Kannerez
Ur gannerez zo ur plac'h a gann an dilhad. Daou zoare zo da gompren ar ger kannañ amañ: pe ar plac'h a laka an dilhad gwenn-kann, pe an hini a sko war ar c'houez gant ur c'holvazh (gwalc'h/bazh).
Taolenn |
[kemmañ] E Breizh
Gwechall e veze kannet dilhad gant ar merc'hed en ur poull-kannañ pe en ur wazh. Gweladennet e vez hiziv kanndioù Pontrev (n'int ket tier e gwirionez) ha lec'hioù all.
[kemmañ] Mojenn
Kannerezed-noz a veze gwelet en-dro d'ar poulloù haga c'halle beuziñ ar baotred a glaske merc'heta ouzh skleur al loar.
[kemmañ] E kêr
Labourat a rae ar merc'hed e kanndioù a oa gwir dier, ma veze tomm berv ha brevus al labour.
[kemmañ] Liverezh
Plijout a rae d'al livourien poltrediñ kannerezed: brudet eo re al livourien c'hall Jean Siméon Chardin (en XVIIIvet kantved) hag Edgar Degas (en XIXvet).
[kemmañ] Livadurioù
-
Kannerez, gant Chardin.
-
Div gannerez, gant Edgar Degas
-
Ar gwazi, gant King.