Kêr-Is
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ur gêr vojennel eo Kêr-Is, pe Kêr-Iz, pe c'hoazh ar Gêr a Iz, a zo kontet istor he liñvadenn en ur vojenn, meur a stumm disheñvel dezhi, diwar-benn buhez sant Wenole, saver abati Landevenneg, ha Gradlon, roue Kerne er Vvet kantved, a-hervez.
Mojenn Kêr-Iz [kemmañ]
Gradlon ha Malgvenn [kemmañ]
Kalz listri en doa Gradlon, roue Kerne, hag o implijout a rae da vrezeliñ e broioù an norzh. Dre ma oa ur strategour bras e c'houneze an darn vrasañ eus an emgannoù ha preizhata a rae kêrioù ar re bet trec'het gantañ. Ur c'hastell e Zeeland pe e Norvegia a zalc'he penn outañ avat. Skuizh gant ar brezel e tivizas e soudarded mont en-dro d'ar gêr gant tout o listri hag e-unan e chomas Grallon war an traezh e-harz ar voger-greñv.
Tra m'edo-eñ e-unan war an traezh o klask ur skalf er voger e welas Gradlon ur vaouez melen (pe ruz) he blev e dilhadoù-brezel. Malgvenn, rouanez an norzh, e oa. Dezhañ e lâras-hi "Kalonek hag ampart gant ur c'hleze out. Kozh ha laosk eo va gwaz. Merglet eo e gleze ha n'eo ken dedennet nemet gant ar festoù ha gweleoù ar mitizhien. Lazhomp-ni anezhañ asambles ha goude-se e kasi ac'hanon ganit ez Pro-Gerne".
Levroniezh [kemmañ]
- Kervarker, Barzhaz Breizh, Mouladurioù Hor Yezh, 1988, (ISBN 2-86863-038-3)
- Charles Guyot, La Légende de la ville d’Ys, Coop Breizh, Spézet, 1998, (ISBN 2-84346-101-4)
- Théodore Hersart de La Villemarqué, Le Barzhaz Breizh, Coop Breizh, Speied, 1999, (ISBN 2-909924-85-8)
- Thierry Jigourel, Merlin, Tristan, Is et autres contes brittoniques, Jean Picollec éditeur, Paris, 2005, (ISBN 2-86477-213-2)
- Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne (tome 1), éditions Robert Laffont, coll. « Bouquins », Paris, 1994, (ISBN 2-221-07792-X)
- Françoise Le Roux et Christian-Joseph Guyonvarc'h, La Légende de la ville d’Is, éditions Ouest-France, coll. « De mémoire d’homme : l’histoire », Rennes, 2000, (ISBN 2-7373-1413-5)
- Emmanuel Salmon-Legagneur, Les noms qui ont fait l’Histoire de Bretagne, Coop Breizh/Institut Culturel de Bretagne, 1997, (ISBN 2-84346-032-8) et (ISBN 2-86822-071-1)
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |