Kaozeal:BMEzine

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Skrivet er pennad: "Diwar-se eo savet an darn vrasañ eus pennadoù wikipedia war an toullañ-kroc'hen." Hervez piv 'ta? Ganin eo bet savet ar pennadoù troet diwar ar wikipedia e saozneg ha n'on ket gwall droet gant al lec'hienn-mañ. Marteze eo bet savet ar pennadoù war ar wikipedia e saozneg diwr ar pezh a gaver el lec'hienn-se: ha diskwelet eo bet? Ne welan ket e vije bet lakaet bruderezh ebet war ar penandoù bet savet ganin diwar-benn an toullgorferezh, geo? E pep pennad e vez kontet e pelec'h e vef toullet ar c'horf, ar riskloù mar bezh anezhe, ar maread-pareañ, istor ppe doare-toullañ resis. Ha penaos e c'hellfer sevel pennadoù hep ober meneg eus ar fedoù-se? Dre eo faos ar pezh 'zo bet skrivet e vo diverket ma ne roer abeg ebet evit diskwel eo gwir. Marteze e vefe gwll kalsk klokaat ar penand-mañ kentoc'h evit e implijout evit tagañ danvez pennadoù all. Ma'z eus ur gudenn resis bennak gant ar pennad-mañ'r-pennad e vefe gwell ivez koazeal diwar he fenn war ar bajenn-gaozeal stag ouzh ar pennad resis-se. A galon, Neal (Kaozeal) 13 Kzu 2008 da 11:15 (UTC)[respont]

Tennet an evezhiadenn dre m'eo faos penn-da-benn. Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2008 da 18:44 (UTC)[respont]
Trawalc'h eo sellout ouzh istor ar pennadoù brezhonek evit gwelout int savet holl diwar ar wiki saoznek, a zo awenet splann gant BME, a zo un aozadur tud a vicher da gentañ penn. Perak enta e fell dit kuzhat ar wirionez ouzh al lennerien? God only knows...Bianchi-Bihan 16 Kzu 2008 da 05:14 (UTC)[respont]
"Kaoz a vez a-wechoù gante eus istor an toullañ-kroc'hen, hervez ma vez gwelet gante." Kentoc'h evit hervez ma vez gwelet ganit-te, kea? Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2008 da 18:08 (UTC)[respont]
  • Gwir eo ne ra ket droug d'ur pennad lakaat un tamm neptuegezh e-barzh.
  • Neptuegezh e lec'h feiz, en danvez-se, ne blij ket evit doare.
  • Marteze e komzi te da-unan eus ar pezh a zo er rannoù kuzh eus al lec'hienn evit sklerijennañ bugale ar vro?

Bianchi-Bihan 15 Kzu 2008 da 18:13 (UTC)[respont]

Respontoù berr-ha-berr[kemmañ ar vammenn]

  • 1. Evit a sell ouzhin hag ouzh ar Wikipedia-mañ:
    • a) N'on ket me e karg eus bugale ar vro;
    • b) N'eo ket ganin m'eo bet savet ar pennad diwar-benn toullañ ar c'hourzh ha n'eo ket ganin-me, met ganit-te, ma oa bet kavet mat ouzhpennañ meur a skeudenn all war ar pennad-mañ. Goulenn ouzhit am boa graet hag-eñ e oa talvoudus pe get ar skeudennoù-se evit kompren eus petra a zo kaoz er pennad met chomet eo bet direspont ma goulenn.
    • c) N'eo Wikipedia ur benveg eveshaet;
    • d) Ne gomprenan ket re perak e fell dit sevel pennadoù diwar-benn un tem a displij dit kemendall war a seblant, nemet e vefe evit gallout skivañ traoù a-nepe dezhañ (neptuegezh?). Ar gwir ac'h eus evl-just, dres evel an holl re all, da sevel penandoù diwar-benn ar pezh a fell dit, ne lâran ket. Ne gomprenan ket, setu tout.
  • 3. Evit a sell resisoc'h ouzh al lec'hienn a goazer diwar he fenn er pennad-mañ:
    • a) Betek-hen e oa bet kaoz eus ar fed ma oa neptu pe get an displegadurioù istorel/sevenadurel a gaver el lec'hienn-mañ. Hervezout n'int ket neptu, met o c'hortoz displegadennoù pe skouerioù resis e oan evit hen diskwel. Mat e vefe gallout achuiñ da gaozeal diwar-benn un tem bennak a-raok stagañ gant un tem all;
    • b) N'em eus me netra da welet gant al lec'hienn-mañ: n'em eus ket bet kemeret perzh enni ha n'em eus ket bet implijet danvez tennet diwarni evit sevel pennadoù. Ne difennan ket al lec'hienn. Ne blij ket din ha ne displij ket din. Pezh zo e fell din kaout arguzennoù ha skouerioù fetis evit diskwel hag-eñ eo gwir ar pezh a skrivez pe get (dres evel m'az poa bet pedet ouzhin hag em boa graet amañ hag amañ...);
    • c) N'ouzon ket eus pe rannoù kuzh out o komz. Marteze m'az int ken kuzh all ne vefont ket kavet gant bugale ar vro... N'eus forzh penaos, e vefe mat displegañ danvezioù al lec'hienn e korf ar pennad-mañ (kentoc'h evit ouzhpennañ evezhiadennoù personel...)
    • d) Gwir eo a-hendall m'az eus ul lec'hienn dalvoudus anezhi evit gallout gwelet skeudennoù, dreist-holl pa vank skeudennoù hep gwirioù-aozer evit gallout enbarzhiañ war-eeun e korf ar pennad. Abalamour da se eo bet ouzhpennet meur a wezh liammoù diavaez o kas d'al lec'hienn-mañ. Da pep implijer/ez da dibab hag-eñ ec'h a da weleadenniñ al lec'hienn pe get.
A galon, Neal (Kaozeal) 16 Kzu 2008 da 07:38 (UTC)[respont]

Lenn[kemmañ ar vammenn]

Lennet em eus kement-mañ:

  • Ne gomprenan ket re perak e fell dit sevel pennadoù diwar-benn un tem a displij dit kemendall war a seblant,
    • Da bep hini e seblantoù
  • nemet e vefe evit gallout skivañ traoù a-nepe dezhañ (neptuegezh?).
    • Klask lakaat neptuegezh e-lec'h ma lakaez kred er bruderezh zo ret;
  • Ar gwir ac'h eus evl-just, dres evel an holl re all, da sevel penandoù diwar-benn ar pezh a fell dit, ne lâran ket.
    • Trugarekaat eus an aotre.
  • Ne gomprenan ket, setu tout.