Kaozeal:Azeri

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kaozeal:Azereg (yezh))

http://tr.wikibooks.org/wiki/Azerice/Dilbilgisi

Anvioù ar yezh[kemmañ ar vammenn]

Diwar an anvioù pobl pe an anvioù annezidi eo e vez savet an anvioù yezhoù enne al lostger -eg, ha ne gaver nemet Azerbaidjaneg hag azeri e Termofis. Baleer (kaozeal) 4 Ebr 2017 da 23:04 (UTC)[respont]

Azerbaidjaneg, diwar anv ar vro, zo gwall hir: kalz gwelloc'h eo azereg, diwar anv ar bobl, div silabenn nebeutoc'h, aesoc'h da zistripañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Ebr 2017 da 04:36 (UTC)[respont]
Diwar anv ar bobl : Azerbaidjanad a ro ar bennrann azerbaidjan- (hep al losger -ad), hag alese an anv yezh azerbaidjaneg. Pa vez amprestet un anv yezh e vez diezhomm al lostger -eg : azeri (evel latin, gresim, nahuatl…). An anv berr azeri eo a gaver e Yezhoù – Langues – Languages. Drol e kavan ar brezhonekadur azereg. Ma vefe graet gant Azeri evit an annezidi, evel e saozneg pe e galleg, e teufe *azerieg. Piv a ra gant azereg ? Baleer (kaozeal) 16 Ebr 2017 da 01:33 (UTC)[respont]
Piv a ra gant an eil pe egile? Keit ma ne vo ket graet un enklask gant hon akademiezh ne vo ket aes gouzout. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Ebr 2017 da 17:29 (UTC)[respont]
Gouzout a ran e-men em eus kavet azerbaidjaneg hag azeri. Ma ne gaver ar ger azereg nemet e Gwikipedia, ne dalv ket ar boan ober gantañ, rak n'eus ket a ziouer a c'herioù aze. Baleer (kaozeal) 16 Ebr 2017 da 19:55 (UTC)[respont]

Biken ne rafen gant azerbaidjaneg (6 silabenn) pa c'haller larout berroc'h : azerieg, savet evel brezhoneg, galleg, alamaneg zo kalz gwell, ha reishoc'h eget azereg, gwir eo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Ebr 2017 da 20:11 (UTC)[respont]

Ar ger azeri eo a vefe an hini berrañ. Ar ger azerieg ne seblant ket fall, nemet ne 'm eus ket kavet Azeri (ls -ed) evit ar bobl : Azerbaidjanad (ls -iz) eo a gaver e-barzh geriadurioù unyezhek An Here. Evit ar ger azereg, moarvat ez eo bet savet gant an implijer Neal hag en doa skrivet ur frazenn enni ar ger-se (dre fazi ?) war-lerc'h azerieg pa oa o kregiñ da skrivañ ar pennad, evel ma weler amañ . Baleer (kaozeal) 16 Ebr 2017 da 20:55 (UTC)[respont]

Kendalc'het e vo ar gaozeadenn amañ. Da c'hortoz fin ar gaozeadenn em eus adanvet ar bajenn : azeri. Mar bez cheñchet an anv en-dro e talvezo an adkas, ne vern penaos. Baleer (kaozeal) 16 Ebr 2017 da 21:18 (UTC)[respont]

Sklaer eo e oa bet savet ar ger "azereg" gant Neal. Evel meur a c'her all savet gantañ amañ. E-lec'h gwelet ur "fazi" eus e berzh, n'eo ket fall keñveriañ gant ar stummoù en doa implijet evit anvioù yezhoù all : hindeg (evel e geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon) pe c'hoazh nepaleg, pa gaver "hindi" ha "nepali" e yezhoù all. Gouzout a ran ervat n'eus tamm darempred ebet etre an azeri hag an div yezh-se, met heñvel e seblant bezañ an doare ma oa bet savet e c'herioù gant Neal. --Llydawr (kaozeal) 20 Ebr 2017 da 06:49 (UTC)[respont]
Ya, hindeg ha swahileg a gaver e Geriadur Hemon. E-lec'h an dibenn 'i" e vez lakaet "eg". Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Ebr 2017 da 10:10 (UTC)[respont]
Evit nepaleg, n'eus ger all ebet da c'hortoz, 'm eus aon, rak diwar an anv pobl e teufe ivez : nepalad -> nepal- -> nepaleg. Un dra vat eo menegiñ hindeg, hag a gaver e geriadur Ménard ivez, ha swahileg pan int testeniekaet. Ar gerioù *azereg hag *azerieg n'int ket, ha n'eo ket anat din e tegasont un dra bennak amañ. Marteze e vefe kenteliusoc'h sevel ur bajenn a-zivout an anvioù yezh e brezhoneg, evit displegañ an doareoù d'o sevel a zo bet ijinet a-hed an amzer… Met ma fell deoc'h lavaret e c'hellje bezañ ivez eus ar gerioù *azereg hag *azerieg e korf ar pennad evelkent e vefe gwelloc'h lakaat un notenn pe ur rannbennad «A-zivout an anv», da 'm soñj. Baleer (kaozeal) 25 Ebr 2017 da 00:34 (UTC)[respont]