Kaerell hirlostek
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||||
| Iskerentiad : | Mustelinae | ||||
| Genad : | Mustela | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Mustela frenata Lichtenstein, 1831 |
|||||
|
|||||
Ar gaerell hirlostek (Mustela frenata) eo ar spesad boutinañ e-touez ar mustelideged en Amerika. Bevañ a ra e lec'hioù digor, e-kichen an dour, eus Kanada betek norzh Amerika ar Su.
Heñvel eo ouzh ar gaerell dre he feson, hir eo he c'horf, berr he favioù ha hir he lost. Muzuliañ a ra ar pared etre 33 ha 45 cm ha pouezañ a reont 450 g. Gell eo o blevenn, melen o c'hof hag er rannvroioù erc'hek ez eont da wenn e-pad ar goañv. Du e chom penn o lost.
Evel an holl gaerelled e tebront krignerien dreist-holl. O c'horf hir a ro tro dezho da heuliañ o freizhoù e-barzh o douarenn. Anevaled-noz int met o gwelout a c'heller diouzh an deiz a-wechoù. Bevañ a reont en o-unan en diavaez eus koulz ar parañ.