Kaozeal:Anaforiezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Klevet em eus komz eus anaforenn met ne gomprenan ket mat an traoù-se: anaforiezh a vije "anaphorisme"? Bianchi-Bihan 7 Meu 2007 da 05:15 (UTC)[respont]

e galleg n'ouzon ket. e saozneg e reer un diforc'h etre anaphora (ar pennad-mañ) hag anaphor (gwallgemmesket er pennad e saozng - klask a rin sevel ur pennad all amañ). diouzh an tu all e vo ret din sevel ur pennad all diwar-benn an anaphora evel ma vez implijet war dachenn ar stiloniezh ("anaphorisme" 'michañs?), rak amañ ne vez displeget nemet an termen pa denn d'ar yezhoniezh. --Neal (Kaozeal) 7 Meu 2007 da 06:04 (UTC)[respont]

keit ha m'emeur ganti, penaos ober eus "en:pro-form" e brezhoneg? raganv a gaver evit "pro-noun" evel-just, met n'on ket gwall gontant gant ar rakger rak- hag a dalvez pre- ha n'eo ket pro- evel m'emañ sklaer en termen rakger. Ouhzpenn-se n'eo ket reizhj neuze implijout an tremen rak- evit daveennoù a deu da c'houde, evel-just... penaos ober? gant rakstumm, rakverb, rakanv-gwan? pro-form a leuskin da c'hortoz. --Neal (Kaozeal) 7 Meu 2007 da 06:25 (UTC)[respont]

Ne blij ket din ar c'haozioù-se, pell diouzh ar yezh vev. Klevet em eus tud oc'h ober gant adanv (skol Saded moarvat) eus raganv: aes dit c'hoari gant adstumm, mar kerez, ma n'eo ket implijet ar ger dija evit un dra bennak all. N'eo ket me 'laro dit hiroc'h. Bianchi-Bihan 7 Meu 2007 da 09:29 (UTC)[respont]

a-du omp ni hom-daou neuze, rak ne blijont ket din ivez, abalamour da se an hini em boa bet savet ar goulenn, anat dit. Mat eo din ober gant ar rakger "ad-" - "adstumm" pe "adger" neuze (o c'hoût n'eo ket tre ar memes tra "ger" ha "termen"...)? Adanv = "pro-noun" (disheñvel diouzh "raganv" = "pronoun"?!), adverb, adanv-gwan (??!!pro-adjective) h.a.? N'on ket a-enep - un diskoulm brav a gavan gallout ober gant "ad-" met ne welan ket gwall-sklaer. Trugarez evit da ginnigoù, talvoudus evel boaz (pa vezomp a-du an eil gant egile pe get) - ne gomprenan ket re perak ne fell ket lâret muioc'h - tu vefe marteze zoken kavoiut un diskoulm eus ar re wellañ. He ne vefe ket un dra vat?

--Neal (Kaozeal) 7 Meu 2007 da 10:43 (UTC)[respont]

Poan zo o'n em gompren: ne larin ket dit = n'on ket evit larout dit. En ur sistem anv/adanv em eus esper n'o deus ket miret adverb! A-hend-all n'ouzon tra. Llydawr a oaro hiroc'h a dra sur. Bianchi-Bihan 7 Meu 2007 da 14:41 (UTC)[respont]