Kamweg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezh tchadek eus is-skourr ar yezhoù biouek-madarek A.3 eo ar c'hamweg (kamwe, hig(g)i, hiji pe vacamwe) komzet gant tro-dro da 300.000 den en Adamawa e Nigeria (1992).

Tost-tre eo d'ar psikyeg hag ar hyaeg.

Implijet e vez ar yezh-mañ evit kelenn er skolioù kentañ-derez.

Eizh rannyezh ez eus:

  • Nkafaeg (nkafa)
  • Dakwaeg (dakwa pe bazza)
  • Sinaeg (sina)
  • Woulaeg (wula)
  • Foutoueg (futu)
  • Tilipteeg (tili pte)
  • Falieg Kiriya
  • Falieg Mijilu

Gwelet ivez[kemmañ]