleg, met ne vez ket graet e brezhoneg (nemet an dro-lavar "merc'h yaouank" a zeu eus ar galleg) ha setu perak n'eus ket tu teuziañ merc'h, plac'h, maouez en ur pennad. Pep hini en deus e liv da vezañ livet diwar ul labour a-stroll evel m'en deus lavaret Bianchi-Bihan. --Ch. Rogel 11 Mez 2007 da 21:29 (UTC)[respont]

Siwazh, n'eo ket ar seurt furnez a gaver e klopennoù zo. C'hoant drailhañ zo gant lod, ha galloud da ober. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 21:54 (UTC)[respont]
N'ouzon ket perak n'o deus ket drailhet ar pennad roued c'hoazh. N'eo ket "geriadurel" a-walc'h? Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 21:58 (UTC)[respont]

E yezhoù all[kemmañ ar vammenn]

Ha da betra resis e talvez ar rann "E yezhoù all"? Bez' e c'hellfer ouzhpennañ ur rann damheñvel ouzh an holl pennadoù, met ne welan ket re da betra e talvez, dreist-holl pa vez stag ouzh ur penand bennak liammoù etrewiki o kas da veur a yezh all. Kinnig a ran sjarzhat ar rann-mañ. --Neal (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 11:47 (UTC)[respont]

N'eo ket komprenus ar pezh zo skivet a-us. Da adskrivañ. Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 12:13 (UTC)[respont]
Tennet ar rann-se peogwir eo didalvoud. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 12:45 (UTC)[respont]

Setu ar rann bet tennet:

Abegoù: ne glot ket ar skouerioù gant an destenn-skrid ("yezhoù Kornôg Europa" diouzh un tu, [[arabeg, [[sinaeg, afrikaans, "indonesian" (sic.) h.a.); ne glot ket an holl skouerioù eus yezhoù all gant ster an termen brezhonek "dimezell" (da lârete eo titl ar pennad); dizimplij eo an termenoù renablet e meur a yezh (alamaneg, norvegeg, svedeg, spagnoleg (d'an nebeutañ hervez an implijoù a anavezan me)...). ne lâran ket neus ket anezhe, nemet ne vezont ket implijet ken pe ne vezont ket implijet ken en un doare ken ledan ha boutin ha ne vezont ket implijet gante an hevelep ster hag e brezhoneg.

"E yezhoù all Kavet e vez titloù heñvel en holl yezhoù eus kornôg Europa, hag un toullad re all ouzhpenn:

  • Afrikaans Juffrou
  • Albanian Zonjusha
  • Arabeg: آّنسة (ānisah)
  • Bulgareg: Госпожица (pronounced gospozhitsa)
  • Sinaeg: 小姐 (xiao2 jie3)
  • Czech Slečna
  • Danish Frøken (Frk.)
  • Dutch Juffrouw (Mej.)
  • Esperanto Fraŭlino (F-ino)
  • Estonian Preili (Prl.)
  • Finnish Neiti (Nti)
  • French Mademoiselle (Mlle)
  • German Fräulein (Frl.)
  • Greek Δεσποινίς
  • Hungarian Kisasszony
  • Indonesian Nona (Nn.)
  • Irish Ógbhean(-uasal)
  • Italian Signorina (Sig.na)
  • Latvian Jaunkundze
  • Macedonian Госпоѓица (Г-ѓица)
  • Malaysian Cik
  • Norwegian Frøken (Frk.)
  • Polish Panna
  • Portuguese Menina (Mna.) or Senhorita (Srta.)
  • Romanian "Domnişoară"
  • Sanskrit (and Indian languages) Kumāri
  • Scots Gaelic Maighdeann(-uasal) (Mh(uas).)
  • Serbeg, kroateg, bosnieg: Gospođica (Gđica)
  • Slovakeg: Slečna
  • Sloveneg: Gospodična (Gdč.)
  • Spagnoleg: Señorita (Srta.)
  • Svedeg: Fröken (Frk.)
  • Kembraeg: Bonesig"

-- Merour (Neal) (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 12:53 (UTC)[respont]

Testenn bet tennet[kemmañ ar vammenn]

Tennet an destenn-mañ dre ma n'eo ket neptu:

"A-viskoazh ez eus bet tud, beleien gwechall, intelektualed (pe brizhintelektualed) hiziv, o klask lakaat o roud war ar yezh dre he faouraat e-lec'h klask he finvidikaat"

-- Merour (Neal) (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 12:54 (UTC)[respont]

war a seblant ne gomprenez ket perak n'eo ket neptu an destenn-se: da gentañ peogwir n'eo ket neptu an termen "intelektualed" ha dreist-holl an termen "brizhintelektualed" hervez piv int "brizh" pe get? - un ali n'eo ket) ha da eil ne vez ket paouraet ur yezh pa vez kollet tremenoù z'o seul wezh ma ne vez ket ezhomm ken anezhe ha dreist-holl pa vez krouet termenoù all. Diouzh an tu all, pa skriver e brezhoneg unvan eo diaes a-walc'h klask lâret e vefe gwell "klask lakaat o roud war ar yezh", nemet ma vefe lakaet er memes sac'h tud evel Roparz Hemon pe Vallée, rak n'eo ket ar yezh unvan ur yezh naturel ha kavet e vez enni roudoù an holl bet labourat warni. Tud 'zo a gav dezhe eo gwell lakaat an dud da blegañ ouzh elfennoù yezhadurel 'z, da skouer implij ar stummoù "emaon" pe c'hoazh ar c'hemamdur d > z war digarez eo ret kemmañ implijoù naturel ha rannyezhoù ar yezh evit mad ar yezh, ha tud all a gred dezhe eo gwell kemmañ imploù ar yezh evit abegoù all, da skouer evit ma vezfe eus ar brezhoneg ur yezh dereat evit kealoù ar XXIvet kantved eçkeñver an doare ma vez sjkeudennet ar maouezed.-- Merour (Neal) (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 13:50 (UTC)[respont]

Pa welan ur skrid evel-hen: eçkeñver an doare ma vez sjkeudennet ar maouezed e kav din e vez graet goap ouzh an dud ... ha ne lennan ket. Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 13:58 (UTC)[respont]

Dibab al labour aes[kemmañ ar vammenn]

C'hoarvezout a ra ne vije ket neptu pennadoù zo, pe rannbennadoù zo. Da verourien zo e tegouezh alies zoken. Da neuze, petra a vez graet?

  • neptuekaat ar pennad, kalz aesoc'h eget neptuekaat ur merour, anat. A vez graet gant ar skriverien, ha gant amzer. Hennezh eo mont en-dro ordinal pep wikipedia.
neptuoc'h eo an destenn bremañ dre ma ne difenn ket ur savpoent reis, nemet klask displegañ perak e c'ghellf sevel un tabut diwar-benn implij an termen-se. Daveennoù a c'hellfen reiñ evit diskwel emañ diazezet bremañ an destenn war fedoù met pounneroc'h kalz e vefe an destenn.

-- Merour (Neal) (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 13:55 (UTC)[respont]

tennet eo bet an destenn a-raok peogwir ne oa ket neptu ha savet un destenn un tammig hiroc'h kalz neptuekoc'h. Da lârete eo eo bet lakat an destenn da vezañ nptu. Ne welan ket pelwc'h emañ an dalvc'h. Ma n'iout ket gouest da sevel un tamm skrid en un doare bneptu, arabat dont da glemm war-lerc'h ur wezh skarzhet an destenn-se.

-- Merour (Neal) (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 13:55 (UTC)[respont]

Tennomp ar skridoù dineptui[kemmañ ar vammenn]

Tennet eo bet ganin an destenn-mañ peogwir ne oa ket na neptu na difazi hag e tiskouezez din penaos ober gant seurt danvez. Ma n'out ket gouest da sevel ur skrid difazi ha neptu war un dro ... et caetera... Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 14:06 (UTC)[respont]

ne vez ket tennet testennoù peogwir n'int ket difazi. Ha mat e vefe dit displegañ perak e kavez dinetu an destenn bet tennet ganit: ne vez ket difennet ur savpoent nag implijet termenoù dineptu enni. Ma krog ur brezel embann e vo ret damwareziñ ar pennad da c'hortoz ha goulenn ali merourion all. Adlakaet ar pennad betek ma vo displeget pe termenoù enni pe pe doenn a zo dineptu. (pe "dineptui" evel ma skrivez-te)

-- Merour (Neal) (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 15:31 (UTC)[respont]

Hervez tud 'zo avat e rankfer klask ober hep implijout ar ger-mañ dre m'eo asimetrek pa geñveriañ gant an termen(où) kevatal pe damjkevatal implijet evit ober dave da c'houred, da lâret eo e vez implijet an termen "aotrou" evit komz ouzh un den dimez pe get keit h ma implijer gerioù disheñvel evit ober diouzh ar maouezed o verkañ bep tro hag-eñ int dimezet pe get, da lârete eo "itron" evit maouezed dimezet ha "dimezell" evit ar maouezed n'int ket dimezet. Hervez studioù 'zo e tenn an diforc'h yezh-se d'ar fed ma oa disheñvel-krenn statud ur vaouez er gevredigezh betek an XIXvet kantved en darn vrasañ eus broioù Europa ar C'hornôg, hag hiziv c'hoazh e meur a lec'h dre ar bed hervez ma ne oa ket dimezet c'hoazh (m'en deveze an holl gwirioù warni he zad pe he breudeur) pe dimezet (m'en deveze dre lezenn an holl gwirioù warni he gwaz). E meur a vro, daoust ha m'az eus ez-istorel stummoù kevatal da "dimezell", da skouer en alamaneg Fräulein (da lâret eo "itronig") pe e saozneg miss e reer dre vras muioc'h-mui pe gant an hevelep termen atav evit maozuzed dimezet pe get (alamaneg: Frau; "itron") pe c'hoazh a-wezhoù gant termenoù nevez-krouet (saozneg: "Ms." - na Missus ("itron") na Miss ("dimezell") eveit lakaat da vezañ simetriek an titloù implijet evit ober dave d'ar c'hored hag ar re implijet evit ober dave d'ar maouezed.

Daveennoù[kemmañ ar vammenn]

Setu an daveennoù implijet ganin evit diskwel eo neptu an destenn bet ouzhpennet ganin hag evit diskwel war un dro eo ken dinepyu all an destenn bet skrivet ganit a-raok. Ha daveennoù all a'h eus evit diskwel ar c'hontrol? -- Merour (Neal) (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 15:51 (UTC)[respont]

BAXTER, Robert Neal (2005) ‘On the need for non-sexist language in translation', Language, Society and Culture 15, [1]

CAMERON, Deborah (ed.) (1990) The Feminist Critique of Language, London and New York: Routledge

CAMERON, Deborah (1992) Feminism and Linguistic Theory, St. Martin's Press: Nova Iorque

CAMERON, Deborah (1995) Verbal Hygiene, London and New York: Routledge

CAMERON, Deborah & KULICK, Don (2003) Language and Sexuality, Cambridge University Press: Cambridge

ROMAINE, Suzanne (1999) Communicating Gender, Lawrence Erlbaum Associates: Nova Jersei. Capítulo 11: ‘Writing Feminist Futures’ (pp. 323-355)

PAUWELS, Anne (1998) Women Changing Language: London and New York: Longman. Capítulo 2: ‘Sexism in Language: an International Phenomenon (pp. 16- 80); Capítulo 3: ‘Should Sexist Language be Changed?’ (pp. 81-93); Capítulo 4: ‘How Should Sexist Language be Changed?’ (pp. 94-138)

PAUWELS, Anne (1999) ‘Feminist Language Planning: Has it been worthwhile?’, Hornscheidt, Antje Sprache und Geschlecht /Language and Gender, Linguistik online 2, 1/99, <http://www.linguistikonline. de/heft1_99/pauwels.htm>

PAUWELS, Anne (2003) 'LinguisticSexism and Feminist Linguistic Activism', Holmes, J. & Meyetrhoff, M. (eds.) The Handbook of Language and Gender, Blackwell: Oxford

THOMAS, Linda & WAREING, Shân (eds.) (1999) Language, Society and Power. An introduction, Routledge: London & Nova Iorque

YAGUELLO, Marina (1987) Les mots et les femmes, Prismes: Paris – Capítulo 2: ‘Masculin/Féminin: dissymétries grammaticales’ (pp. 115-139) e Capítulo 7: ‘L’action volontariste sur la langue ou: Peut-on infléchir l’évolution naturelle des langues?’ (pp.181-193)

AWBERY, Gwenllian (2001) Menywod. Dynion. Gwahanol. Cydradd. Rhestr o Dermau Safonol Cymraeg ym maes Cyfle Cyfartal. Adropddiad i'r Comisiwn Cyfle Cyfartal yng Nghymru / Women. Men. Diferent. Equal. Standard Glossary of Welsh Terms in the field of Equal Opportunity. Report to the Equal Opportunities Commission in Wales, Comisiwn Cyfle Cyfartal / Equal Opportunities Commission: Caerdydd <http://www.eoc.org.uk/EOCcym/EOCcs/AboutEOC/ eoc%20equality%20glossary.pdf>

Awbery, Gwenllian (2002) ‘The Politics of Language and Gender in Wales’,

HELLINGER, Marlin & BUSSMANN, Hadumod (eds.) Gender Across Languages, Vol. 2, John Benjamins: Amsterdam & Philadelphia

BING, Janet. (1992) ‘Penguins Can’t Fly and Women Don’t Count: Language and Thought’, Women and Language 15.2

BODINE, Anne (1975) ‘Androcentriscm in prescriptive grammar: singular ‘they’, sex-indefinite ‘he’, and ‘he or she’, Hymes, Dell (ed.) Language in Society, Volume 4 Number 2, Cambridge: Cambridge University Press

BURR, Elisabeth (2003) ‘Gender and Language Politics in France’,

HELLINGER, Marlin & BUSSMANN, Hadumod (eds.) Gender Across Languages, Vol. 3, John Benjamins: Amsterdam & Philadelphia

BUSSMANN, Hadumod & HELLINGER, Marlis(2003) ‘Engendering Female Visibility in German’, HELLINGER, Marlin & BUSSMANN, Hadumod (eds.) Gender Across Languages, Vol. 3, John Benjamins: Amsterdam & Philadelphia

BUTLER, Michael & KEITH, George (1999) Language, Power and Identity, Hodder and Stoughton: Londres

BWRDD YR IAITH GYMRAEG (Ed.) (2000) Iaith Mewn Cyfle Cyfartal, Bwrdd Yr Iaith Gymraeg/The Welsh Language Board: Caerdydd <http://www.bwrdd-yr-iaith.org.uk/download.php/pID=2154.3>

BWRDD YR IAITH GYMRAEG (Ed.) (S.D.) Rhagymadrodd Llawn I'r Rhestr O Deitlau Swyddi / Introduction To The List Of Job Titles, Bwrdd Yr Iaith Gymraeg/The Welsh Language Board: Caerdydd <http://Www.Bwrdd-Yr- Iaith.Org.Uk/Download.Php/Pid=3757.5>

CATALÁ GONZÁLVEZ, Aguas Vivas & GARCÍA PASCUAL, Enriqueta (1995) Ideología sexista y lenguaje, Galàxia D'Edicions: Valencia

CERQUIGLINI, Bernard (dir.) (1999) Femme, j’écris ton nom.... Guide d’aide à la féminisation des noms de métiers, titres, grades et fonctions, Centre National de la Recherche Scientifique & Institut National de la Langue Française: Paris <http://www.ladocumentationfrancaise.fr/brp/notices/994001174.shtml>

CORBETT, Greville (1991) Gender, Cambridge: Cambridge University Press Doyle, Margaret (1995) The A-Z of Non-Sexist Language, Women’s Press: Londres

FUJIMURA Itsuko [藤村逸子] (2002)「フランス語における職業名詞女性化の通時的記述―政治の分野の 名詞を中心にー」『言語文化論集<http://www.gsid.nagoya-u.ac.jp/fujimura/gyoseki/genre_politique.pdf>

FUJIMURA Itsuko & ITOIGAWA Miki [藤村逸子糸魚川美樹・] (2001)「フランス語における職業名詞の女性化ーカスティーリャ語との比較」『言語文化論集』<http://www.gsid.nagoyau. ac.jp/fujimura/gyoseki/francais_espagnol.pdf>

FUJITA Tomoka & FUJIMURA Itsuko [藤田知子藤村逸・(2002)「文献案内 ジェンダーと言語研究」『フランス語学研究<http://www.gsid.nagoyau.ac.jp/fujimura/gyoseki/genderbiblio.pdf>

EIDE, Elisabeth (1993) ‘Latterlig eller usynlig?’ [Ridiculous or invisible?], FOUGNER, Brit (ed.) Dagens dame-fri og likestitl? [59-80], Oslo: Aschehoug

GERRITSEN, Marinel (2002) ‘Towards a More Gender-fair Usage in Netherlands Dutch’, HELLINGER, Marlin &

BUSSMANN, Hadumod (eds.) Gender Across Languages, Vol. 2, John Benjamins: Amsterdam & Philadelphia

GODDARD, Angela & MEÂN PATTERSON, Lindsey (2000) Language and Gender, Routledge: Londres e Nova Iorque

HELLINGER, Marlin & BUSSMANN, Hadumod (2001) ‘Gender across language. The Linguistic Representation of Women and Men’, HELLINGER, Marlin & BUSSMANN, Hadumod (eds.) Gender Across Languages, Vol. 1, John Benjamins: Amsterdam & Philadelphia

HOUDEBINE-GRAVAUD, Anne-Marie (dir.) (1998) La féminisation des noms de métiers, Paris: L'Harmattan

KHOSROSHAHI, F. (1989). 'Penguins don't care, but women do: A social identity analysis of a Whorfian problem', Language in Society, 18(4).

KJÆR NISSEN, Uwe (2002a) ‘Aspects of Translating Gender’, Hentschel, Elke (ed.) Sprache und Geschlecht / Language and Gender, Linguistik online 11, 2/02 <http://www.linguistik-online.de/11_02/nissen.pdf>

KJÆR NISSEN, Uwe (2002b) ‘Gender in Spanish. Tradition and Innovation’,

HELLINGER, Marlin & BUSSMANN, Hadumod (eds.) Gender Across Languages, Vol. 2, John Benjamins: Amsterdam & Philadelphia

LEDO-LEMOS, Francisco (2000) Femininum Genus. A Study of the Origins of the Indo-European Feminine Grammatical Gender, Lincom Europa: Munich

ORGANISATION INTERNATIONALE DE LA FRANCOPHONIE (2002) Egalité des sexes et développement concepts et terminologie, Agence intergouvernementale de la Francophonie <http://cifdi.francophonie.org/genre/femmesl.pdf>

PETERSON, Eric (1994) ‘Nonsexist Language Reform and ‘Political Correctness’’, Women & Language 17.2 ROMAINE, Suzanne (1997) ‘Gender, grammar and the space in between’ Kotthoff, H. & Wodak, R. (eds.), Communicating Gender in Context, John Benjamins: Amsterdao http://users.ox.ac.uk/~romaine/gendergrammar.pdf

ROMAINE, Suzanne (2002) ‘The Impact of Language Policy on Endangered Languages, International Journal of Multicultural Societies, Vol. 4 Nº 2, UNESCO <www.unesco.org/most/vl4n2romaine.pdf>

ROMEIN-VERSCHOOR, Annie (1975) 'Over taal en seks, seksisme en emancipatie', De Gids 138

SILVEIRA , J (1980) ‘Generic masculine words and thinking’, Women's Studies International Quarterly, Clarendon Press: Oxford

SIMON, Sherry (1996) Gender in Translation. Cultural identity and the Politics of Transmission, Routledge: Londres & Nova Iorque

SPENDER, Dale (1985) Man made language, London: Routledge & Kegan Paul

SWAN, Toril (1997) ‘Kjønn, språk og ideologi’, TERJE FAARLUND, J. et al. (eds.) Språknytt 1997:4, Norsk språkråd : Oslo <http://www.sprakrad.no/templates/Page.aspx?id=307>

THORNE, B et al (1983) Language, gender and society, Newbury House: Rowley (Mass.)

TIMM, L A (1978) ‘Not mere tongue in cheek: the case for a common gender pronoun in English’, International Journal of Women's Studies 1:555-65

VATVEDT FJELD, Ruth (1998) ‘Språk, kjønn og likestilling’, TERJE FAARLUND, J. et al. (eds.), Språknytt 1998: 3, Norsk språkråd: Oslo <http://www.sprakrad.no/templates/Page.aspx?id=290>

VATVEDT FJELD, Ruth (2001) ‘Ingenting å snakke om – kvinneord og ordbøker’, SANDØY, H. et al. (eds.) Språknytt 2001:4, Norsk språkråd : Oslo http://www.sprakrad.no/templates/Page.aspx?id=173

YANANU Akira (s.d.) '彼、彼女:kanojo, kare she, he-from thing to person, and to lover' in Modernization of Japanese Language [orig, Jap. Iwanami Shoten] <http://www.japanlink.co.jp/ol/she.html>


Rannbennad dindan al live rekis en un holloueziadur. Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 14:06 (UTC)[respont]

Holloueziadurel[kemmañ ar vammenn]

Holloueziadurel eo deuet da vezañ ar pennad (a-benn ar fin...) N'eo ket dav e skarzhañ neuze - e gempenn un tamm mat ne lâran ket. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 13:10 (UTC)[respont]

Trugarekadenn[kemmañ ar vammenn]

Daoust dit, d'az enebiezh, ha d'az kasoni, ur gompagnunezh feal e-barzh al labour, e oa bet savet ar pennad.

Nemet bremañ, gant da veskaj ha da fazioù yezh lakaet war-benn labour ar re all, eo deuet da vout digomprenus. Ken ez eo ret adober al labour (n'implijan ket gerioù Benoni diwar-benn ma labour, n'eus nemet dezhañ int aotreet diriskl) war da lerc'h. Gortoz a rin un toullad devezhioù avat, amzer d'ar sav-kalon paouez. Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 13:19 (UTC)[respont]

Pajenn digejañ?[kemmañ ar vammenn]

Savur pennad all da lakaat an tamm ideologiezh-mañ. N'eo ket danvez da lakaat en ur pennad digejañ . Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 20:04 (UTC)[respont]

Tabutoù diwar-benn implij ar ger "dimezell"[kemmañ ar vammenn]

Hervez tud 'zo avat e rankfer klask ober hep implijout ar ger-mañ dre m'eo asimetrek pa geñverier gant an termenoù kevatal pe damkevatal implijet evit ober dave da c'houred, da lâret eo e vez implijet an termen "aotrou" evit komz ouzh un den dimezet pe get keit ha ma implijer gerioù disheñvel evit ober diouzh ar maouezed en ur verkañ bep tro hag-eñ int dimezet pe get, da lâret eo "itron" evit maouezed dimezet ha "dimezell" evit ar maouezed n'int ket dimezet.

Hervez studioù 'zo e tenn an diforc'h yezh-se d'ar fed ma oa disheñvel-krenn statud ur vaouez er gevredigezh betek an XIXvet kantved en darn vrasañ eus broioù Europa ar C'hornôg, hag hiziv c'hoazh e meur a lec'h dre ar bed, hervez ma ne oa ket dimezet c'hoazh (m'en deveze an holl gwirioù warni he zad pe he breudeur dre lezenn) pe dimezet (m'en deveze dre lezenn an holl gwirioù warni he gwaz).

E meur a vro, daoust ha m'az eus ez-istorel gerioù kevatal d'ar ger brezhonek "dimezell", da skouer en alamaneg Fräulein (da lâret eo "itronig") pe e saozneg miss e reer dre vras muioc'h-mui hag e meur a yezh gant an hevelep termen atav evit maouezed dimezet pe get (d.s. Frau; "itron" en alamaneg) pe c'hoazh a-wezhoù gant termenoù nevez-krouet (d.s. "Ms." - na Missus ("itron") na Miss ("dimezell" e saozneg) evit lakaat da vezañ simetrek an titloù implijet evit ober dave d'ar c'houred hag ar re implijet evit ober dave d'ar maouezed.

Displegadurioù diwar-benn gerioù alamanek ha saoznek a c'hall bezañ talvoudus a-wechoù, amañ int didalvoud a-grenn. Bianchi-Bihan 24 Mez 2007 da 16:36 (UTC)[respont]
Peogwir hen lârez-te. ha c'hoant ac'h eus skouerioù eus yezhoù resis? na rez ket bil, bez' ez eus peder levrenn dev diwar-benn an afer-mañ er gêr ganin. --Neal (Kaozeal) 24 Mez 2007 da 17:47 (UTC)[respont]
Lavarout a rez da soñj ken dichipot ha tra, gallout a ran marteze dispakañ ma hini ivez, goude ma pouez nebeutoc'h, hervez ar skiant am eus prenet.
N'on ket sur e vije peder levrenn, pe moan pe tev, diwar-benn implij ar ger dimezell e brezhoneg. Met gallout a rez sevel pevar fennad all, dedennus a dra sur, diwar-benn da levrioù. Bianchi-Bihan 24 Mez 2007 da 18:06 (UTC)[respont]
N'hallan ket skrivañ diwar-benn an implijoù e brezhoneg rak n'em eus lennet ha n'anauan studiadenn ebet. Gallout a ran lârete memestra ne vez implijet na "dimezell" na "i(n)tron" (nemet e vefe evit an Itron Vari) gant ar vrezhonegerion a-vihanig a anavezan ha kavout a raent iskis pa vezont implijet evel ma implijet an titloù "madesmoiselle" ha "madame" e galleg dre vras. Bezo pe vezo ez eo ken amsimetrek an termenoù "dimezell"/"itron" e-keñver "aotro" ma'z int er yezhoù all meneget ganin.

Evit ar peurrest, kregiñ a ran gant kement-mañ diwar Ms.:

In other European languages, non-sexist usage in this regard usually amounts to using words more or less equivalent to Mrs. (madame, Fr.; señora, Es.; senhora, Pt.; signora, It.; Frau, De.; bean-uasal, Ga. and Gd.) for both married and unmarried women, and whether they take their husband's name or not. This makes sense as these titles are usually the direct feminine equivalents of the male titles (monsieur, Fr.; señor, Es.; senhor, Pt.; signore, It.; Herr, De.; máistir, Ga.; maighstir, Gd.), whereas the equivalent of Miss is a diminutive of the female equivalent (mademoiselle, Fr.; señorita, Es.; senhorita, Pt.; signorina, It.; Fräulein, De.; ógbhean-uasal, Ga.; maighdeann-uasal, Gd.).

Skuizh on, setu fazioù a ran. N'eus forzh penaos, souzhet-mik e vefen ma vefe lennet ganit ar pezh a skrivañ. --Neal (Kaozeal) 24 Mez 2007 da 18:18 (UTC)[respont]

A-wechoù e lennan, a-wechoù ne ran ket.
Ar ger "non-sexist" a seblant diskouez un tuadur ideologel, met n'on ket arbennigour war gizioù diwezhañ ar varksouriezh.
Skriv ur pennad neptu war se. Met d'am soñj n'emañ ket lec'h ar pennad-se e-barzh ar pennad dimezell, savet diwar-benn an implij istorel hag a-vremañ, ha n'eo ket diwar-benn displijadur den pe zen dirak an implij-se, war ziazezoù relijiel pe ideologiezhel. Bianchi-Bihan 24 Mez 2007 da 18:31 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan 24 Mez 2007 da 18:31 (UTC)[respont]

evel-jsut eo ideologel ar yezho "non-sexist" dre m'eo ideologel ar yezh "sexist". n'eus kudenn ebet evit sevel penandoù o tisplegañ ideologiezhoù ha tuadurioù ideologel (a-hendall ne c'hellfer ket sevel pennadoù diwar-benn ar relijionoù, ar gomunouriezh, ar gevalouriezh...). n'eo ket peogwir e tispleger un tuadur ideologel an hini eo ma c'heller lârete dre ret eo ideologel pe neptu ar penand pe ar rannbennad e-unan. setu: simetrek pe amsimetrek eo an titloù evit ar maouezed hag ar c'hored? ur fed aobjektivel an hini eo - pep hini a c'hello klask diesplegañ perak. gant ar studioù bet lennet ganin e vez dipleget re ar fed m'eo aet war diorren ar yezh en ur framm kevredigezhel resis, m'eo asimetrek statud ar c'houred hag ar maouezed. ha n'eo ket ar gevredigezh ma vez enni ar vrezhonegion gwall disheñvel diouzh ar c'hevredigezhioù tro-war-dro er c'heñver-se. daveennoù a-leizh a c'hellan reiñ dit o sevel a-du gant an dielfenandur-se plijet ha laouen-meurbet e vefen o klevet pe o lenn studioù diazet war dielfenandurioù all. --Neal (Kaozeal) 24 Mez 2007 da 19:09 (UTC)[respont]

Asimetrek eo ar ger bras eta. An dud a ra neuze gant gerioù asimetrek hep gouzout dezho, evel ma komzont e yezh-plaen hep gouzout dezho. Daou geloù a-bouez da lakaat en un holloueziadur brezhonek, peogwir n'emañ ket er re all. Ha perak n'emañ ket er re all? Peogwir n'int ket dalc'het gant tud an asimetregezh. Bianchi-Bihan 25 Mez 2007 da 01:06 (UTC)[respont]

Skrivañ a rez: Gallout a ran lârete memestra ne vez implijet na "dimezell" na "i(n)tron" (nemet e vefe evit an Itron Vari) gant ar vrezhonegerion a-vihanig a anavezan ha kavout a raent iskis pa vezont implijet evel ma implijet an titloù "madesmoiselle" ha "madame" e galleg dre vras.

  1. Ar ger "dimezell" a glot gant daou c'her gallek (lenn ar pennad) : "demoiselle", ha "mademoiselle".
  2. Ar vrezhonegerien a anavezez n'int ket ar memes re evel ar re a oa anavezet gant Jules Gros eta. Nag ar re a anavezan.

A galon. Bianchi-Bihan 25 Mez 2007 da 01:17 (UTC)[respont]

Re wir siwazh. N'em eus ket bet tro d'anavezout ar vrezhonegerion bet abnavezet gant Jules Gros evit an hevelep abeg a vir ac'hanout d'anavezout an dud bet anavzet gant Frañsez Vallée 'michañs pe c'hoazh gant Fañch an Uhel - ne oan ket bet ganet d'ar c'houlz-se. Met adlâret a rin ar pezh am boa lâret dija: da gentañ n'on ket evit lâret penaos e vez implijet an termen-mañ e brezhoneg dre vras rak n'm eus lennet studiadenn ebet diwar e benn. Ganit e vez anavezet tud zo, gant Jules Gros tud all (marv an darn vrasañ anezhe bremañ?), ha ganin tud all. Setu, war dachenn ar brezhoneg n'eus daveennoù skiantel objektivel ebet anavezet ganin. Da eil, n'anavezan abeg ebet evit lâret e vefe disheñvel mont-en-dro ar brezhoneg ar c'heñver-mañ diouzh ar yezhoù all tost o framm kevredigezhiel outañ. Daoust da implijoù ar "yezh-plaen" (pe hini? me 'gave din e veze graet gant ur yezh lennegel unvan dre amañ...) e van ar fed m'eo asimetrek an termenoù implijet evit komz eus ar maouezed (liammet ouzh o statud e-keñver o gwaz pe get) hag ar re implijet evit komz eus ar paotred (hep meneg ebet eus o liamm gant ur wreg pe get). Displegañ a ra ar framm kevredigezhiel an asimetriezh-mañ diazezet war ur gwalldiforc'h. N'em eus ket komprenet biskoazh perak e vez ken nec'het tud 'zo gant ar fed ma c'haller klask lakaat plas ar maouezed evel ma vez taolennet dre implijoù ar yezh da vezañ heñvel ouzh an doare ma vez skeudennet plas ar c'houred gant an hevelep yezh, dreist-holl pa ne vezont ket chalet gant kemmoù yezh all na vez kavet roud ebet anezhe er yezh-plaen evel ma vez komzet e meur a lec'h. --Neal (Kaozeal) 25 Mez 2007 da 14:21 (UTC)[respont]

Simetriezh, geometriezh[kemmañ ar vammenn]

Komz a raen eus Jules Gros ha Fañch an Uhel peogwir e anavezent tud hag a anaveze ar gerioù dimezell hag itron, diouzh lenn o levrioù.
Din-me klask simetriezh er yezh zo evel klask simetriezh er bed (krouet gant ur geometrour evel ma oar pep hini), kaout mor disall pe vioù karrezek. Ober a rafe plijadur da lodig, ha ne vern ket d'al lod vrasañ.
Bez ec'h eo ivez evel c'hoantaat treiñ ur ger gant ur ger ("de" gallek gant "eus" bep taol, "know" gant "savoir" bep taol, "nature morte" gant "natura muerta" e-lec'h bodegon), ha kavout ar memes tra war an dachenn paotred/plac'hed. Met ar yezh zo evel m'emañ, ha honnezh a ranker kaout en un holloueziadur, ha n'eo ket an hini a garfe lod kaout en he lec'h.
Ret eo dispartiañ an ideologiezh diouzh an holloueziadurezh. Gouzout a ran e veze kinniget ar varksouriezh evel ur skiant gant he feizidi : ur gaou hag un torfed. Ne garfen ket e trofe wikipedia da v- Marxopedia . Bianchi-Bihan 25 Mez 2007 da 15:54 (UTC)[respont]
"simetrek" a zo un termen staliet mat war dachenn ar yezhoniezh evit komz eus ar fed-mañ. Ma n'out ket prest da glask komz en un doare sioul ha poellek, ne dalv ket ar boan klask mont pelloc'h. Marteze e vefe mat dit lenn un tammig diwar-benn an asimetriezh furmel ha semantikel a-raok komz eus geometriezh. Diouzh an tu all, n'eus netra da welet ar varksouriezh gant an dielfennadur-mañ - anaout a rez al lavarenn "confundir allos con bugallos" e galizeg (goût mat e plij dit seurt krennlavaroù, penaos e oa an hini diwar-benn Nelson e saozneg dija?). Ha faziet out penn-da-benn evel em eus bet skrivet dija: plas a-walc'h ez eus war un holloueziadur evit displegañ ideologiezhioù. Un dra disheñvel-mik an hini eo avat sevel pennadoù neptu. Tennañ a ra d'an ideologiezh ar rannbennad hag a displij kemendall dit bet ouzhpennet ganin war ar pennad-mañ (e lec'h un destennig ideologiel penn-da-benn ha tuek penn-da-benn bet savet ganit er penn-kentañ) met savet eo bet en un doare neptuek: ne ra nemet displegañ perak e sav tud 'zo a-enep da implijoù 'zo liammet ouzh an termen-mañ hep sevel nag a-du nag a-enep d'an dud-se nag o klask lâret eo gwir pe get ar c'hredennoù-se. Ganit war an dachenn-mañ n'eus ket tu da vont pelloc'h: bewech ma vez respontet ouzhit gant arguzennoù poellek ha solut (dre reiñ daveennoù o tennañ da studiadennoù bet embannet e levrioù pe kelaouennoù brudet-meur war dachenn ar yezhoniezh) e klaskez brizharguzennoù all evit klask lakaat ar gomz da vont war hentoù-trez evel komz eus geometriezh e lec'h lâret hag-eñ eo asimetrek pe get seurt implijoù, rak ma vefe anavezet ganit an asimetriezh-se ganit e vefe damc'houllloù da sac'had arguzennoù dija). Setu, skriv ha skriva at. Ne vo ket respontet ouzhit ken ganit war an dachenn-mañ. --Neal (Kaozeal) 25 Mez 2007 da 17:01 (UTC)[respont]

D'am soñj n'eus ket bet lennet kalz levrioù yezhoniezh gant ar vrezhonegerien dre vras, ha koulskoude e komzont brezhoneg, gant gerioù evel dimezell, merc'hed, hag un toullad re all, savet pellik zo. Met kement-se evel-just n'eo nemet ur vrizharguzenn dindan lagad Heol ar Skiant. Bianchi-Bihan 26 Mez 2007 da 03:20 (UTC)[respont]

Notenn evidon (sic)[kemmañ ar vammenn]

Ret e vo ober anv eus dimezell evit matezh pe servijourez a renk uhel. Bianchi-Bihan 31 Gen 2009 da 09:27 (UTC)[respont]