Kebek (kêr)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kêr Gebek)
Skeudennaoueg.

Kebek pe Kêr Gebek (galleg: Québec pe Ville de Québec; saozneg, Quebec pe Quebec City) eo kêr-benn Bro-Gebek. Eil kêr bobletañ ar vro eo war-lerc'h Montréal : e miz Gouere 2016 e oa 531 902 a dud o chom eno[1] hag 800 296 a annezidi er meurgêr[2].

Dont a ra ar ger Kebek eus an algonkeg, ur yezh henvroat (amerindian), hag a dalv kement hag "e-lec'h ma strish ar stêr" peogwir e strish ar stêr Sant-Laorañs nepell eus torgenn Kebek ha Cap Diamant. En em staliañ a reas eno an ergerzhour gall Samuel de Champlain e 1608, ha kemer a reas an anv algonkek. Unan eus koshañ kêr Norzhamerika eo. Mogerioù-kreñv nemeto a chom en norzh da vro-Vec'hiko eo ramparzhioù ar C'hebek kozh. Lakaet e voe war roll lec'hioù ar glad bedel gant an UNESCO e 1985[3],[4]

Monumantoù dibar ar gêr eo leti Château Frontenac, Gwikadell Kebek, Bodadenn Vroadel Kebek, Mirdi broadel an arzoù-kaer Kebek ha Mirdi ar sevenadurezh.

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar galleg eo yezh-vamm 94,9 % eus a boblañs[5].

Dont a reas laosk war niverenn ar saoznegerien goude voe krouet Kanada e 1867. Hiziv hon deiz int 1,46 % eus ar boblañs[6].

Gevellerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emglevioù zo ivez gant kêrioù all.

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Québec, Ville [Census subdivision, Quebec and Québec, Territoire équivalent [Census division], Quebec]. Census 2016. Statistics Canada.
  2. Canada, Government of Canada, Statistics. Population and Dwelling Count Highlight Tables, 2016 Census.
  3. "Historic District of Old Québec Patrom:Webarchive". World Heritage; UNESCO. Retrieved 12 January 2009.
  4. "Old Quebec City, Seven Wonders of Canada". 
  5. Recensement de 2016 : le français recule à Québec
  6. Patrom:Pennad-skrid



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.