Kaozeadenn Implijer:Dominiko

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Dominiko, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Dominiko. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

Skrivañ a rez: (un tsunami → ur tsunami ("ur" a vez implijet gant ar gerioù tsunami ha tsar)). Pelec'h ec'h eus lennet kement-se. Bianchi-Bihan 26 Gwe 2011 da 01:30 (UTC)[respont]


Pelec’h? Lennet em eus se em yezhadur La grammaire bretonne pour tous, gant Eugène CHALM (L-118 3.): « Les emprunts prononcés /dj/, /tch/, /ts/ demandent la forme ar: ur jean (un jean, pantalon), ar joniged (les Johnnies), ar tsunami (le tsunami) ». B-22 3.1.1.1: « Ne mutent pas non plus les néologismes en psi- ; les emprunts en tch-, ts-: ar tsarez (la tsarine) ». Dominiko 26 Gwe 2011 da 07:50 (UTC)[respont]

Klevout a ran brezhonegerien o lavarout an Dziganed, an tsar, an dzarez, en un doare naturel. N'o deus ket lennet ar yezhadur moarvat. Bianchi-Bihan 26 Gwe 2011 da 08:30 (UTC)[respont]

Language Tool[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. N'eo ket fall da LanguageTool brezhonek. Pelec'h 'teus kavet se?--Trec'hlid mitonet 7 Her 2011 da 19:07 (UTC)[respont]

Sell 'ta ouzh ma blog evit gouzout muioc’h diwar-benn LanguageTool e brezhoneg. Spi am eus e vin gouest da wellaat anezhañ dizale. Dominiko 7 Her 2011 da 19:37 (UTC)[respont]

Salud dit, db ar c'hemm az teus degaset gant Language tool : "lakaat ar ouziegezh > lakaat an ouziegezh". Ur fazi eo. Abalamour ma oa skrivet fall ar ger kemmet "gouiziegezh" moarvat (mankout a rae un "i"). Setu e oa ret skrivañ ar ouiziegezh evel-just. Renket eo bet ganin. A galon--Kadwalan 10 Her 2011 da 21:45 (UTC)[respont]

Dindan mogerioù Vienna, hervezon. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Polonia&action=historysubmit&diff=1075338&oldid=1066985. Abalamour d'ar renadenn "Vienna. A galon. Bianchi-Bihan 16 Her 2011 da 16:54 (UTC)[respont]

Ya reizhet. Skrivañ "dindan mogerioù Vienna" e-lec'h "dindan vogerioù Vienna". Ur renadenn zo stag ouzh ar ger goude dindan. Abalamour da se ne vez ket graet a gemmadur. A galon --Kadwalan 16 Her 2011 da 17:09 (UTC)[respont]
Digarez ac'hanon evit ar fazi. Bremañ e ouezin ar reolenn-mañ. --Dominiko 16 Her 2011 da 17:19 (UTC)[respont]
Laeret ma evezhiadenn diganin... Kadbzh 16 Her 2011 da 18:31 (UTC)[respont]

Ar marevezh. Bianchi-Bihan 21 Kzu 2011 da 04:57 (UTC)[respont]

Ya, petra zo direizh? Evel-se em eus skrivet, rak gourel eo ar ger «marevezh». Dominiko 21 Kzu 2011 da 07:52 (UTC)[respont]

N'eo ket a bouez bras: "lennet em boa "maremezh" skrivet ganit. Megrede eo se poa lakaet er skrid. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Richard_Wagner&action=historysubmit&diff=1131609&oldid=1120222. Hag echu. Bianchi-Bihan 21 Kzu 2011 da 08:36 (UTC)[respont]