Kaozeal:Cent

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  1. Betek-hen, a-hervez, ne veze ket roet urzhioù gant Ofis ar Brezhoneg, setu n'hall ober nemet kinnigoù, ha n'eo ket ret heuliañ anezhe. Ha ne ra forzh ar vrezhonegerien gant ar c'hinnigoù na blijont ket dezhe.
  2. Graet eo dibaboù an Ofis gant un den, ne vern piv e vefe (ne vez ket embannet e anv bepred). Abeg eta a c'hall un den all kavout enne. Ha ma kav gwelloc'h e lec'h all e raio gant pezh a gavo.
  3. N'eo ket stag ar wikipedia ouzh an Ofis. A gredan.
  4. N'eus ket bet gwelet Ofiser ebet c'hoazh o reiñ urzh da ober gant pres e-lec'h armel, pe beure e-lec'h mintin, pe ar c'hontrol. Gwechall e oa lec'h da veur a c'her evit un dra.

Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2010 da 10:51 (UTC)[respont]

Sed amañ da vihanañ danvez neptu, tost d'ar wirionez, holloueziadurel keta (tennet eus ar pennad liard):
Liard
==Hiziv==
Bez' ez eo anv brezhonek ur gantvedenn eus un euro, ger dibabet
* abalamour ma n'haller ket faziañ gant anv ur pezh all en implij
* abalamour ma'z eo heñvelik al liv anezhañ ouzh al liarded kozh

--Trec'hlid mitonet 19 C'hwe 2010 da 12:36 (UTC)[respont]

Ma ne gav den abeg er pennad-se n'eo ket me a raio. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2010 da 12:38 (UTC)[respont]
Bepred prest da gavout abeg e pennadoù kaset war-raok gant ar re all, hep kaout abeg ez re-te. Kompren a ran ez a skuizh darn o kenlabourat er wiki brezhonek.
  • "Bez' ez eo anv brezhonek ur gantvedenn eus un euro". Eleze AN anv eta, an hini nemetañ moarvat.
  • "ger dibabet": Gant piv? penaos? pegoulz? Forzh penaos, mard eo ur ger dibabet, ez eus anezhañ moarvat ur ger "eus an dibab".
  • "abalamour ma'z eo heñvelik al liv anezhañ ouzh al liarded kozh": Ruz (a-liv d'ar c'houevr)? Ar pezhioù 10c, 20c ha 50c a anavezan-me a zo melen.--Trec'hlid mitonet 19 C'hwe 2010 da 16:23 (UTC)[respont]

Ma respont[kemmañ ar vammenn]

  • N'eo ket amañ emañ pajenn kaozioù ar pennad liard, na lec'h ar gaoz-mañ, na lec'h an tagadennoù personel. Tremenomp.
  • Pep hini a gav abeg e-lec'h ma c'hall. Dre vras e vezan a-du gant pezh a skrivan, iskisat tra, n'ouzon ket penaos e ra ar re all.
  • Ne c'houlennan ket digant an dud bezañ a-du ganin. Hervez reolennoù ar wikipedia e c'hall pep hini, rak n'eo ket ur gwir miret da lod hepken, kemm pezh a gar. Ha da gavout abeg, mar kar hag e-lec'h ma kar.
    • Ar pennad liard, savet ganin tost daou vloaz zo, a vo kemmet gant neb a garo eta, betek-hen n'eus ket bet nemeur a dud o lakaat o fri e-barzh. Hag an hini a gavo abeg ennañ a ouio petra ober. Ha me ivez.
    • Ne blij ket din avat pa vez gweet an istor evit lavarout pe reiñ da grediñ traoù faos. Pa oa savet liard ganin, tost da zaou vloaz zo eta, ne ouien ket e oa bet ijinet ar ger sent gant an Ofis Santel, ha lakaet berzh war ar gerioù all. Din ne oa nemet ur ger eta, an hini a skrivan war ma chekennoù-me, hag a zo bet desket ganin d'un toullad tud all abaoe m'emañ en hon yilc'hier.
    • Ar frazenn Eleze AN anv eta, an hini nemetañ moarvat zo un distummadur krenn hag un doare personel da ginnig an traoù.
    • Betek-hen, e brezhoneg, e oamp kustum ha boas da ober gant meur a c'her hag a boz da lavarout ar memes pe an hevelep tra, ha ne veze ket lakaet an hu war den ebet evit kelo-se (nemet gant tud zo: gwelout kaozioù evn ha labous).
  • Pa vez dizemglev e vezan prest da arguzenniñ , pa welan un arguzenn.
  • N'on ket lenner-planedennoù, n'ouzon ket perak ez a skuizh lod eus an dud, met gant al labour ez a skuizh an holl.
  • De gustibus et coloribus non disputandum a levere ar Romaned kozh (a gredan, met gwiriañ a rin): moarvat e vimp a-du war un dra da vihanañ : rous eo ar pezhioù 1 liard, 2 liard, ha 5 liard. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2010 da 18:06 (UTC)[respont]

Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2010 da 18:06 (UTC)[respont]

Respobt d'u goulenn daveoù. Ar ger liard en ur ganaouenn vrezhonek eus ar XXIañ kantved[kemmañ ar vammenn]

Er skol vrezhoneg e kavan mat kelenn
Leuniañ e chekennoù da bep Yann Deskard:
Skrivañ brezhoneg, gwellat poelladenn !
Dec’h gant lur, bremañ euro ha liard.
D’ar Sadorn e plij dimp debriñ pesked.
Diouzh ar beure ‘ta ‘ez an d’ar marc’had,
Atav 'paean gant ur chekenn vrezhoneg.
Hiriv oa dek euro ha daouzek liard
Gant ar pesked ‘vez mat evañ gwin gwenn
Neuze em eus prenet ur voutailhad
Ha skrivet ‘m eus war ma zammig chekenn,
Pemp euro ha pevar-ugent liard
Yann a garfe kaout ur sac’h binïoù.
"Gwelloc’h dit, ‘mon-me, prenañ ur vombard,
Aesoc’h vit straniñ ‘n ostalerïoù,
Ne goust met tregont euro dek liard."
En deiz all em boa klevet ‘oa Sarko
er skinwel vel ur glesker ‘kreiz e boull.
Henn’zh vat biken ne brenin e gaozio(ù),
Ne dalvont ket ul liard toull-didoull.
Ouzhpenn kazetenn ar vro a lennan,
Ma c’hoarvez din prenañ, meur a wechig,
Ur gelaouenn eus Pariz, a baean
-Hep chekenn 'vat- seizh ugent liardig.
Ar chekennoù zo vel hor yezh daonet
Pep hini c'hall ober ganti ma kar
Lod a ra, darn ne reont gwech ebet
Priz o yezh? ne dalv ket ul liard, hep mar.

Ma n'on ket faziet eo 7 gwech e lennan ar ger en ur skrid damlennegel.Bianchi-Bihan 25 Mae 2011 da 20:49 (UTC)[respont]