Juturna
Eus Wikipedia
Templ da Juturna e Largo di Torre Argentina, e Roma.
Juturna a oa un doueez roman, hini ar feunteunioù, an eien hag ar puñsoù. C'hoar e oa d'an doue Turnus
[kemmañ] Mojenn
Serc'h Jupiter e voe met diskuliet e voent gant an nimfenn Larunda (pe Lara). Honnezh a voe kastizet gant Jupiter a lakaas anezhi da vezañ mut.
Mamm e oa da Fons.
[kemmañ] Templ ha puñs
Un templ a voe savet dezhi e Roma, er Champ de Mars, gant C. Lutatius Catulus, hervez e bromesa en un emgann war vor , nepell diouzh Sikilia, e-kerzh ar brezel punek kentañ, e 241 kent JK.
Ur puñs ivez a oa goestlet dezhi er Forum,e-kichen an templ da Vesta.