Kalann

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kalann
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Iliz an Dreinded
Iliz an Dreinded
Ardamezioù
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Arondisamant An Oriant
Kanton Kanton Ploue
Kod kumun 56029
Kod post 56240
Maer
Amzer gefridi
Pascal Le Doussal
2008-2020
Etrekumuniezh Kumuniezh-kumunioù Bro Ploue, hag ar Skorf d'ar Blavezh
Bro velestradurel Bro an Oriant
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 009 ann. (2011)[1]
Stankter 82 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 52′ 31″ Norzh
3° 19′ 19″ Kornôg
/ 47.875235, -3.322036
Uhelderioù krenn : 100 m
bihanañ 57 m — brasañ 114 m
Gorread 12,29 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Kalann
Map commune FR insee code 56029.png

Kalann a zo ur gumun eus Breizh e kanton Ploue e departamant ar Mor-Bihan .

Antre ar vourc'h

Gerdarzh[kemmañ]

  • An anv a c'hellfe dont eus ar gerioù brezhonek kad (emgann) ha lann (tachenn). [2]

Istor[kemmañ]

Parrez katolik diskennet da drev[kemmañ]

  • Kalann a c'hellfe bout bet savet diwar ul lodenn eus pennbarrez Zinzag. Emichañs e voe krouet Kalann gant ur gumuniezh relijiel. Meneget e voe parrez Kalann e titloù kuzul-chalonied Eskopti Gwened e 1387 hag ur barrez e oa c'hoazh e 1422, war a seblant
    . A-raok 1516 e voe kollet hec'h emrenerezh ganti, ha sellet e veze outi evel un drev eus parrez Lanvodan [3].

Dispac'h Gall[kemmañ]

XIXvet kantved[kemmañ]

  • Pa voe adkempennet ar parrezioù e 1802 e chomas Kalann e parrez Lanvodan. Gant un ordrenañs roueel e teuas da vout ur barrez en-dro d'an 29 a viz Mezheven 1841 ; gwiriekaet e voe an disparti gant un dekred bet kemeret gant eskob Gwened [7].

XXvet kantved[kemmañ]

  • Brezel-bed kentañ: 34 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel [8].
  • E miz Mae 1915 e voe disklêriet Pierre Le Cren da brefed ar Mor-Bihan gant Louise Beller-Le Béhérec, ur skolaerez : Le Cren, ur zouav yaouank eus ar gumun, en dije eztaolet komzoù faezhegel p'edo distroet d'ar gêr da gaout ehan diglañvañ [9].
  • Brezel Aljeria: mervel a reas ur gwaz eus ar gumun [10].

Brezhoneg[kemmañ]

  • Brezhoneg a weler ouzh monumant ar re varv hag ouzh ar maerdi, ha plakennoù straed divyezhek ivez.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]

An iliz katolik[kemmañ]

  • Iliz katolik An Drinded-Santel, XI-XIIvet kantved (gant ul lodenn bet savet e penn-diwezhañ an Xvet kantved marteze...), adkempennet a-galz er XVvet kantved.

Armerzh[kemmañ]

Douaroniezh[kemmañ]

Emdroadur ar boblañs 1962-2011[kemmañ]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ]

Ar maerdi nevez (2013), e savadur ar presbital kozh [11]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 2014 → bremañ Pascal Le Doussal [12]
Meurzh 1983 Meurzh 2008 Serge Salvat
1790 1791 Marc Le Floch
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud[kemmañ]

  • Louise Beller-Le Béhérec, skolaerez ha flatrerez e-kerzh ar Brezel-bed kentañ [13].
  • Pierre Le Cren (10 a viz Du 1894 e Kalann - 5 a viz Eost 1916 e Vaux-devant-Damloup, e departamant Meuse (Bro-C'hall)), soudard yaouank er 4re Rejimant Zouaved Bale, bet disklêriet gant ar skolaerez Louise Beller-Le Béhérec abalamour d'e gomzoù faezhegel ; mervel a reas war an talbenn e 1916 e-kerzh ar Brezel-bed kentañ [14].
  • Bernard Maligorne, c'hoarier ha gourdoner mell-droad, bet ganet e Kalann d'ar 25 a viz Even 1943.

Gevelliñ[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Dave ha notennoù[kemmañ]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Geobreizh
  3. infobretagne Joseph-Marie Le Mené, "Histoire des paroisses du diocèse de Vannes", Gwened, 1891
  4. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 59
  5. Cassini - EHESS - Kalann - Fichenn ar gumun
  6. infobretagne Joseph-Marie Le Mené, "Histoire des paroisses du diocèse de Vannes", Gwened, 1891
  7. infobretagne Joseph-Marie Le Mené, "Histoire des paroisses du diocèse de Vannes", Gwened, 1891
  8. Monumant ar re varv
  9. Lizher flatrañ
  10. Monumant ar re varv
  11. letelegramme.fr, d'ar 7 a viz Here 2013
  12. Ouest-france.fr, d'an 29 a viz Meurzh 2014
  13. Lizher flatrañ
  14. E fichenn hiniennel - Mémoire des Hommes