Kaozeal:Ar C'havr

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Arabat droukveskañ gant Gavr[kemmañ ar vammenn]

Brezhoneg "Gavr" = Gavres (Gâvres, Morbihan) e geriadur brezhoneg An Here p. 1399. 2.13.92.208 10 Ebr 2015 da 18:08 (UTC)[respont]

Errare humanum est :
https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ar_C%27havr&diff=1633849&oldid=1632922
perseverare diabolicum :
https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ar_C%27havr&diff=next&oldid=1633946
adlakaat ur meneg tennet hep abeg eme an den. Koulskoude e oa bet displeget sklaer an abeg gant un implijer nann enrollet : aze hag uheloc'h er bajenn-mañ. Daoust ha sellet ez eus bet ouzh ar bajenn "kaozeal" ? Daoust ha lennet eo bet an displegadennoù-se ? Ouzhpenn-se ez eus bet skarzhet un toullad titouroù en ur adlakaat ar sotoni-se. Ne vo ket lavaret "biskoazh kement all !" rak re alies e c'hoarvez er Wikipedia brezhonek... --Yun (kaozeal) 11 Ebr 2015 da 15:51 (UTC)[respont]
Tagadenn bersonel diezhomm.
Ne gavan ket em be da zerc'hel kont eus kement bomm dizanv skignet a bep tu.
Pezh am boa lakaet a oa un dave d'ur geriadur, neuze un ditour holloueziadurel ha n'eus ket abeg da dennañ. Mat eo d'an dud gouzout petra zo er geriadurioù, ha n'eo ket en unan hepken, evel a lenner e meur a bennad all. Kuzhat kement-se, pe reiñ da grediñ n'eus bet nemet ur stumm a-holl-viskoazh, a zo enepholloueziadurel.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Ebr 2015 da 16:09 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Gwir eo ez eus peadra da goll e oremus da vat ; sed amañ da-heul ar pezh a c'heller lenn war ar bajenn 282 eus geriadur An Here / Al Liamm (2002) :
Gavr n. de l. Gâvres ; Le Gâvre.
Pe war ar bajenn 311 eus ar geriadur gant Roparz Hemon (1978) :
Gavr n. de l. Gâvres ; Le Gâvre.
A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Ebr 2015 da 16:38 (UTC)[respont]

Evel an IP/aotr/lac'h ha Yun e sonjan eo mat ober ar c'hemm evel-just, met d'am meno n'eo ket abeg a-walc'h da skarzhañ an daveoù (holloueziadurel ha wikipedel) tennet eus ar geriadurioù (eus tri geriadur, ma kontan mat), goude ma ne rafent ket. Meur a lec'h o deus anvioù heñvel, ha se zo kaoz e vez pajennoù disheñvelout. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Ebr 2015 da 17:31 (UTC)[respont]

C'hoazh ur wech eo aet Bianchi-Bihan da lemel kuit titouroù [1]. Koulskoude ne oa ket an titour degaset un hanter hini pa oa kaoz eus ar panelloù brezhonek staliet gant ur gumun.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Ebr 2015 da 09:28 (UTC)[respont]

Peurvuiañ n'eer ket da laret :"panelloù lakaet gant ar gumun" hep prouenn. Degas ur brouenn neuze. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Ebr 2015 da 14:38 (UTC)[respont]
Pebezh divergontiz a-berzh un den a zo bet o skarzhañ degasadennoù Yun ha ma re hep reiñ an disterañ displegadenn, hag a gred c'hoazh mont d'ober gant ar ger «kaozioù» war ar bajenn evit ober anv eus degasadennoù an dud all [2].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Ebr 2015 da 14:49 (UTC)[respont]
o skarzhañ degasadennoù : me n'em eus gwelet nemet daou zen o tont da skarzhañ danvez holloueziadurel, arabat kammañ ar wirionez ur wech ouzhpenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Ebr 2015 da 15:10 (UTC)[respont]

Pebezh arlouperezh! Lezel a ran ar bajenn evel m'emañ da ziskouez d'an dud e petore stad eo erru an traoù: patromoù na zeuont ket war wel da gentañ penn.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Ebr 2015 da 18:50 (UTC)[respont]