Kaozeal:Arkitektouriezh c'hotek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Fazi en titl : Reizhañ evit Arkitektouriezh c'hotek (zh + kemmadur)Fulup 12:50, 8 August 2005 (UTC)

Pennvad n'eo ket ur ger dibabet mat da'm soñj. Ne weler ket mat petra ez eus bet fellet lavaret. Fulup 12:59, 8 August 2005 (UTC)

Evit an titl em eus heuliet an dornlevr Istor-Geografiez TES 5vet (tr. gant Pêr Drezen). Petra ober? Marteze n'eus ket ret ober gant ar c'hemmadur-se? Mat eo klotañ gant ar pezh a vez desket d'ar yaouankiz, met mat eo reizhañ ivez
N'eo ket mat pennvad : ret eo kavout ur ger evit grand oeuvre. Ch. Rogel 15:12, 8 August 2005 (UTC)

Evit reolenn ar c'hemmadurioù en anvioù-gwan em eus lakaet un notenn war bajenn Talk pennad Neal war al lizherenneg Kirillek evel ma c'houlenne. G a ya da C'h ent naturel goude un anv-kadarn benel. War Geriadur Brezhoneg an Here (GBAHE), pennad gotek, e kavi skouerioù eus implij ar ger gant ar c'hemmadur. Evit Grand oeuvre em befe graet a-walc'h gant Pennoberenn zo anavezet mat. Plijus eo ar pennad a-hend-all. Plijus eo ivez gwelet skeudennoù. Klasket em eus gouzout hiroc'h war an doare da dreiñ skeduennoù pe kartennoù met n'on ket deuet a-benn. Gouzout a rez hiroc'h ? Fulup 16:52, 8 August 2005 (UTC)

Brezhonekaat ar skeudenn[kemmañ ar vammenn]

A-raok brezhonekaat ar skeudenn e ve mat en em glevet war ar c'heriaoueg. Setu amañ ar gerioù a zo da lakaat e brezhoneg :

  • Arc-boutant : Gwareg skorañ
  • Arc brisé : Gwareg kamm
  • Colonne fasciculée : Kolonenn feskennet
  • Contrefort : Azvoger pe Harpell
  • Nervures : Nervennoù
  • Pinacle : Nein pe Lein
  • Voûte en arête : Bolz vegek

Petra 'soñj deoc'h ?--Yun 5 C'hwe 2006 da 09:35 (UTC)[respont]