Kaerell-vras
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||||
| Iskerentiad : | Mustelinae | ||||
| Genad : | Martes | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Martes foina Erxleben, 1777 |
|||||
|
|||||
Ar gaerell vras, pe fouin, (Martes foina) zo ur bronneg e kerentiad ar mustelideged.
Ar spesad mart boutinañ en Europa ar c'hornôg eo.
Taolenn |
Doareoù pennañ [kemmañ]
Hir ha moan eo o c'horf, berr o favioù, hir ha blevek o lost. Tizhout a reont 40 - 50 cm ha 2 kg. Gell eo o blevenn gant un tarch gwenn war o gouzoug a ro tro d'o disheñveliñ diouzh ar mart boutin.
Annez [kemmañ]
Ar c'haerelled bras a vez alies o chom en endroioù annezet gant an dud, er grignoloù a-wechoù da skouer. Pa vevont war ar maez e chomont pell diouzh al lec'hioù digor.
Kaerelled bras zo er Stadoù-Unanet abaoe ma'z eus achapet kuit hiniennoù a oa bet degaset di evel loened-ti.
Emzalc'h [kemmañ]
Un aneval-noz eo. Kousket a ra diouzh an deiz ha chaseal da serr-noz. Debriñ a ra bronneged bihan, buzhug ha frouezh. Gallout a ra chaseal evned-porzh ivez.
Koulz ar parañ a bad eus miz Even betek miz Eost hag en nevez-amzer e vez ganet ar c'helin (etre 2 ha 4 dre dorad).