Kaerell kof melen
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||||
| Iskerentiad : | Mustelinae | ||||
| Genad : | Mustela | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Mustela kathiah |
|||||
|
|||||
Ar gaerell kof melen (Mustela kathiah) zo ur c'higdebrer bihan e kerentiad ar mustelideged a vev e gevred Azia eus norzh Pakistan betek su Vietnam. Er rannvroioù meneziek e kaver anezhi, etre 1800 ha 4000 m.
[kemmañ] Doareoù pennañ
Muzuliañ a ra ar gaerell kof melen war-dro 25 cm ha pouezañ war-dro 1,5 kg. Heñvel eo dre he feson ouzh kaerell Europa met gell-du eo he blevenn gant ur c'hof melen. Sklaeroc'h eo ar gouzoug hag ar min.
[kemmañ] Emzalc'h
N'anavezer netra diwar-benn gouennadur ar gaerell kof melen. Krediñ a reer eo heñvel ouzh hini an erminig. En em vagañ a ra diwar krignerien ha tud bro-Nepal a vir anezhi en o zi da logota.