Kahina

Eus Wikipedia
Dihya, hervez un delwenn e Khenchela, en Aljeria

Dihya (ⴷⵉⵀⵢⴰ e berbereg; en arabeg : ديهيا), pe Kahina, a oa ur rouanez ha brezelourez verber er VIIvet kantved hag a unvanas ar meuriadoù amazigh evit stourm ouzh an aloubadeg vuzulman e Numidia. Ganet e voe e deroù ar VIIvet kantved ha mervel a reas e 703, e Biskra moarvat.

Meur a stumm zo d'he anv : Daya, Dehiya, Dihya, Dahya pe Damya, Kahina pe Kahena. He lesanv arabek e oa al-Kāhina (ar velegez, an divinourez), roet dezhi gant he enebourien abalamour ma kave dezho e oa gouest da ziawelet an amzer da zont.

D'an 12 a viz Ebrel 2016 e voe lakaet an tan war delwenn Dihya e Khenchela.