Kanton Karantoer (1790)

Eus Wikipedia

Krouet e voe Kanton Karantoer e 1790[1]. Ur rann velestradurel ha lezvarnel hag ur bastell-vro dilenn eus Bann Roc'h-an-Argoed e departamant ar Mor-Bihan e oa. Teir c'humun a oa ennañ:

Dilamet e voe gant ar Goñvañsion e miz Even 1793 hag adsavet gant ar C'huzul-Ren hervez ar Vonreizh bet votet d'ar 26 a viz Here 1795. Miret ha brasaet e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Gant ar memes lezenn e voe staget kumunioù kanton Gazilieg outañ, d.l.e.:Gazilieg, Felgerieg-al-Lann, Glenneg, Kornon ha Sant-Varzhin-an-Oud. E 1837 e voe lakaet Gazilieg da bennlec'h ar c'hanton, deut da vout anvet kanton Gazilieg neuze[3],[4].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 63
  2. Cassini - EHESS - Treal - Fichenn ar gumun
  3. Cassini - EHESS - Karantoer - Fichenn ar gumun
  4. Kemenn roueel gant Loeiz-Fulup Iañ d'an 20 a viz Genver 1837