Kaozeadenn Wikipedia:Porched ar porchedoù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Penaos sevel ur Porched ?[kemmañ ar vammenn]

Sellit ouzh ar rummad Patromoù ar Porchedoù.

Bug InternetExplorer_7[kemmañ ar vammenn]

Nevesaet ha hizivaet em eus ar porched-mañ.
Amprouet eo bet war meur a skramm (bras, bihan, karrez, 16/9, 1200x800, 1280x1024), meur ag OS (Mac, Win XP/7/8) ha meur a verdeer en o stumm nevesañ (Chrome/Firefox/IE/Opera).

Ur bug zo gant un doare kozh eus IE (IE.7) : ne weler ket ar c'hornioù ront abalamour ma ne gompren ket ar voneg CSS border-radius:1em;. Mar deu karrez kornioù ar porched-mañ war ho skramm, nevesait ho merdeer...

Sad Edgar (kaozeal) 27 Kzu 2013 da 14:11 (UTC)[respont]

A-benn/Evit[kemmañ ar vammenn]

A-benn mont e-barzh: pelec'h, ouzhpenn e Ya!, eo testeniekaet a-benn e-lec'h evit? Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gen 2015 da 19:05 (UTC)[respont]

  1. Kemmet stumm ar bajenn ganin (linennoù kod didalvez ha taolennoù e-lec'h listennoù) ; digemm eo chomet ar skrid : a-benn zo bet skrivet d'ar 25/02/2010, hep addispleg.
  2. Peurreizh eo a-benn en degouezh-se : Barr-Heol niv. 57 p. 23, geriadurioù F. Favereau, M. Ménard... Falskudenn, 'm eus aon. 2.13.87.201 19 Gen 2015 da 19:57 (UTC)[respont]
Roet ivez gant Remon ar Porzh en e c'heriadur brezhoneg-saozneg gant skouerioù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Gen 2015 da 21:02 (UTC)[respont]
Geriadur FF: netra sklaer, evel kustum.
Ur skouer roet e Geriadur ar porzh, hep merkañ an orin, ha netra ken. Kemend-all e geriadur an here.
Un implij rannyezhel eus Kerne-Izel, skignet abaoe 2000 adal Karaez, deuet da gemer lec'h "evit". Dianav e yezh Leon, Treger, Gwened. En un holloueziadur e c'haller marteze kavout gerioù mat ar brezhoneg evel "evit", pe goulenn re eo? Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gen 2015 da 07:16 (UTC)[respont]
Nac'hañ a rez bout e gaou, paotr, ha klask a rez lakaat da vrizhyezh dreist labour ar c'heriadurourion ; ha n'eo ket ar brezhoneg par d'ar galleg evit diforc'hañ etre sterioù pour hag afin de, marteze ? Da c'hoarzhin get da gentelioù !

A! Edgar! Gouzout a rez arguzenniñ evel ma botez kleiz. Ha kuzhat a-drek da IP evel ur yar dibluet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gen 2015 da 08:36 (UTC)[respont]

«Un implij rannyezhel eus Kerne-Izel, skignet abaoe 2000 adal Karaez, deuet da gemer lec'h "evit". Dianav e yezh Leon, Treger, Gwened.» Perak mont da gontañ traoù, hep gwiriañ netra en a-raok morse? Evit adkemer an daveoù roet gant an IP uheloc'h. Skouer Barr-Heol, e 1968, skrivet gant Jakez Konan, lakaet da vezañ ur mestr war brezhoneg Treger. Ar Gléau a ro ivez ur skouer tennet eus Feiz ha Breiz, er bloaz 1924, sinet Loeiz Dujardin, Roparz Hemon a gonte diwar e benn ne oa nemet brezhoneg Lokournan (Leon) a gonte evit hemañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Gen 2015 da 13:09 (UTC)[respont]
  • A-benn zo brezhonek evel-just, ha kavet e vez en holl ranyezhoù. Arabat lenn em gerioù traoù ha n'emaint ket enne.
  • «Un implij rannyezhel eus Kerne-Izel, skignet abaoe 2000 adal Karaez, deuet da gemer lec'h "evit". ... » Anat eo, pa weler istor ar pennad.
  • Ouzhhpenn-se, ar ster kemeret e Kerne Izel, e-lec'h "evit", n'eo nemet un afer rannyezhel, setu perak n'eo ket aze emañ e lec'h.
  • Ne gomzen ket eus traoù all. "Pour", "afin de", zo evit e brezhoneg'. E sadedeg n'ouzon ket, ha ne ran forzh.
  • N'on ket techet da gaout fiziañs pa glevan "ur skouer zo gant den pe zen" pa ne roer ket ar skouer. Bet on welout ho taveoù e geriadurioù ar Porzh, FF hag an Here (an eil oc'h adskrivañ pezh a lavar egile), ha n'on ket kendrec'het, evel gant proviñs, hag a-us da Edgar Dunor. Sellout a rin ouzh ar skouerioù all pa c'hallin. Ur pennad gant Yann Gerven zo bet db se, a zo bet laret din, hennezh ivez a oar un tamm brizh vrezhoneg evel ma larfe Edgar. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gen 2015 da 14:45 (UTC)[respont]
Jakez Konan ha Jules Gros a zo eta paourkaezh tud eus Kerne-Izel o skignañ brizhvrezhoneg er bloaz 2000 eus Karaez (a zo e Kerne-Uhel kement ha ma ouzon): Evelkent, a-benn lazhañ un den e vez ret bezañ kriz (TBP.103), troet gant Jul "pour tuer (avant de tuer)...", pe c'hoazh Ret e vez bezañ laer a-benn ober traoù evel-se! troet gantañ "il faut être voleur avant de (pour) faire des choses comme cela!".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Gen 2015 da 15:03 (UTC)[respont]
Gouzout a reer pell zo out gouest da zistummañ komzoù an dud, marteze peogwir ez pez poan o kompren estreget da ego.
Skouerioù J Gros : n'eo ket memes ster. A-benn, aze, a zo "pour en arriver au point de". Sklaer eo en div skouer, lenn gwelloc'h.
Ar ger "brizhvrezhoneg", evel ma oarez mat (rak n'on ket evit krediñ e c'hallfes bezañ a feiz fall un hanter vunutenn), zo bet implijet evit kunujenniñ gant Edgar: arabat dit heuliañ skouer ken fall da alter ego, ret e vefe bezañ disprizus a-benn ober kemend-all, krediñ a c'hallfed e sav kasoni ez lêr ouzh kement den ha ne lavar ket amen dit seul wech ma lennez Jules Gros re vuan. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gen 2015 da 16:26 (UTC)[respont]
Ret eo bezañ «a feiz fall» ha «divezh a-grenn» a-benn skrivañ evel ma'z peus graet.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Gen 2015 da 16:38 (UTC)[respont]
Setu! dont a ra ganit! A-benn ar fin ez omp a du an eil gant egile! n'eo ket kaer se? Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gen 2015 da 19:39 (UTC)[respont]

E-barzh niverenn 378 Al Liamm e kaver ur pennad sklaer gant Yann Gerven diwar-benn "a-benn + anv-verb". Displegañ a ra ar c'hemm a zo etre ar skouerioù reizh, gant brezhonegerien vat, ma kaver "a-benn" dirak un anv-verb, hag an dreistimplij, gant nevezvrezhonegerien zo, eus "a-benn" e-lec'h "evit". Hervez ar pennad-se e tlefed ober gant "evit" er skouer resis ma komzer eus "mont e-barzh an holl borchedoù". --Llydawr (kaozeal) 20 Gen 2015 da 17:46 (UTC)[respont]

Mat-tre ! Ha sed amañ ar pezh a c'heller lenn, skrivet du war wenn gant Yann Gerven "Abaoe ar bloavezhioù 1990, e vez kavet stankoc'h ar stumm-se, ha pell diouzh an implij reizh alies ; deus ma zu n'on ket direbech, rak implijet am eus anezhafi div pe deir gwech en un doare direizh er romant War un Ton laou."--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gen 2015 da 18:52 (UTC)[respont]
Gast ! Ne vefe ket ar wirionez gant Edgar Trec'hlidus? Biskoazh! Penaos e c'hall bezañ? "Perak mont da gontañ traoù, hep gwiriañ netra en a-raok morse?" Roit dimp, kompered vat, kalz a gentelioù all war an ton-se c'hoazh! Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gen 2015 da 19:39 (UTC)[respont]
Diveshoc'h-diveshañ hon den (ha ne gomzan ket eus ar c'hunujennoù a zeu gantañ bep tro). Ya, lavaret «Un implij rannyezhel eus Kerne-Izel, skignet abaoe 2000 adal Karaez, deuet da gemer lec'h "evit". Dianav e yezh Leon, Treger, Gwened.» a zo traoù taolet hep gwiriañ tra. Perak ober fae war ar skouerioù roet gant Jakez Konan (1968) ha Loeiz Dujardin (1924) paneveken?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 Gen 2015 da 20:30 (UTC)[respont]
Hervezout eo ar re all a vez oc'h ober fae; fentus. Anaout a ran daou lapous ha n'eus ket par dezho dre amañ koulskoude da bourmen o fae. "Traoù taolet hep gwiriañ tra", emezañ. Pa ne seller ket ouzh ar memes tra eveldout e teu da vezañ "tra".
Daou "dra" a welan-me:
  • Afer ar porched: evit poent ez eus tri enep daou, enep unan peogwir n'hall ket un IP votiñ, neuze e ranker kemmañ.
  • Evit ar gudenn yezh dre vras ne dalv ket ar boan koll amzer : ma ne fell ket dit reiñ da skouerioù, mir anezho, hag echu gant ar gaoz, evel ma komprenez-te ar gaoz, peogwir ne fell ket dit lavarout pet skouer zo en div oberenn diwezhañ diskoachet ganit, na pere int. An holl skouerioù zo graet evit bezañ pouezet ha dibouezet gant an holl : "peder proviñs" az poa distaolet en deiz all, roet ganin: ro da skouerioù eta ma vo gwelet ha gwelloc'h int.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gen 2015 da 21:25 (UTC)[respont]
Bepred oc'h adlâret an traoù en ur mod all, meskañ traoù daou zen (pe muioc'h) evit ijinañ un trede tra. Ne'm eus ket roet ma soñj war ar meneg evit ar "porched" da skouer. Disteuler a rez an traoù a zisplij dit evit an daveoù. Evit ar ger "proviñs", perak ez afen da blediñ gant se amañ (gwelet a reer ez kaoz uheloc'hik e tiheñchez an traoù c'hoazh ur wech evit reiñ da grediñ d'an dud ar pezh ne'm boa ket lavaret)? Gwelet em eus a-walc'h ivez un nebeud mizvezhioù 'zo amañ (pennad Listennad gerioù gourel ha gwregel) e nac'hes kement tra, ha pa vije arguzennet mat, pe e tisleberez an traoù da heul. Chom ez rollec'hioù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Gen 2015 da 09:23 (UTC)[respont]

Anat : n'out ket deuet amañ da gaozeal eus afer ar porched, hen anzav a rez da-unan, met da glask tabut, ur wech ouzhpenn, ha da skeiñ eoul war an tan, hervez un doare arnodet ganeoc'h ho-taou meur a wech, ur c'hoari etrezoc'h. "... ha pa vije arguzennet mat", mut-hu : fentus eo, te 'gav mat da arguzennoù, ha ne c'houzañvez ket pa ne vezont ket lonket gant ar re all : petra 'ri, alioù estreget da hini zo er bed kriz ha kalet. A-hend-all, ro da urzhioù faeüs d'az mevelien ma kerez, din-me ne ri ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Gen 2015 da 09:42 (UTC)[respont]

A-benn (sic) mont e-barzh an holl borchedoù bet krouet e Wikipedia brezhonek ( https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Porched_ar_porchedo%C3%B9). Ar chistr zo graet evit bout evet, hag ar porched evit merdeiñ er wikipedia. VOTOMP Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gen 2015 da 09:50 (UTC)[respont]