Kaozeal:Diktatouriezh ar broleteriezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Diktatouriezh ar proletaeriad kentoc'h (pe un dra bennak heñvel): diktatouriezh ar renkad en e bezh an hini eo kentoc'h evit hini an hiniennoù a-stroll. Neal (Kaozeal) 8 C'hwe 2008 da 15:58 (UTC)[respont]

Ma reer gant "proletaerien" ez eus ur fazi en titl : Diktatouriezh ar broletaerien e tlefe bezañ (reizh an traoù er pennad a-hend-all). --Llydawr 8 C'hwe 2008 da 16:16 (UTC)[respont]
A-du eviyt a sell ouzh ar c'hemmadur evel-just, met n'eo ket un afer yezh met un afer politikerzh an hini a nec'h ac'hanon gant Diktatouriezh ar broletaerien e lec'h Diktatouriezh ar proletaeriad (pe n'eus forzh pesuert anv-stroll all gantañ an hevelep ster, ne vern...). Neal (Kaozeal) 8 C'hwe 2008 da 16:33 (UTC)[respont]
A-du da 100% gant Neal. "Diktatouriezh ar broletaeriad" a zo ur meizad bolitikel resis, ha na c'heller ket e dreuzfurmiñ evel-se. Benoni (Kaozeadenn) 8 C'hwe 2008 da 17:01 (UTC)[respont]
Anv zo bet graet eus se dija e-touez ar vrezhonegerien, a-raok Wikipedia. "Diktatouriezh ar broletaerien" n'eo ket bet ijinet gant saver ar pennad pa vez kavet gant kelennerien Diwan (Kreizenn ar Geriaouiñ). Mat eo gouzout ivez ez eus bet kinniget anvioù hollek da dreiñ "prolétariat" : proleteriezh gant Preder (Geriadur an Armerzh), proleteriezh gant geriadur an Here, proletariat ha proletaerion gant geriadur Favereau, proletaerat gant Kreizenn ar Geriaouiñ. --Llydawr 12 C'hwe 2008 da 07:41 (UTC)[respont]
heñvel eo din gant pe stumm resis ober gant ma vo graet an diforc'h etre "prolererion" (an dud) diouzh un tu ha "proletaerat" (ar renkad) diouzh an tu all. Ingal eo din m'eo bet graet "diktatouriezh ar broletaerion" gant den-mañ'n-den rak ur fazi eo e-keñver ster an termen diktatouriezh ur renkad sokial an hini eo ha n'eo ket hini ur sammad tud daoust ha ma c'hellont bezañ holl eus an hevelep renkad). mat eo din "proletariat", "proletaerat" pe "proletariad" (evel "bazhad")...n'on ket gwell kendrec'het avat gant "proleteriezh" met ne savfen ket a-enep.
GS: ha gant kelennerion Diwan e vez savet ar geriaouegoù? a-raok e vezent savet gant tud eus bodad an eil derez a c'helle bezañ enni kellenerion/ezed pe get) ha tud all... ur goulenn n'eo ken.Neal (Kaozeal) 12 C'hwe 2008 da 08:10 (UTC)[respont]
Implijomp da skouer furm An Here: Diktatouriezh ar broleteriezh... Benoni (Kaozeadenn) 12 C'hwe 2008 da 11:16 (UTC)[respont]
mat eo din Neal (Kaozeal) 12 C'hwe 2008 da 17:04 (UTC)[respont]

Ideologiezh[kemmañ ar vammenn]

Bez' e c'hellan bezañ a-du gants eurt evezhiadennoù (pe get, ne vern), met n'eo aze an dalc'h. ret eo degas davennoù evit diskwel ec'h eo gwir ar pezh a argizenner rak a-hendall e talvez da sav-poentoù personel hepmuiken ha ret eo klask sevel pennad neptuek kentoc'h evit o implijout evit lakaat war-wel ideologiezh an dud a sav anzhe. setu ar frazenn on chalet ganti hag e vefe ret soñjal he skarzhañ (ouzpenn, diwar-benn "Diktatouriezh ar broleteriezh" eo ar pennad ha n'eo ket diwar-benn an Unvaniezh Soviedel: mat e vefe krouiñ rannbennadoù...):

"Koulskoude ez eus bet kalz marksourien o lavaret ne oa an URSS nag un Diktatouriezh ar broleteriezh nag ur « stad a sokialouriezh », met un Diktatouriezh war ar broleteriezh, hag a-wechoù ur vro a gapitalouriezh-stad[4]."

A galon, Neal (Kaozeal) 10 Meu 2008 da 18:08 (UTC)[respont]