Kangourou-gwez Seri

Eus Wikipedia
Kangourou-gwez Seri


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Diprotodontia
Kerentiad : Macropodidae
Genad : Dendrolagus
Anv skiantel
Dendrolagus stellarum
Flannery & Seri, 1990
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Kangourou-gwez Seri (Dendrolagus stellarum) a zo ur bronneg godellek hag a vev e kreiz Ginea-Nevez.[1]
Pa voe kavet e voe sellet outañ evel ouzh un is-spesad eus kangourou-gwez Doria (Dendrolagus dorianus), met e 2005 e voe anzavet evel spesad gant an denoniour saoz Colin Groves.[1][2]

Dasparzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disheñvel eo dasparzh Dendrolagus stellarum diouzh hini ar c'hangouroued-gwez all, pa n'er c'haver gwezh ebet war dachennoù izeloc'h eget 2600 m. A-is ar vevenn-se e vez nebeutoc'h a ginvi er c'hoadegi hag e vez liesoc'h ar spesadoù gwez.
Den ne oar c'hoazh perak e vev ar c'hangouroued-gwez Seri ken uhel er goadeg[3].

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gell teñval-teñval eo feur al loened yaouank, gant ul lost melen splann. A-feur ma koshaont e sklaera liv o lost, ha blev arc'hantet a zeu war o izili, ar pezh a zo un tres dibar d'ar spesad Dendrolagus stellarum.
Arc'hantet-mat eo feur al loened en o oad-gour, a c'hall chom darguzhet en un doare espar peogwir en em vesk o sae gant livioù ar man hag ar c'hinvi e koadegi uhel ar menezioù.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 International Union for Conservation of Nature (en)
  2. Colin P. Groves (1993), Order Diprotodontia, el levr :
    Don E. Wilson &, D. M. Reeder, Mammal Species of the World: A Taxonomic and Geographic Reference, Smithsonian Institute, ISBN 978-1-56098-217-3 (en)
  3. PapuaWeb, gant ur skeudenn (en)