Kamp-bac'h nazi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Loskaberzh (Holocaust)
Diazezoù
Enepyuzevegezh · Gouennelouriezh · Naziegezh
Lezennoù Nürnberg · Eutanaziezh T-4
Kamp-bac'h nazi · Roll kampoù-bac’h an nazied
Tric'horn (kampoù bac'h) · Gouennlazh
Yuzevien
Shoah
Pogromoù: Nozvezh ar strink
Ghettoioù an nazied: Ghetto Varsovia, Ghetto Łódź
Ghetto Krakovia, Theresienstadt...
Einsatzgruppen: Babi Yar, Rumbula
Lazhadeg Ponary, Lazhadeg Odessa...
Diskoulm diwezhañ: Kendiviz Wannsee
Aktion Reinhard, Ziklon B
Kampoù-diouennañ : Chełmno, Bełżec
Sobibór, Treblinka, Auschwitz-Birkenau
Rezistañs: Emsav Ghetto Varsovia
Romed (tsiganed)
Porajmos
Slaved
Generalplan Ost
Heñvelrevaded ha Lesbianed
Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied
Torfedourien bennañ
Trede Reich: Adolf Hitler · Reinhard Heydrich
Adolf Eichmann · Heinrich Himmler · Rudolf Höss · SS · Gestapo
Lez-varn Nürnberg

An Trede Reich a savas kampoù-bac'h nazi en holl diriad a zalc'he. Konzentrationslager a vez graet en alamaneg eus kamp-bac'h. Ez-ofisiel e veze implijet ar verradenn KL (ka el) gant politikerien an Trede Reich nazi. Gant enebourien an nazied e veze lavaret KZ (ka tset) kentoc'h. Hervez an istorour Eugen Kogon e oa bet degemeret gant an SSed ar stumm KZ (sañset "kaletoc'h" ha "kreñvoc'h") digant o aberzhidi.

Ar c'hentañ kampoù-bac'h nazi savet en Trede Reich a greskas buan adalek Tangwall ar Reichstag e 1933 betek fin an Eil Brezel-bed. O roll da gentañ a oa spouronañ ha bac'hañ prizonidi bolitikel hag eneberien ar renad, ha tennañ splet eus o labour. Amprestet e voe an anv digant hini ar c'hampoù-bac'h savet gant Breizh-Veur da vare Eil brezel ar Voered.

Etre 1939 ha 1942 e pevarc'hementas niver ar c'hampoù-bac'h nazi hag e tizhas an niver a 300 pe muioc'h[1], a-vuzul ma veze bac'het labourerien-sklav eus Europa, Yuzevien, prizonidi bolitikel, torfedourien, heñvelreviaded, Jipsianed, testoù Jehovah, tud nammet o spered ha kement zo[2], hep prosez peurliesañ. Goude deroù an Eil Brezel-bed dreist-holl e kreskas kalz niver ar c'hampoù da vac'hañ rezistanted, Yuzevien hag eneberien eus Europa a-bezh, met ivez da vodañ un niver a sklaved e servij an industriezh. Divius e oa al labour, re skort e oa ar voued, ne veze ket prederiet ar re glañv, gwallgaset e veze ar brizonidi en un doare ingal hag uhel e oa ar feur mervel. Pep tra oa graet da zizenelaat ar brizonidi ha d'o c'has buan d'ar marv. Lakaet e vez kemm avat etre ar c'hampoù-bac'h (deskrivet er pennad-mañ) hag ar c'hampoù-diouennañ a oa savet gant an Nazied da vuntrañ en un doare greantel annezidi ar Ghettoioù ha prizonidi yuzev ar c'hampoù-bac'h, evel Chełmno, Belzec, Sobibor et Treblinka. Adalek 1941 e voe ivez kampoù a oa war un dro kampoù-bac'h ha kampoù-diouennañ, evel Auschwitz-Birkenau ha Majdanek.



Gwelet ivez[kemmañ]


Notennoù[kemmañ]

  1. United States Holocaust Memorial Museum: "Nazi Camp System"
  2. Sellet ouzh Tric'horn (kampoù bac'h) da welet ur roll klokoc'h eus an dud a c'halle bezañ kaset er c'hampoù-bac'h nazi.