Kêrioù-penn istorel Sina

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar frazenn "Peder C'hêr-benn Gozh Sina" (Sinalun hengounel: 中國四大古都; Sinalun eeunaet: 中国四大古都; Pinyin: Zhōngguó Sì Dà Gǔdū) a zave da Nanjing, Beijing, Luyoang ha Xi'an.

Goude ar bloavezhioù 1920 e voe dizoloet e oa bet kêrioù arall a oa kêrioù-penn ivez, ha Kaifeng, Hangzhou ha Anyang a voe ouzhpennet el listenn. Diwar neuze e komzer kentoc'h a-zivout Seizh Kêr-benn Gozh Sina.

Un eizhvet kêr, Zhengzhou, a voe ouzhpennet e 2004 gant Kevredigezh ar C'hêrioù-penn Kozh goude enklaskadegoù arkeologek.

Mini monde chinois.2.png Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.