Kaozeadenn Skoazell:Fallvarchoù boas

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Fallvarc'hiñ pe fallvarchañ (eleze marchañ fall pe bale fall) ? Anavezetoc'h eo ar ger strebotiñ da'm soñj.--Yun 5 Kzu 2006 da 17:22 (UTC)[respont]

gloups! ur skrap re!!!! "fallvarchiñ" an hini eo ha n'eo ket "fallvarc'hiñ". Reizhet 'vo.

Fallvarchoù : petra eo ?[kemmañ ar vammenn]

(Kaset amañ eus Kaozeadenn Implijer:Yun)
N'in ket da sevel ur skritur nevez fenoz, met kompren a garfen petra eo ar fallvarchoù: n'eus liamm ebet gant ur pennad gallek da sklerijennañ ma spered beuzet e teñvalijenn an diouiziegezh. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 17:42 (UTC)[respont]

n'eus liamm ebet? 'gomprenan ket... n'eus ket 'met lenn.

--Neal 5 Kzu 2006 da 18:25 (UTC)[respont]

ya, ar memstra eo mui-pe-vui war a welan. setu hervez Favereau (p. 234):
"fallvarch: gaffe, impaire (faux-pas, gw. fals-)"
"fallvarchiñ: gaffer, faire un faux-pas"
"fallvarchour: gaffeur"
Kv. (Favereau: 707):
"streb(a)ot: trébuchement"
"streb(ao)tiñ: trébucher"
"streb(ao)tus: trébuchant"

--Neal 5 Kzu 2006 da 18:25 (UTC)[respont]

Skoilh ha skoilhoù, a ran-me ganto. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 17:58 (UTC)[respont]

n'eo ket tre ar memes tra ha "skoilhoù" (hervez Favereau atav, p. 680). Sell ouzh evezhiadenn Yun da heul:

--Neal 5 Kzu 2006 da 18:25 (UTC)[respont]

  • Me 'soñj din ez eus kaoz amañ eus ar fazioù hag an traoù a-dreuz a c'heller ober pa vezer beg melen war ar Wikipedia, ha n'eo ket eus ar skoilhoù a c'hellfe sevel war hon hent. Met gortoz a ran e vefe troet e brezhoneg evit gwelet. --Yun 5 Kzu 2006 da 18:11 (UTC)[respont]
just a-walc'h.

Mat e vije d'ar verourien a blij dezho diverkañ traoù a gleiz hag a zehoù lenn listenn an arabadoù diverkañ a zo amañ. Bianchi-Bihan 15 Kzu 2007 da 11:10 (UTC)[respont]