Kaeneüs
E mitologiezh Henc'hres, Kaeneüs (en henc'hresianeg Καινεύς Kaineús, e latin Caenus) a oa un haroz eus pobl al Lapited a oa didrec'hus a-hervez. Ur plac'h e oa pa oa bet ganet, hag e anv kentañ a oa Kaenis (henc'hresianeg Καινις Kainis)[1].
Anavezet eo kentañ lodenn ar vojenn dre Gatalog ar maouezed : Kaenis, merc'h Elatos, roue al Lapited, a oa gwallet en he yaouankiz gant an doue Poseidon, a ginnigas seveniñ ur mennad en eskemm. Goulenn a reas Kaenis dont da vezañ ur gwaz didrec'hus. N'eur ket sur perak. Ne ro ket ar C'hatalog muioc'h a ditouroù ha displegadenn Akousilaos n'eo ket splann (Kaenis a vije bet troet e gwaz « abalamour ma ne oa ket aotreet dezhi engehentañ bugale »). Poellekoc'h abeg zo roet en he respont da Boseidon en oberenn Ovidius[2]:
An dismegañs az teus graet ouzhin, emezi, ma atiz da c'houlenn, na c'hallin ket ken gouzañv ar seurt gantañ hiviziken. Ra ne vin ket ur vaouez ken, ha roet az to pep tra din.
Ovidius a ra anv eus Kaeneüs e-touez chaseourien Kalydon (VIII, 305), evel Hyginus (CLXIII), a laka ivez e anv e-mesk re an Argonaoted (XIV[3]). Met diwezhat eo an hengounioù-se moarvat ha n'en deus Kaeneüs roll ebet en darvoudoù-se. Ouzhpenn en doe meur a vugel zo kontet ivez e-touez an Argonaoted : Koronos, Fokos ha Priasos (s.o. Hyginius XIV).
Ar mojennoù arkaek diwar e benn a denn d'e emgann a-enep an dud-kezeg dreist-holl. Ar pep brasañ eus an danevelloù, diwar skouer an Ilias, a laka an emgann da vare Banvez Piritoos.
Mammennoù [kemmañ]
- Akousilaos (2F22 FGrH).
- Antoninus Liberalis, Metamorphoseon Synagoge, (XVII).
- Apollodoros, Epitome, lenn enlinenn (I, 22).
- Katalog ar maouezed, (fr. 87 MW).
- Pseudo-Hesiodos, Skoed Herakles, lenn enlinenn (v. 179).
- Homeros, Ilias, lenn enlinenn (I, 263-264).
- Hyginus, 'Fablennoù, (latin) lenn enlinenn (XIV ; CLXXIII ; CCXLII).
- Ovidius, Metamorphoses, lenn enlinenn (VIII, 305 ; XII, 146-209 et 459-535).
- Palaifatos, Istorioù digredus, lenn enlinenn (X).
- Paosanias, Deskrivadur Bro-C'hres, lenn enlinenn (V, 10, 8).
- Publius Papinius Statius, Akilleis, lenn enlinenn (I, 264).
- Virgilius, Aeneis, lenn enlinenn (VI, 448).
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Akousilaos a ro ur stumm Καινη Kainê ivez).
- ↑ Metamorphoses, XII, 201-203
- ↑ Marteze abalamour d'ur c'hemmesk gant Keneüs, mab Koronos, un Argonaot all meneget gant Apollodoros ha meneget un tamm pelloc'h er memes arroudenn eus Hyginius ouzhpenn.
Levrlennadur [kemmañ]
- Timothy Gantz, Mythes de la Grèce archaïque, Belin, 2004, p. 499-500.