Kanton Hazparne

Eus Wikipedia
Kanton Hazparne, iskis e stumm

Kanton Hazparne zo unan eus kantonioù Iparralde, al lodenn eus Euskal Herria zo er stad c'hall, e departamant ar Pyrénées-Atlantiques, er rannvro Aquitaine.


Kumunioù ar c'hanton[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seizh kumun zo ennañ. Peder c'humun a zo e proviñs Lapurdi, teir e Nafarroa Beherea.

Kumunioù Lapurdi

Kumunioù Nafarroa Beherea

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1790 e oa er c'humunioù-mañ e kanton Hazparne: Beskoitze, Hazparne hag Ahurti (Urt), stag ouzh distrig Uztaritze.

Makea zo bet pennlec'h ur c'hanton ma oa Makea, Lekorne ha Luhuso, hag a oa stag ivez ouzh distrig Uztaritze.

Donamartiri zo bet penn ur c'hanton ma oa Mehaine, Donoztiri, Donamartiri, Aiherra hag Izturitze, stag ouzh distrig Donapaleu.