Kabined Kuzh

Eus Wikipedia
Ouzh dor ar Gabinetto Segreto
An doue Pan o fouzhañ ur c'havr. Mirdi Broadel Hendraouriezh Naplez.

Ar gerioù Mirdi Kuzh pe Kabined Kuzh (Gabinetto Segreto en italianeg) a vez graet ganto d'ober anv eus un dastumad traoù a ziskouez splann oberoù a denn d'ar reizh, hag a zo bet kavet e Pompeii, hag a zo war-ziskouez e galeriennoù a-gostez e Mirdi Broadel Hendraouriezh Naplez, en Italia, anvet gwechall Museo Borbonico. Er British Museum ivez e oa salioù kuzh.

E kêr Pompeii, distrujet gant dislonkadennoù ar menez Vesuvio en Henamzer, ez eus bet kavet murlivadurioù erotek, poltredoù d'an doue Priapus, arouezioù splann o ster, enskrivadurioù, hag ivez bitrakoù a veze en tier, evel lampoù-eoul kalc'hheñvel. E Roma gozh ne oa ket a vezh abalamour d'ar vuhez reizhel e nep doare, ha war an holl draoù-se e oa disheñvel sell an dud diouzh hon hini pe hini hon sevenadur. Ar meizad a hudurnez hiriv a vije deuet eus an XVIIIvet kantved betek dont da vezañ pornografiezh hon amzer.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]