Kampionad europat ar gouren hag ar back-hold

Eus Wikipedia
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi.

Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Abaoe 1986 ez eus eus Kampionad europat ar gouren hag ar backhold. N'eus nemet daou stumm : ar gouren eus Breizh hag ar backhold eus Bro-Skos.

Aozet e vez ar c'hampionad-se gant ar Fédération internationale des Luttes Celtiques (FILC)[1] e lod broioù en Europa.

Ar FILC[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gouren n’eo ket bevennet el live rannvroel, en ul live etrebroadel e vez graet ivez. Kevredad ar gouren a gemer perzh er FILC. Savet eo bet ar FILC e Caerdydd e 1985 gant Bretoned, Skosiz, Saozon ha ||Kernev-Veur|Kerneveuriz]]. Renet eo gant an Islandat Ólafur Oddur Sigurðsson.

Daouzek bro pe vroad zo er FILC e 2023[2] :

An holl vroioù-se o deus ur mod hengounel da c'houren, alies tost-tre da zoare Breizh. Pal ar FILC a zo sikour anezho da ziorren o sport hag o c'halonekaat d’ober eskemmoù etre gourenerien Europa.

Bez' ez eus kejadennoù etrebroadel all estreget Kampionad Europa : tournamant ar St-Loup e Gwengamp zo ur gejadenn etre Breizh ha Bro-skos]].

Nep bloaz e vez ur strollad Breizhiz e Bro-Saoz hag e Bro-Skos evit kemer perzh e tournamantoù backhold ("derc'hel ar c'hein").

Ar gouren[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gouren, genidik eus ar broioù keltiek, zo bet e-pad pell un ober hag a blije kalz da vrezelourien Breizh. Dalc’het en deus abaoe ar mare-se ar spered uhel a adkaver hiziv an deiz el le lavaret gant ar c'hourenerien a-raok pep kenstrivadeg.

En em ledet eo ar gouren war ar maezioù ma veze priziet kalz an nerzh hag an ampartiz. Pep gouel a oa un digarez evit ober kenstrivadegoù.

E 1930, ar mezeg Charlez Kotonneg (1876-1935), c’hoant gantañ d'ober eus ar gouren ur sport arnevez, a grouas ar FALSAB (Fédération des Amis des Luttes et Sports Athlétiques Bretons) karget da aozañ ha da lezennatañ ar gouren.

Hiziv an deiz e vez graet gouren e skolioù adalek 6 vloaz ; e salioù e kenstriver e-pad ar goañv (a viz Du da viz Mae), hag er-maez e-pad an hañv (a viz Even da viz Eost).

Kement-se-holl eo ar gouren, met kement a draoù all ivez : da gentañ ez eo ar blijadur da bleustiñ dre grogadoù hep gwalldaol, doujus e-keñver an eneber, ha breizhat !

Merkoù spis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brest 2016

Krog-ha-krog hag en o sav e rank gourenerien Breizh gouren an eil ouzh egile, pep a roched warno. Gwech ebet ne vez kendalc’het ar c'hrogad war al leur. Pal pep krogat eo al lamm, da lavaret eo pladañ ar gile war an douar rik war e zaou blankenn-skoaz.

Ar c'hourenerien zo staget gant o daouarn e roched egile a-us ar gouriz hag an divesker ouzh an divesker ; ne c’hell divesker an eil nemet kregiñ e re egile.

Ar c'hliked a reer eus an doare da gregiñ ha da dreiñ ar c’har en-dro da c’har ar c’hengourener ; elfenn diazez ar c’hogad, met n’eo ket ret. Ret eo avat ambroug kouezhadenn ar gourener hag a c'houzañv ar c’hraf, ha kontrollañ ar vannadenn zo ret iez. Dre sturiañ ar c’hengourener war al leur e-pad ar gouezhadenn gant sikour ur vrec’h pe an divesker e c'hall an argader reiñ ur stumm d’ar c’hraf ha diwall da surentez e c’hengourener.

Fazioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Berzet eo an taolioù fall : skeiñ an eneber, mont dreist an distilh, krougañ. Ur c’hraf kontrollet fall a c’hell bezañ kadarnaet m’en deus lakaet an eneber en arvar.
  • Kastizet e vez ar feulster dre gomz a-enep an eneber pe an tredeog.
  • Berzet eo nac’hañ stourm : difennet eo derc’hel an eneber a-bellell dre astenn an divrec’h pe dre beurstardañ e benn, en ur vountañ ur vorzhed gant an divrec’h, pe en ur chom gant ul lec’hiadur-difenn e-pad ur maread re hir.
  • Ur gwall fazi eo astenn ur vrec'h evit diwall diouzh ar gouezhadenn e-kerzh ur vannadenn.

Gounez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zoare zo da vout trec'h en ur c'hrogad ; setu-i, eus an hini pouezusañ d’an hini zisterañ.

Lamm

Al lamm eo an disoc’h gwellañ a c'heller kaout er gouren, diouzhtu e tegas an trec'h er c'hrogad. Al lamm a zo pladañ ar gile war an douar dik war e zaou blankenn-skoaz, a-raok n’eus forzh peseurt lodenn all eus ar c’horf.

Poent

Tizhet e vez pa vez graet 2 fazi gant an eneber. Kevatal eo d’ur c'hostin.

Kostin

Un disoc’h tost d'al lamm eo ar c'hostiz : ur gouezhadenn war ur skoaz hepken eo.

Fazi

Disoc’h ur fazi graet gant ar gourener, lakaat ar vrec’h evit diwall diouzh ur gouezhadenn bennak da skouer. Tri fazi zo kevatal d’un divrud. Ne vez taolet pled ouzh ar fazioù nemet e fin an astenn.

Kein

Un dreistelezh eo, kontet e vez pa vez astennet ar c’hrogad. Ur gouezhadenn war traoñ ar c'hein eo.

Diviz

Un diviz a vez graet gant an dredeoged evit reiñ an trec’h da unan eus ar c’hourenerien e diwezh ar c’hogad mar ne vez ket a efed pe mar bezont gant efedoù kevatal.

Kouezh

Goude astennet ar c’hrogad, mar ne vez ket tu da gemer un diviz e vez deroet an trec’h d’ar gourener kentañ hag a lakafe ar gile da gouezhañ gant ur graf.

Fazi Bras

Ur fazi bras a vez roet goude 3 fazi er c’hrogad. Talvezout a ra e vez kollet diouzthu ar c’hogad ; un divrud eo, evit ar c’hrogad hepken avat.

Divrud

Un divrud a vez deroet goude ur gwall fazi grevus(kunujenniñ, da skouer). Degas a ra un digenstrivadeg, ha reiñ a ra ur poent d’an eneber.

Dilez

Un dilezadenn a c'hall c'hoarvezout, alies pa vez gloazet ur gourener. Reiñ a ra an trec’h d’an eneber.

Diwall

Ur gemennadenn eo, a vez roet pa 'z eus bet graet ur fazi, a-raok kastizañ ar gourener gant ur fazi. Ne vez ket taolet pled ouzh an diwall e diwezh ar c’hrogad.

Merc’hed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwipavaz 2016

Ur sport evit ar baotred e oa ar gouren er penn-kentañ, met gant merc’hed ivez e vez graet bremañ abaoe krouidigezh Kevread ar Gouren e 1980.

Er penn-kentañ ne oa nemet un nebeud merc’hed a grede gouren ha mont a-enep ar baotred da-geñver tournamantoù kemmesket. A-drugarez da zigoradur ar skolioù gouren, meur a blac’h a grogas da zeskiñ gouren. Er memes mare, ur c’huzul-enklask evit ar merc’hed a voe krouet a-drugarez da labour start Anne-Marie Evenou, a oa sekretourez Skol Gouren Ar Faoued. Ar c’huzul-se en deus kaset war-raok gouren ar merc’hed hag aozet meur a dra : kevezadegoù evit ar merc’hed, daou staj evit ar merc’hed bep bloaz, seveniñ ar film Le gouren au féminin, ha dreist-holl aozañ meur a gejadenn etrebroadel, da gentañ gant Bro-Skos ha da heul gant Spagn. E miz meurzh 2002 e voe kentañ kevezadeg europat ar merc’hed.

Hiziv an deiz, ar merc’hed zo war dro 20% eus ar c’hevread, gant muioc’h eget 250 emzelet. Bras eo bezañs ar merc’hed e buhez ar skolioù, kavet e vezont evel diskiblezed, monitourezed, tredeogezed hag all.

Ar backhold[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brest 2016

Ar backhold zo e orin e Bro-Skos ha norzh Bro-Saoz ar Grennamzer : brezelourien skos a stourme kentrezo, evel ma rae ar Saozon – hag ar Vikinged ivez moarvat.

Reolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur doare gouren war-sav hepken eo ar backhold. Ar pal eo lakaat an enebour da stekiñ ouzh al leur gant forzh peseurt lodenn eus e gorf, war-bouez e dreid. Un doare dibar zo da lakaat an daouarn : ret eo d’ar c'hourenerien en em vriata hag stagañ o daouarn start a-dreñv kein an enebour. Pep gourener a laka e chink war skoaz dehou an eneber, ha ret eo lakaat ar vrec’h kleiz dreist brec'h dehou an eneber. Pa vez prest an daou c'hourener e c'hortozont ma hopfe an tredeog on your Guard ("bezit prest") ha wrestle ("gourenit") kent boulc'hañ ar c'hrogad.

Kollet eo ar c'hrogad gant ar gourener kentañ o stekiñ ouzh al leur estreget gant e dreid pe o tistagañ e zaouarn. Tri zredeog a vez evit gwiriekaat mont en dro ar c'hrogad. N’eus tamm gwir ebet d’ober droug, da dennañ pe voutañ an eneber er-maez eus an dachenn a zo merket. Gounezet e vez ar c'hrogad goude tri zroad gounezet.

Kampionad etrebroadel Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An holl vroioù hag a zo emezelet er FILC a gemer perzh er c'hampionad etrebroadel.

Bep bloaz e vezur gevezadeg europat : er bloaz kentañ e c'houren ar baotred 16 vloaz-21 bloaz hag ar merc’hed, hag er bloaz goude ez eo tro ar baotred c'hour. En ur vro zisheñvel e vez aozet bep bloaz. Ar re a gemer perzh o deus d’ober krogadoù back-hold koulz ha rogadoù gouren.

Mont en dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pep bro a gas gourenerien dre rummadoù pouez, unan dre rummad ; a-wechoù e vez kaset daou pa ne vez ket kavet e-barzh ur rummad.

Degouezet war al lerc'h ez eo ret d'an holl dud tremen dre ar pouezlec'h ; reizh peurliesañ e vez pouez disklêriet ar c'hourenerien hag ar gourenerezed. Dre o fouez e vezont renket, ha dre o reizh pa vez kampionad ar merc'hed gant ar baotred.

Galvet int da c'houde evit leañ ; lavaret e vez holl leoù ar broioù a zo deuet dagemer perzh rr c'hampionad.

War daou zevezh eo vez dalc'het ar c'hampionad ; lod gourenerien a grog d'an deiz kentañ gant gouren hag ar re all gant backhold, hag ar c'hontrol antronoz.

Jedet e vez an holl boentoù gant tud a sell pizh ouzh an disoc'hoù roet gant an tredeog.

E dibenn an eil devezh e vez roet un arouez-trec'h d'an hini kentañ eus pep rummad pouez e gouren hag e backhold ; medalennoù a vez roet d'an eil ha d'an trede.

Bez' ez eus ivez arouezioù-trec'h evit ar gourener gwellañ e gouren, unan all evit ar backhold, evit ar gourener gwellañ en div ziskiblezh ; heñveldra evit ar mec'hed, evel-just : gwellañ gourenerez e gouren, e backhold hag en daou zoare.

Roet e vez ivez arouez-trec'h ar gwellañ hini dre skipailh, da lavaret eo e vez jedet an holl boentoù a zo bet gounezet gant ar c'hourenerien en daou stumm.

Krogadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp munutenn e pad pep krogad gouren ; un astenn 2,5 vunutenn a vez pa ne vez na lamm na kostin, ha pa vez kein. Mar ne vez disoc’h sklaer ebet E diwezh an astenn e ra an dredeoged graet an diviz gant an tredeogerien, ne vez kouezh ebet.

Mard eo bet gloazet ur gourener gant un taol fall graet gant ar gile hag a zo bet kadarnaet gant an tredeog, ar gwir en deus ar skipailh da lakaat ur gourener en e blas.

Ne c'hall ur gouerener dilezel ur c'hrogad nemet evit un abeg resis, a-hend-all e rank dilezel ar c'hampionad ivez.

Disheñvel eo ar reolenn er backhold : n'eus ket a amzer resis, ha pell e c'hall ur c'hrogad padout ; ret eo gortoz ma vefe gounezet best of three falls (teir c'houezhadenn) evit disklêriañ diwezh ar c'hrogad.

Rummadoù pouez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disheñvel diouzh re kenstrivadegoù Breizh eo rummadoù pouez ar c’hampionad etrebroadel.

  • Merc'hed : 50 kg • 56 kg • 63 kg • 70 kg • 80 kg
  • Oadourien (> 21 bloaz) : 62 kg • 68 kg • 74 kg • 81 kg • 90 kg • 100 kg • >100 kg
  • Paotred (16-21 bloaz) : 57 kg • 62 kg • 68 kg • 74 kg • 81 kg • 90 kg • >90 kg

Merc’hed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez' ez eus ivez ur c'hampionad europat evit ar merc'hed, evel-just.

Graet e vez evel evit ar baotred : gouren ha backhold. Pep skipailh a gas 5 gourenerez eus ar 5 rummad pouez skrivet amañ a-us.

Amzer ar c'hrogad e gouren evit ar merc'hed zo 4 mn, gant 2 mn ag astenn, ha heñvel evit ar backhold.

E Kemper er bloaz 2001 e voe dalc'het ar c'hentañ kevezadeg europat evit ar merc’hed ; teir bro a oa : Breizh, Bro-Skos ha Spagn, a zo bet trec'h dirak Breizh ha Bro-Skos. Merc’hed Breizh a c'hounezas daou ditl e gouren hag unan e backhold.

Paotred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1996 e voe dalc'het kentañ kampionad Europa ar baotred (16-21 bloaz) e Lesneven. C'hwec'h broad a gemeras perzh : Breizh, Bro-Saoz, Bro-Skos, Island, an Izelvroioù ha Proviñs León. Breizh a voe trec'h gant 73 poent, dirak Proviñs León (66 poent). Skipailh Breizh ar baotred hag ar merc'hed a echuas er c'hentañ plas.

Abaoe e vez anezhañ pep 2 vloaz gant hini ar merc’hed.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. E brezhoneg : Bodadeg Etrebroadel ar Gourenoù Keltiek (BEGK).
  2. (fr) FILC/BEGK.