Kaozeadenn Implijer:Kemper911

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Kemper911, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Kemper911. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

--Y-M D (kaozeal) 28 Mez 2010 da 15:50 (UTC)[respont]

Abaoe pell n'eus ket bet savet pennadoù diwar-benn ar brederouriezh pe ar filozofiezh war Wikipedia brezhonek, ha degemeret e vo da labour gant plijadur. Evit ar pezh a denn d'an Iliz kenebeut n'eus ket un toullad traoù, er mare mañ e vez Implijer:Gwendal o sevel pennadoù diwar-benn ar bibien. Ma 'peus ezhomm skoazell e c'helles goulenn ganin, evit ar brezhoneg eo gwelloc'h goulenn gant tud evel Implijer:Bianchi-Bihan, Implijer:Ex-Smith, Implijer:Llydawr... hag a zo barrek war ar brezhoneg. A galon --Y-M D (kaozeal) 28 Mez 2010 da 15:50 (UTC)[respont]

Ur c'houlenn m'eus just a-walc'h. Petra 'zo kaoz e vez graet "brezhonek" deus ar wikipedia ? D'am soñj n'eus nemet ar gerioù benel hag a gomeñsa gant ur "w" e brezhoneg (goude ur c'hemmadur), ar gerioù gourel nemetañ hag a gomeñsa gant "w" am eus kavet 'zo gerioù estren ("wapiti", "water-polo", "watt", "western" ha "wiski" er geriadur unyezhek "An Here"), gourel en o yezh orin. Wikipedia a vez benel e Saozneg hag e Galleg ar ger-se vez ken benel ha gourel met ar darn vrasañ deus an dud ha ra gant "la wikipedia" abalamour d'ar ger "encyclopédie". A Galon--Fabriz Coupechoux 30 Mez 2010 da 20:40 (UTC)[respont]

Spi am eus e kavot dedennus sevel ho pennadoù... Ken ar c'hentañ ! --Gweltaz Kerguz

Spi am eus ivez. Ken ar c'hentañ !--Fabriz Coupechoux 30 Mez 2010 da 20:40 (UTC)[respont]


Skrivet ez poa :

  • Asompsion ar Werc'hez eo un dogm . (zo, evel e-barzh ‘’Yann zo ur paotr’’).
  • Ar Spered Santel pe Doue ar Spered Santel a zo trede person An Dreinded. ( eo , evel e-barzh Piv eo trede person An Dreinded? pe Piv eo Yann?)

Bianchi-Bihan 30 Kzu 2010 da 17:30 (UTC)[respont]

Phonologie et morphosyntaxe du parler breton de Bothoa[kemmañ ar vammenn]

Penaos 'mañ kont ganit? Respont a ran dit gant dale. Klasket 'm eus war ar Genrouedad ha ne'm eus ket kât levr Wmffre Wmffre kennebeut. Peogwir 'h ez da Vrest aliezik evit da stummadur e c'halljes mont da Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (CRBC ma'h eo gwelloc'h ganit. Kazi sur e kavi ar levr du-hont. Kar me, n'on ket prest da skannañ 'n'añ evit lakat 'n'añ er stumm pdf. A galon Wikioñff 1 Meu 2011 da 11:13 (UTC)[respont]

Trugarez deoc'h evit ho kemennadenn. Warlene e niverelis al levr-se ha tennañ splet anezhañ e'm eus graet seulabred.--Fabrig Coupechoux (kaozeal) 1 Du 2012 da 15:07 (UTC)[respont]

Unanderennoù[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Titloù un nebeud pennadoù (Gwenan, Merien) zo bet cheñchet gant unan eus kenlabourerien Wikipedia da lakaat unanderennoù en o lec'h. Gallout a rez mont d'an davarn da zisplegañ da soñj war ar c'hemm-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Gen 2014 da 17:29 (UTC)[respont]