Kaozeadenn Rummad:Prederouriezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Bez ez eus 6 rummad hag a dennfe d'ar brederouriezh. Pa emañ digoret ar rummadoù a-benn gwelet pezh zo e-barzh e welomp

Buhezegezh>bioetik>eugeniezh>traoù nazi, n'eo ket filosofi, nag a-bell!!!

Etik>bioetik>memestra

Kenedoniezh>goulo

Prederour brezhoneger>2 anv : Gwell vefe ur rummad evit ar brederourien ha rolloù a-benn bodañ tud zo hervez o yezh…

Prederourien dibar>2 isrummad>2 anv Prederouriezh dre vro>2 isrummad> 2 anv evit an hevelep tud… Gwell vefe rolloù ur wezh all

N'eus ket kalz a bennadoù hag a denn d'ar brederouriezh. Gwell evit ar poent bodañ anezho holl er rummad prederouriezh. Pa vezo kalz a bennadoù e vezo poent ijinañ rummadoù d'am soñj.

Me zo a-du evit skarzhañ isrummadoù an isrummadoù ha krouiñ rolloù. MP 12 Mez 2006 da 15:21 (UTC)[respont]

Ne welan ket perak e vefe diskaret ar rummadoù a zo dija. Ret eo degas reoù nevez, aozañ gwelloc'h ha setu tout. Koulskoude ez eus traoù diresis ha faos ivez degaset gant un den iskis, met n'eus ket mall reizhañ anezho pa n'eus ket kalz a arbennigourien war ar brederouriezh o labourat amañ. Skrivet m'eus un dornad pennadoù (danvez-pennadoù kentoc'h), met n'on ket ur arbennigour. Ma vo muioc'h a dud war an dachenn e kresko tamm ha tamm ar rann-se. --Ch. Rogel 26 Mez 2006 da 23:41 (UTC)[respont]

Ze zo zur, Ch. Ne lavaren ket avat e ve dav distrujañ rummad-mañ-rummad. Kavout a ran droll mont-dont etre naziegezh ha filosofiezh. Bez' zo liammoù evel just: an naoutur a lec'h foran (fr) displeget da gentañ gant Hannah Arendt, prederourez zo an naziegezh he danvez-soñjal. MP 27 Mez 2006 da 21:10 (UTC)[respont]